Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. [1931] Perzh ub. barrek d'ober traoù resis gant e daouarn. [1954] Bale a ris div pe deir gwech a-zoug va c'hamm e[n]-dro d'an delwenn, estlammet gant ampartiz an arzour ha gant planedenn ar pemp breur [...]. 2. [1931, 1944, 2013] Perzh un den a oar seveniñ peurvat un ober bnk. [1944] [A]r c'hoarier e oan ar muiañ boemet dirak e ampartiz, e oa an hini a rae ar roue Grallon, Tomaz Park a oa anvet. [1944] Gourc’hemennet e oa din dibab er rejimant kement gourener a oa, kement saver perchenn, kement kaner diwar ar maez (e brezhoneg), ha stummañ anezho evit diskouez o ampartiz da zeiz ar gouel, war an dachenn-bleustradegoù. [2013] Ur skouer vrav eo, evel nouspet all, eus ampartiz savourien ar Grennamzer da gavout ur c'hempouez etre o c'hoant d'an nevezenti hag an dever a oa lakaet dezho gant urzhierien o labour da dremen hep terriñ unvander an iliz war sevel. Ober udb. gant ampartiz. Dont a-benn eus un ober bnk. dre e ampartiz. HS. barregezh. 3. Tr. adv. E-kreiz e ampartiz : e barr e nerzh. Un den yaouank e-kreiz e ampartiz. Diskaret e oant bet e-kreiz o ampartiz. HS. brud, oad.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

ampartiz

1931
Référence : VALL pg adresse (manuelle), art (habileté manuelle), habileté

Ar chistr a oa c'hwerv ha sklaer : goude lonkañ daou chopinad e tizrojomp buan da selaou ar pezh-c'hoari, Buhez Sant-Gwenole : ar c'hoarier e oan ar muiañ boemet dirak e ampartiz, e oa an hini a rae ar roue Grallon, Tomaz Park a oa anvet.

1944
Référence : EURW.1 p71

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Gourc’hemennet e oa din dibab er rejimant kement gourener a oa, kement saver perchenn, kement kaner diwar ar maez (e brezhoneg), ha stummañ anezho evit diskouez o ampartiz da zeiz ar gouel, war an dachenn-bleustradegoù.

1944
Référence : EURW.1 p.203

Bale a ris div pe deir gwech a-zoug va c'hamm e[n]-dro d'an delwenn, estlammet gant ampartiz an arzour ha gant planedenn ar pemp breur, tud dister a-walc'h o tont war an douar - Arthur n'avait pas de richesses ! eme ar glaskerez-bara - ha daoust da se deut da vezañ senedourien, priñsed, rouanez, pe zoken... impalaer.

1954
Référence : VAZA p.144

N'hellen ket tremen hep bezañ bamet gant e ampartiz.

1992
Référence : EAZB p.116

Ur skouer vrav eo, evel nouspet all, eus ampartiz savourien ar Grennamzer da gavout ur c'hempouez etre o c'hoant d'an nevezenti hag an dever a oa lakaet dezho gant urzhierien o labour da dremen hep terriñ unvander an iliz war sevel.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne