Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. 1. (db. an dud pe an traoù) N'eus den, n'eus tra koulz hag eñ, zo dreist e berzhioù mat da re an dud all, an traoù all. Ur vaouez dispar. Ul labour dispar. [1878] Ha, panevet kalon dispar va soudarded, e vijemp bet lazhet-holl. DHS. dibar. 2. Dre ast. Eus ar gwellañ. Dispar eo bet an amzer evit ar bloaz. Ne oa ket dispar an troc'h blev-se. 3. Ampar. Ur gont dispar a vioù. 4. (db. an traoù a vez a-zaouioù) N'int ket eus an hevelep rumm. An div votez-mañ zo dispar. 5. Dispred. Iskis. II. Adv. En un doare dispar. Ur paotr donezonet dispar. Sklaer-dispar eo an noz. Kanañ a ra dispar.

Exemples historiques : 
31
Masquer la liste des exemples

dispar

1499
Référence : LVBCA p60 (non par)

den dispar

1659
Référence : LDJM.1 pg braue homme

dispar

1659
Référence : LDJM.1 pg incomparable, inegal

bezañ dispar

1732
Référence : GReg pg (être différent)

dispar

1732
Référence : GReg pg different (ente), disproportionné (ée), dissemblable, (qui n'a point d') égal

dispar

1850
Référence : GON.II pg dispar (Sans pareil. Incomparable. Unique. Impair, qui n'est pas pair).

Un den dispar eo.

1850
Référence : GON.II pg dispar (C'est un homme sans pareil).

Dispar eo an niver-se.

1850
Référence : GON.II pg dispar (Ce nombre est impair).

Kaout a dlee ouzhpenn, 'vit bezañ diouzh he c'hoant, / Gant ur spered dispar, [a-]ouenn vat ha kalz arc'hant.

1867
Référence : MGK p55

Ur falc'her dispar eo, ne baouezo biken, / Endra vezo an heol o parañ war an den.

1867
Référence : MGK p101

» Da bareañ dioc'h kozhni eo ul louzoù dispar, / Eme 'r medisin-se, ar brasañ war an douar. »

1867
Référence : MGK p105

Ya, jeneral, emezañ, gwelit pegement a boan hor beus-ni bet ; daou ac’hanomp a zo chomet marv en hent ; ha, panevet kalon dispar va soudarded, e vijemp bet lazhet-holl.

1878
Référence : EKG.II p.213-214

Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Brudet int dre ar vro evel "govezed" (pe "marichalezed" mard eo gwell deoc'h) dispar.

1906
Référence : KZVR Niv. an 2 a viz Kerzu

Rak, keit ha m’eo bet heuliet strizh al lezennoù-se gant an darn vuiañ, he devoe hor gouenn en he rann un eurvad dispar !

1923
Référence : SKET p.53

Un amzer a beoc’h don, a verzh dispar, a eurvad leun ez oa-hi, — a-unvan emañ holl hen-zanevelloù ar pobloù evit hel lavarout, — p’edo mibien ha merc’hed Manos o vevañ e frankizennoù heoliek koadoù ar Sav-heol, ma vezent gweladennet eno gant an doueed.

1923
Référence : SKET p.66

Hag evel-se, entre ar beleg hag ar paotr, a-nebeudoù, e savas ur garantez dispar a bep tu, ur garantez a [d]rugarez eus perzh ar beleg evit ar paotrig dister, disprizet, kasaet gant kalz, ur garantez a anaoudegezh eus perzh ar paotr emzivad evit an den a zouster hag a skiant a brize gantañ diskenn betek ur bugelig dister eveltañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Daoust hag-eñ a zo ur paotr ganet ha maget war bord ar mor, ha n’en deus ket gouzañvet ul levenez dispar, santet e galon o tridal en e greiz pa’n deus taolet e droad evit ar wech kentañ war tilher ur vag pesketa.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

c'hoari par pe dispar

1931
Référence : VALL pg apocope

dispar

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXII

Ur skouer dispar eo eus ar c'hartennoù resis a c'heller sevel diwar ar sontañ dre an heklev.

1943
Référence : TNKN p49

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Référence : ATST p.12

Mes ne vern ket ; gant ma faltazi me a wele enni ur werc'hez dispar, karget a c'hened trellus, me a oa ar priñs en doa kavet ar c'hentañ, e-kreiz an natur, ur berlezenn a blac'h vihan na oa ket ret ober arouezioù da ganardiñ ganti.

1944
Référence : EURW.1 p46

An Tad Jouan, kemeret e retred gantañ, eus Urzh Tadoù ar Spered Santel, a oa ivez ur c’haozeer dispar war istor kozh ar vro.

1944
Référence : EURW.1 p.209

Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.

1944
Référence : ATST p.27

— « Azezit ! » eme Lukaz dezho, « ma kemerot ur chopinad sistr. Sistr nevez am eus, hini dispar degaset din eus maner ar Gili. »

1944
Référence : ATST p.13

Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.

1954
Référence : VAZA p.7

Kaer eo an amzer ha dispar ar maeziou, lapoused enno o kanañ a bep tu.

1960
Référence : PETO p55

Un amzer zispar a oa e Breizh e-pad devezhioù diwezhañ miz mae ha devezhioù kentañ miz even 1937.

1985
Référence : DGBD p9

Touzerezed a veze kavet avat da brenañ, hag evel-se e c'hellemp-ni krennañ e vlev an eil d'egile ; ne veze ket marteze dispar-dispar an troc'h, met en e aez e vezed da nebeutañ.

1985
Référence : DGBD p120

Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.

2015
Référence : POLDG p224

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux