Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) N'eo ket ampart. Bezañ dizampart war e labour, war e vicher. Diskouez bezañ dizampart. Dizampart eo da labourat. 2. (db. an traoù, oberoù an dud) Graet gant ub. n'eo ket ampart. Ul labour dizampart. 3. Dre skeud. Gerioù dizampart : gerioù a c'haller bezañ feuket pe lakaet diaes ganto.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa fellas dezho treiñ fard, setu m’en em gavas al levier dizampart gwell [gwall] nec’het gant ur fourrad avel-voulin [avel voulin], ha raktal e krogas en holl c’hedourien ur strafuilh spontus, dre ma kave dezho edo ar vartoloded didalvez-mañ o klask toull d’en em silañ, koustet a gousto, etrezek ar Standart, Doue da virje !...

1954
Daveenn : VAZA p.184-185

An Ao. Utterson oa noter diouzh e vicher. Garv e oa e neuz, morse sklerijennet gant an disterañ mousc'hoarzh ; yen an den, skort ha dizampart e gomzoù ; mirelour e oa, hir, sec'h poultrennek, hurennek, met plijus koulskoude en e zoare.

2012
Daveenn : DJHMH p9

Dispriz en doa ouzh an arz breizhat bet savet a-raok e amzer hag a gave diampart, diyoulek, brizhrannvroel ha berrwel.

2013
Daveenn : MEKAN pp.11-12

Ofis publik ar brezhoneg