ampartiz
Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.
Bale a ris div pe deir gwech a-zoug va c'hamm e[n]-dro d'an delwenn, estlammet gant ampartiz an arzour ha gant planedenn ar pemp breur, tud dister a-walc'h o tont war an douar - Arthur n'avait pas de richesses ! eme ar glaskerez-bara - ha daoust da se deut da vezañ senedourien, priñsed, rouanez, pe zoken... impalaer.
N'hellen ket tremen hep bezañ bamet gant e ampartiz.
Ur skouer vrav eo, evel nouspet all, eus ampartiz savourien ar Grennamzer da gavout ur c'hempouez etre o c'hoant d'an nevezenti hag an dever a oa lakaet dezho gant urzhierien o labour da dremen hep terriñ unvander an iliz war sevel.