Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Reiñ skoazell da ub. Skoazellañ ub. en e labour. HS. harpañ, skoaziañ, skorañ. 2. ADEILAD. Harpañ ur voger pe ur savadur, dezho da chom sonn. Skoazellañ ur voger.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

skoazellañ

1732
Daveenn : GReg pg appuier

skoazellañ ur voger bolzennet

1732
Daveenn : GReg pg appuier

skoazellet

1732
Daveenn : GReg pg appuier

skoazelliñ un dra, ur voger, un ti

1732
Daveenn : GReg pg épauler (apuïer quelque chose)

skoazellañ

1850
Daveenn : GON.II pg skoazella (voyez "skoazia"), pg skoazia (épauler, soutenir de l'épaule. de plus, appuyer, soutenir, aider, assister, protéger. on dit aussi "skoazella" dans le même sens).

Evit derc'hel kuzul, ken lies ha ma vezo ezhomm, war bep tra ma da skoazelliñ ar vro hag ar sepred barzhek ; evit an emglev, war bezh a sell ouzh lidoù ar Gorsedd digor ; evit barn ar c'hederien, hag ur Barzh bennak mar'z eus ezhomm ; evit dibab ha goulenniñ ar Varzhed nevez.

1909
Daveenn : REZI p. 10

skoazellañ

1931
Daveenn : VALL pg aider (et étayer)

Diwezhatoc'h, me a gavas an aotroù Duffner da'm skoazellañ da verkañ tonioù poblus am boa dastumet e Kerne-Uhel.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

Graet e veze e Moullerezh al Leandi Barzhek, levrioù kaer skrivet gant ar wellañ skrivagnerien, levrioù skol, levrioù didu, levrioù micherel ; arc’hant bras a veze gounezet, ha gouestlet holl d’an Emsav, ha da skoazellañ ar varzhed hag o ziegezhioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.213

An hini lik a oa renet gant an Aotrou Bouder, genidik a Blougonver, ouzh e skoazellañ un eiler yaouank, an Aotrou Losteg, a Lohueg.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

Ma 'z out dezhi [d'ar Republik] ken douget ha leal, / E vo dav dit ma skoazellañ diouzhtu ; / Ezhomm 'm eus, selaou, da c’hoût war be du / Emañ ar stourmer-se ken entanet / Ouzh gwirioù sakr ar Republikaned.

1960
Daveenn : PETO p36

Salver Jezuz, gant trugarez, / Hastit d'astenn nerzh Ho kwarez / War ar c'haezh-mañ d'er skoazellañ / Pe e roint, hep ampellañ, / Dezhañ, herr, ar mestaol garv / En divello ha diskaro !

1960
Daveenn : PETO p73

"Ne c'houlennan ket kement-se", a eilgerias Jekyll en ur lakaat e zorn war vrec'h egile. "Ne c'houlennan nemet ar reizhded ; goulenn a ran diganeoc'h e skoazellañ, dre garantez ouzhin, pa na vin ket amañ ken.

2012
Daveenn : DJHMH p35

Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...

2015
Daveenn : DISENT p153

Klasket e vo skoazellañ hon enebourien neuze, met en ur zrevezañ anezhe an teukañ ar gwellañ.

2015
Daveenn : DISENT p55

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial