Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. N'eo ket paket ; ledet-bras. Bezañ dispak e vlev. Dispak eo korf ar wezenn. 2. (db. an dilhad) Dibrenn, diskempenn. Bezañ dispak e roched war e vruched. & Dre verr. Bezañ dispak war e vruched. 3. War zigor. Bezañ dispak e gontell. Ur vorvran dispak he divaskell. Redek a rae ar vag, dispak he gouelioù. Chom a ray dispak ar banniel. 4. (db. an amzer, ar stered, an heol) Dizolo, hep tra ouzh e ac'hubiñ. Bremañ eo dispak an heol. Dispak eo an amzer adarre. 5. (db. an ec'honennoù) N'eus netra enni, warni a laka harz d'ar selled. Div leviad dour dispak. Lanneier ; tachennoù dispak.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

dispak

1732
Daveenn : GReg pg depaqueté (ée, qui n'est point paqueté)

dispak

1732
Daveenn : GReg pg depaqueté (ée, qui n'est point paqueté)

blev dispak o doa

1850
Daveenn : GON.II pg dispak

dispak

1850
Daveenn : GON.II pg dispak

dispak eo ho samm

1850
Daveenn : GON.II pg dispak

Dispak oa gantañ e vlev gwenn, Hag e dal pleget er boultrenn : Hennezh eo Aogustin Mintier, Den Doue, eskob Landreger.

1877
Daveenn : EKG.I. p.26

Daouzek plac’h yaouank, dispak o blev war o divskoaz, a gerzhe war-lerc’h ar c’harr ; hag e ouelent, e leñvent, e skoent o daouarn an eil ouzh egile gant kement a nerzh ma ’z oa burzhud na vrevent melloù o bizied.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

Mont a rae e soñjoù da vale bro, dispak-bras o eskell. C'hoant en doa, eñ e-unan, mont da redek.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Hejet ha brañskellet e vezomp goustadik gant an avel noz e-keit ha m'emaomp o treuziñ an div leviad dour dispak a zo a-barzh en em gavout er Rembo Nkomi.

1985
Daveenn : DGBD p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial