Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh a dalvez da aesaat un ober d'ub. Reiñ skoazell, un tamm skoazell d'ub. Goulenn e skoazell digant ub. HS. harp, sikour, skoaz, skor. 2. YEZHAD. Termen a dalvez da zezverkañ ar verboù, an araogennoù a reer ganto evit displegañ verboù all, araogennoù all pe c'hoazh an araogennoù a ere un araogenn all ouzh an anvioù-kadarn a lakaer d'he heul.

Skouerioù istorel : 
35
Kuzhat roll ar skouerioù

skoazell

1499
Daveenn : LVBCA p185 ('appui')

skoazell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg scacel

skoazell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg etai

skoazell

1732
Daveenn : GReg pg appui

skoazelloù

1732
Daveenn : GReg pg épaulement (apui)

reiñ skoazell da un dra

1732
Daveenn : GReg pg épauler (apuïer quelque chose)

skoazelloù

1732
Daveenn : GReg pg appui

lakaat skoazell gant un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg épauler (apuïer quelque chose)

skoazell

1732
Daveenn : GReg pg épaulement (apui)

n'en deus mui a skoazell abaoe ma eo marv e eontr

1850
Daveenn : GON.II pg skoazel

skoazell

1850
Daveenn : GON.II pg ken-ners, gwarez, harp, skoazel

grit c'hoazh ur skoazell hag e vezo savet ar samm

1850
Daveenn : GON.II pg skoazel

Abalamour da se [e] oant deuet diouc’h ar mintin da reiñ skoazell d’ar venec’h paour o doa o sikouret ken alies a wech en o dienez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.48

An deirvet neuze, dezhi ur gouriz arem hag ur gourgleze, a zic’houine hec’h arm hag en em daole da skoazell he div geneilez.

1923
Daveenn : SKET p.114 (Reizhet en eil kevrenn -1924- : p.150 : "Da reiza er gevrenn genta" : "[...] e lec’h « e c’hourgleze » lenn « e c’hougleze ». Hevelep reiza ("gou" e lec’h "gour") [...] p. 114, eil dilinenna, lin. 19, 24").

Lazhet em eus an tirvi, ha gant skoazell tri eus va mibien, em eus aozet ar bugenoù ha mesket al liv.

1923
Daveenn : SKET p.22

— Doue ho sikouro, Izabel !… Ne zilez ket e vugel reuzeudik : skuilhañ a ra e vadelezh war e grouadur glac’haret… Doujit d’e youl, Izabel… Pedit anezhañ da reiñ deoc’h e skoazell…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Pa weljont ar sakrist, un troc’had bazh gantañ e pep dorn hag eñ o youc’hal forzh e vuhez : « Al laer ! » an tri vugel spontet a deuas da glask skoazell ha repu digant o breur Bilzig, aon dezho.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

— Bennozh Doue deoc’h, Izabel… Doue ho pinnigo !… Trugarezus en keñver an emzivad. Izabel… Skoazell ha dorn d’am bugelig…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Evel-se eo o zrugarekaas Vindosetlos evit ar skoazell o doa digaset dezhañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.54

— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924) ("en doujans an Aotrou Doue" & "dindan dourn" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Hag e fell deoc’h penaos e teufent, un devezh a vo, da reiñ skoazell ha dorn deoc’h en ho poanioù pe en ho trubuilhoù ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.135

An Deureugenn, dizilhet gant pep taol-mor, a sav he zammoù diframmet war ar beg garreg hag a ro dezhe c’hoazh en he angoni un tammig skoazell a-raok mervel.

1925
Daveenn : BILZ2 p.144-145

verb-skoazell

1931
Daveenn : VALL pg auxiliaire

skoazell

1931
Daveenn : VALL pg auxiliaire

reiñ skoazell da

1931
Daveenn : VALL pg assister

skoazell

1931
Daveenn : VALL pg adjuvant, aide, appui (fig.)

D'an abardaez-noz, e c'hoariva Montroulez, leun-kouch, e voe un dalc'h kaniri ha soniri, gant skoazell Teodor Botrel hag e wreg.

1944
Daveenn : EURW.1 p69

Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen-holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atav war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon-daou da drugarekaat Itron-Varia Lourd asambles gant pirc'hirinadeg eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.

1944
Daveenn : EURW.1 p64-65

Bras eo madelezh Mab an Den, / Arabat 'ta koll fiziañs ken. / Morzhol Doue a ziskaro / Ar re ' venn hor gwaskañ garv. / Eomp, gant skoazell Santez Anna, / Ouzh an Ifern d'en em gannañ.

1960
Daveenn : PETO p23

Met din, avat, ne vern ho liou / Ha deoc'h ' ve gwelloc’h mont e-biou / Evit ur gwir veleg lezel / Da reiñ skoazell d'un ezel / Dianket pell diouzh Iliz Krist.

1960
Daveenn : PETO p80

O rener Massingou, koulskoude a oa ur paotr tre, leun a youl vat, prest atav da reiñ skoazell, da zifenn ha da zivec'hiañ e dud ; n'eo ket marteze koulskoude an doare dereat da vezañ "capita" er vro-se ha n'eur ket enni ur rener ma ne ouezer ket lakaat ar re all da labourat en e lec'h.

1985
Daveenn : DGBD p135

Aze e tigoras an armel-houarn, hag eus al lec'h donañ anezhi e tennas un teul, skrivet 'Testamant an Dr Jekyll' war ar golo anezhañ ; azezañ a reas da studiañ an endalc'had, teñval e benn. Diazorn e oa an testamant, rak an Ao.Utterson en doa nac'het krenn reiñ e skoazell evit e skridaozañ

2012
Daveenn : DJHMH p19

Dre vras [dre-vras] eo gwell soñjal e daouadoù stourmerien, evel m'hon eus displeget kentoc'h, rak evel-se e vefont gouest d'en em wareziñ an eil egile ha da c'houlenn skoazell betek gouzout m'az afe da feuls ar boliserien.

2015
Daveenn : DISENT p162

Grit ho kwir wellañ. Ha ma fell deoc'h kaout skoazell digant ar Servij Kelaoua Broadel, lavarit din.

2015
Daveenn : EHPEA p140

Pa vez raksoñjet er frejoù-se ez eus tu d'en em aozañ o sevel sonadegoù skoazell da skouer [...]

2015
Daveenn : DISENT p86

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial