Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. B. 1. (db. an dud) Rann uhelañ ar vrec'h m'emañ stag homañ ouzh ar c'horf. Kaout poan en e skoaz. Kouezhañ a ra he blev war he divskoaz. Kenvelloù ar skoaz. & Trl. Ober ur c'hruz d'e zivskoaz. & Tennañ ar blouzenn diwar skoaz ub. : e zichekañ. & (impl. en e furm daou goude ar gm. a.) Un divskoaz krommet gant an oad. & Dre ast. Hed zo etre diavaez ar skoaz hag ar gouzoug, e penn uhelañ ar brusk. Bezañ ledan e zivskoaz. Dougen udb. war e zivskoaz. & Trl. skeud. Pignat gant ur skeul skoazioù : pignat an eil war divskoaz egile, evit tizhout udb. uhel. DHS. chouk. 2. (db. al loened pevarzroadek) Rann uhelañ ar pavioù a-raok m'emaint stag ouzh ar c'horf. Pegen tanav eo skoazioù ar gazeg-mañ. & Ent strizh KIGEREZH Kig ar rann-se eus korf al loened. Debriñ skoazioù meot. 3. Dre skeud. Skoazell. Hemañ zo ur skoaz vat da labourat. En em lakaat dindan skoaz e familh. II. H.b. Dre skeud. (e troiennoù) Sikour. [1931] Reiñ skoaz d'ub., reiñ un tamm skoaz d'ub. Kaout skoaz digant ub. HS. harp, skoazell.

Skouerioù istorel : 
68
Kuzhat roll ar skouerioù

penn ar skoaz

1499
Daveenn : LVBCA p23, 161, 185 (le bout de l-espaule)

skoaz

1499
Daveenn : LVBCA p185 (espaule)

M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.

1622
Daveenn : Do. p6

Sin ar C'hristen eo sin ar Groaz hag a zle da ober pa sev [sav] ha pan a da gousket, pan a er-maez a'n ti, pan antre en Iliz, pand eo kestion a zibriñ, nag a evañ, pan komañser pidiñ Doue hag en komañsamant hon holl euvroù, pan en em gaver en un nesesite bennak, dañjer pe temptasion : o kas an dorn dehoù d'an tal, en ur lavaret : In nomine Patris; goude d'ar c'hof, en ur lavaret : Et filii; ha goude d'ar skoaz kleiz, hag er fin en hini dehoù, en ur lavaret : Et Spiritu Sancti, Amen.

1622
Daveenn : Do. p56

skoaz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg epaule

divskoaz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg epaule

M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen.

1677
Daveenn : Do. p7

terriñ e skoaz

1732
Daveenn : GReg pg (se rompre l') épaule

skoaz

1732
Daveenn : GReg pg appui, épaule

Armorioù Gall a zoug war e zivskoaz.

1732
Daveenn : GReg pg Gaule (Il a les armes du Roi des Gaules sur les épaules.)

dougen war an nivskoaz, pe war ar c'hein

1732
Daveenn : GReg pg (porter sur les) épaules (ou sur le dos)

plac'h a zo pleget he skoaz

1732
Daveenn : GReg pg fille (Fille deshonnorée.)

reiñ skoaz da ur re

1732
Daveenn : GReg pg épauler (quelqu'un, le soutenir de l'épaule, ou du bras, pour l'aider à marcher)

divskoaz kromm

1732
Daveenn : GReg pg épaules (voûtées)

plankenn, askorn ar skoaz

1732
Daveenn : GReg pg (l'os, ou la palette de l') épaule

ar skoaz

1732
Daveenn : GReg pg (toute l') épaule (jusqu'au pognet de la main)

divskoaz

1732
Daveenn : GReg pg épaule

skoaz

1732
Daveenn : GReg pg épaule

divskoaz

1732
Daveenn : GReg pg épaule

penn ar skoaz

1732
Daveenn : GReg pg (le haut de l') épaule

korn ar skoaz

1732
Daveenn : GReg pg (le coin de l') épaule

skoazioù leue, skoazioù maout

1732
Daveenn : GReg pg (des) épaules (de veau, de mouton)

divskoaz

1850
Daveenn : GON.II pg skoaz

skoaz

1850
Daveenn : GON.II pg skoa, skoaz

skoaz

1850
Daveenn : GON.II pg skoa, skoaz, skoé

dougit-eñ war ho skoaz

1850
Daveenn : GON.II pg skoaz

diskoaz kromm en deus

1850
Daveenn : GON.II pg skoaz

skoaz

1850
Daveenn : GON.II pg skoaz, skôden

skoaz

1850
Daveenn : GON.II p.19, livre premier, "épaule".

an divskoaz

1850
Daveenn : GON.II p.19, livre premier, "les épaules".

Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe chomet c'hoazh.

1867
Daveenn : MGK p12

Ouzhpenn-se : o vezañ bet pedet gant bugale an aotrou ar Gonideg da lakaat moullañ Bibl Santel o zad, goulennet en deus ar c'horonal un taol-skoaz digant an aotrou Milin, ha setu sammet ganto o-daou pounnerañ bec'h a sammas biskoazh den e Breizh.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid X

Ar C'hrouer galloudek a ouie petra rae, war e skoaz da bep den pa daolas ur bisac'h; er c'hodell zo a-dreñv, e walldechoù da vec'h, hag er c'hodell a-raok, holl fazioù e hentez, da zerc'hel anezhañ war e zivlez kompez.

1867
Daveenn : MGK p12

— « An ed-mañ zo darev : da-gaout hor mignoned, / Kae, va mab, emezañ, d'o fediñ, pa 'z eo ret, / Da zont gant pep a falz da c'houloù-deiz, warc'hoazh, / Da reiñ deomp un tammig skoaz. »

1867
Daveenn : MGK p52

War-dro unnek eur e voe gwelet o vont war-zu leandi Sant-A[l]bin, Job Karo, ur bec’h kolo gantañ ouc’h e gein, hag un den all, gwisket eveltañ, an tad manac’h ur bisac’h gantañ war e skoaz, un dorzh vara en ur penn hag ur c’halur da oferennañ er penn all.

1877
Daveenn : EKG.I. p.52-53

Tostaat a reas goustadik, ur forc’h houarn en e zorn, hag, ouzh e skoaz, ur fuzuilh a zaou denn, hag hi karget.

1877
Daveenn : EKG.I. p.152

Ken tost edont din ma kouezhas taol unan anezho war beg va skoaz.

1878
Daveenn : EKG.II p.92

An Arouezvarzh, en tu-hont, a zoug ur maen-strink war e skoaz dehoù.

1909
Daveenn : REZI p. 6

ha pa lamfes va fenn diwar va divskoaz

1909
Daveenn : BROU p. 404 (lors même que tu m'enlèverais la tête de sur les épaules)

He daouarn a lakeas war ziskoaz Kintus hag o sellout outañ e lavaras : [...].

1923
Daveenn : SKET p.106

Hag astenn a raent-i o divrec’h ? Kerkent evned ar c’hoad a zinije war-du enno hag a zeue da gludañ war o arzorn, o divrec’h, o divskoaz.

1923
Daveenn : SKET p.76

Edo war e zistro davet e vag, gantañ daou zourgi war e skoaz, pa zeuas dezhañ mouezh Ambia ha Kinge a oa oc’h en em ziwiskañ war ar c’hlann enep.

1923
Daveenn : SKET p.134

"lakaat e keñver gant" [...] (ivez "lakaat e kemm gant", "lakaat e skoaz gant")

1923
Daveenn : SKET p.163, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Comparer à".

Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezhi da droc’hañ ur vlevenn war zour ha da dennañ gwad d’an avel, e kouezhas neuze hanterglopennoù, hanterbennoù, brec’hioù ha garoù distaget ha korfoù faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.

1924
Daveenn : SKET.II p.55

Diankañ a reas un nozvezh diouzh ar c’hroc’hen-bleiz blevek m’edo kousket ennañ e-tal skoaz ha dremm e vamm.

1924
Daveenn : SKET.II p.7

Bep beure, goude dont eus da wele, e soubi en dour betek da ziskoaz.

1924
Daveenn : SKET.II p.26

Hemañ, dre garantez evit e vreur, hag ivez evit ar bugel, a c’hoarie gantañ, a save anezhañ en aer, a lakae anezhañ war varc’h war e skoaz, hag ar paotr evurus a c’hoarzhe. Bilzig ! Bilzig !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), ("a lakae anean" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Habask n’oa ket an aotrou barner. — Alloñ, Bidoullig ! Hag un taol gwialenn war skoaz ar gazek.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

Daouzek plac’h yaouank, dispak o blev war o divskoaz, a gerzhe war-lerc’h ar c’harr ; hag e ouelent, e leñvent, e skoent o daouarn an eil ouzh egile gant kement a nerzh ma ’z oa burzhud na vrevent melloù o bizied.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

Hag e save e zivskoaz. — Ober un hevelep keflusk evit un tamm jolori, un tamm jabadao !

1925
Daveenn : BILZ2 p.164

Pa selle outañ, krinet e vin ha dislivet, krommet e zivskoaz dindan ar bloavezhioù, ivez dindan pouez ar vuhez diroll en devoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…

1925
Daveenn : BILZ2 p.153

lakaat e skoaz

1931
Daveenn : VALL pg balance

reiñ skoaz

1931
Daveenn : VALL pg aider

reiñ un taol-skoaz

1931
Daveenn : VALL pg aider

a-dreuz-skoaz

1931
Daveenn : VALL pg bandoulière

Pa ne gerzhemp ket eeun, hep fiñval hor penn, ar c’habiten du Tilly a gastize ar strollad gant « un eurvezh eskrim ar vaionetez » hep paouez, gant ar sac’h karget war hon divskoaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.

1944
Daveenn : EURW.1 p10-11

Trugarez da Votrel, ar galon aour-se, evit an taol-skoaz a roas din ha d'am mignoned, da zigeriñ dor ar vrud, ha ni nemet diskarded.

1944
Daveenn : EURW.1 p.146

Ober a reas egile un hej d'e skoaz. Ne gare ket nemeur e genvreur, abalamour d'e spered risigner.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Daveenn : SIZH p.38

Ha dont a rae d'hec'h arroud, soublet hebleg he fenn hag he divskoaz war-raok, he sell paret war vein an hent, ouzh piltrot he botoùigoù gwenn uhel-seuliet, gant ar c'hammedoù-se, mibin ha munut, a verc'hed kêr, a vez souezhet ganto, evit ar wech, ar wazed yaouank, betek krediñ en o ardoù blizik.

1949
Daveenn : SIZH p.66

Ha neuze, pa oan bet e Burgos, o lakaat tennañ va foltred, e ti Harina, em boa gwelet, ouzh ar speurennoù, ur bern poltredoù merc'hed war o divskoaz noazh.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Goursevel ha diskenn a rae he divskoaz.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ar soudard, e fuzul gantañ war e skoaz, a ya ha a zeu dre ar sal.

1960
Daveenn : PETO p42

Ha ne c'houzez ket eo da gure kozh / A glaskan, hep ehan, da graouiañ kloz / Evit bezañ, da c'houde, barnet tenn / Ha, diwar e zivskoaz, lamet e benn ?

1960
Daveenn : PETO p36

Daoust dezhañ bezañ lemm e lagad n'en devoa ket taolet evezh e oa eno ur brank mongou-mina diskaret, hogen bev c'hoazh (en un dachenn prientet evit ober ur blantadeg edomp) hag e oa bet flemmet etre e ziv skoaz.

1985
Daveenn : DGBD p130

Goude-se e siler e zivrec'h dre zindan divskoaz an den a zo dirazoc'h, ha kregiñ start an eil e-barzh eben, gant e zaouarn pe e velloù-dorn, ouzh bruched an den.

2015
Daveenn : DISENT p96

Ober a ra ur c'hruz d'e zivskoaz.

2015
Daveenn : EHPEA p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial