1. N'eo ket paket ; ledet-bras.
Bezañ dispak e vlev. Dispak eo korf ar wezenn.
2. (db. an dilhad)
Dibrenn, diskempenn.
Bezañ dispak e roched war e vruched.
&
Dre verr.
Bezañ dispak war e vruched.
3. War zigor.
Bezañ dispak e gontell. Ur vorvran dispak he divaskell. Redek a rae ar vag, dispak he gouelioù. Chom a ray dispak ar banniel.
4. (db. an amzer, ar stered, an heol)
Dizolo, hep tra ouzh e ac'hubiñ.
Bremañ eo dispak an heol. Dispak eo an amzer adarre.
5. (db. an ec'honennoù)
N'eus netra enni, warni a laka harz d'ar selled.
Div leviad dour dispak. Lanneier ; tachennoù dispak.
Référence :
GON.II
pg dispak (Votre faix est dépaqueté).
Dispak oa gantañ e vlev gwenn, Hag e dal pleget er boultrenn : Hennezh eo Aogustin Mintier, Den Doue, eskob Landreger.
Dispak oa ganthan he vleo guenn, Hag he dal pleget er boultren : Hennez eo Augustin Mintier, Den Doue, eskob Landreger.
1877
Référence :
EKG.I.
p.26
Daouzek plac’h yaouank, dispak o blev war o divskoaz, a gerzhe war-lerc’h ar c’harr ; hag e ouelent, e leñvent, e skoent o daouarn an eil ouzh egile gant kement a nerzh ma ’z oa burzhud na vrevent melloù o bizied.
Daouzek plac’h yaouank, dispak o bleo war o diouskoaz, a gerze war-lerc’h ar c’harr ; hag e ouelent, e lenvent, e skôent o daouarn an eil ouz egile gant kement a nerz ma ’z oa burzud na vrevent mellou o bizied (4).
1924
Référence :
SKET.II
p.38
Mont a rae e soñjoù da vale bro, dispak-bras o eskell. C'hoant en doa, eñ e-unan, mont da redek.
1949
Référence :
SIZH
p.47
Hejet ha brañskellet e vezomp goustadik gant an avel noz e-keit ha m'emaomp o treuziñ an div leviad dour dispak a zo a-barzh en em gavout er Rembo Nkomi.