skoaziet
Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?
Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
skoazieg