Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a skoazell unan all. HS. sikourer. 2. Ent strizh Den a skoazell unan all war e vicher, war e labour. HS. darbarer, sikourer.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

skoazeller

1924
Daveenn : SKET.II p.140 « Geriadurig », "Auxiliaire".

Skoazeller a laka an Trec’h da dreiñ / E tu an doueed, [...]

1924
Daveenn : SKET.II p.11

skoazeller

1931
Daveenn : VALL pg (un) aide, auxiliaire

–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Gant skoazellerien en-dro deoc'h e vefe gwarezet un tammig muioc'h diouzh rustoni ar polis deus un tu.

2015
Daveenn : DISENT p148

Gant an taolioù-se e klasker diskouez piv eo an enebourien e gwirionez, teurel un tamm sklêrijenn war o c'homzoù toull, war o oberezhioù kuzh, hag all, hag all... betek ma kollfont an dud a vot evite, o fratikoù, o skoazellerien a-genwerzh, o c'hamaraded politikel, ha kement zo, rak ne fello ket d'ar re-se bezañ lousaet gant brud fall hoc'h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial