Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. 1. (db. an dud pe an traoù) N'eus den, n'eus tra koulz hag eñ, zo dreist e berzhioù mat da re an dud all, an traoù all. Ur vaouez dispar. Ul labour dispar. [1878] Ha, panevet kalon dispar va soudarded, e vijemp bet lazhet-holl. [1954] Ha distagañ a rae an diotach-se gant pouez-mouezh fentus Gwaskogniz hag ivez gant balc’hder dispar ar ganfarded dizesk. DHS. dibar. 2. Dre ast. Eus ar gwellañ. Dispar eo bet an amzer evit ar bloaz. Ne oa ket dispar an troc'h blev-se. [1954] [...] rak ezhomm en devoa eus un tabouliner dispar hag eus ur soner en em zibabje mat a-walc'h gant an trombonne ; dre un taol-degouezh, ar benveg end-eeun e oan bet ur mailh warnañ e kloerdi Landreger ! 3. Ampar. Ur gont dispar a vioù. 4. (db. an traoù a vez a-zaouioù) N'int ket eus an hevelep rumm. An div votez-mañ zo dispar. 5. Dispred. Iskis. II. Adv. En un doare dispar. Ur paotr donezonet dispar. Sklaer-dispar eo an noz. Kanañ a ra dispar.

Skouerioù istorel : 
35
Kuzhat roll ar skouerioù

dispar

1499
Daveenn : LVBCA p60 (non par)

den dispar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg braue homme

dispar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg incomparable, inegal

dispar

1732
Daveenn : GReg pg different (ente), disproportionné (ée), dissemblable, (qui n'a point d') égal

bezañ dispar

1732
Daveenn : GReg pg (être différent)

dispar

1850
Daveenn : GON.II pg dispar (Sans pareil. Incomparable. Unique. Impair, qui n'est pas pair).

Un den dispar eo.

1850
Daveenn : GON.II pg dispar (C'est un homme sans pareil).

Dispar eo an niver-se.

1850
Daveenn : GON.II pg dispar (Ce nombre est impair).

» Da bareañ dioc'h kozhni eo ul louzoù dispar, / Eme 'r medisin-se, ar brasañ war an douar. »

1867
Daveenn : MGK p105

Kaout a dlee ouzhpenn, 'vit bezañ diouzh he c'hoant, / Gant ur spered dispar, [a-]ouenn vat ha kalz arc'hant.

1867
Daveenn : MGK p55

Ur falc'her dispar eo, ne baouezo biken, / Endra vezo an heol o parañ war an den.

1867
Daveenn : MGK p101

Ya, jeneral, emezañ, gwelit pegement a boan hor beus-ni bet ; daou ac’hanomp a zo chomet marv en hent ; ha, panevet kalon dispar va soudarded, e vijemp bet lazhet-holl.

1878
Daveenn : EKG.II p.213-214

Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Brudet int dre ar vro evel "govezed" (pe "marichalezed" mard eo gwell deoc'h) dispar.

1906
Daveenn : KZVR Niv. an 2 a viz Kerzu

Un amzer a beoc’h don, a verzh dispar, a eurvad leun ez oa-hi, — a-unvan emañ holl hen-zanevelloù ar pobloù evit hel lavarout, — p’edo mibien ha merc’hed Manos o vevañ e frankizennoù heoliek koadoù ar Sav-heol, ma vezent gweladennet eno gant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.66

Rak, keit ha m’eo bet heuliet strizh al lezennoù-se gant an darn vuiañ, he devoe hor gouenn en he rann un eurvad dispar !

1923
Daveenn : SKET p.53

Daoust hag-eñ a zo ur paotr ganet ha maget war bord ar mor, ha n’en deus ket gouzañvet ul levenez dispar, santet e galon o tridal en e greiz pa’n deus taolet e droad evit ar wech kentañ war tilher ur vag pesketa.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Hag evel-se, entre ar beleg hag ar paotr, a-nebeudoù, e savas ur garantez dispar a bep tu, ur garantez a [d]rugarez eus perzh ar beleg evit ar paotrig dister, disprizet, kasaet gant kalz, ur garantez a anaoudegezh eus perzh ar paotr emzivad evit an den a zouster hag a skiant a brize gantañ diskenn betek ur bugelig dister eveltañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

dispar

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXII

c'hoari par pe dispar

1931
Daveenn : VALL pg apocope

Ur skouer dispar eo eus ar c'hartennoù resis a c'heller sevel diwar ar sontañ dre an heklev.

1943
Daveenn : TNKN p49

Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.

1944
Daveenn : ATST p.27

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Daveenn : ATST p.12

— « Azezit ! » eme Lukaz dezho, « ma kemerot ur chopinad sistr. Sistr nevez am eus, hini dispar degaset din eus maner ar Gili. »

1944
Daveenn : ATST p.13

Mes ne vern ket ; gant ma faltazi me a wele enni ur werc'hez dispar, karget a c'hened trellus, me a oa ar priñs en doa kavet ar c'hentañ, e-kreiz an natur, ur berlezenn a blac'h vihan na oa ket ret ober arouezioù da ganardiñ ganti.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

An Tad Jouan, kemeret e retred gantañ, eus Urzh Tadoù ar Spered Santel, a oa ivez ur c’haozeer dispar war istor kozh ar vro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Ha distagañ a rae an diotach-se gant pouez-mouezh fentus Gwaskogniz hag ivez gant balc’hder dispar ar ganfarded dizesk.

1954
Daveenn : VAZA p.142

Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.

1954
Daveenn : VAZA p.7

Met m’ho pije gwelet, tudoù, ar pallennoù dispar ledet war an hent bras dirak pep ti ! pallennoù a bep seurt stumm, aozet holl gant glazur, delioù ha bleunioù a bep seurt liv : elestr, roz, burlu, balan, glizin, pavbran, roz-chas [sic], rosuku, lili ha me oar pere ouzhpenn ! hag an eil kaeroc’h eget egile, met bep bloaz pallenn ebet ne veze par, na tost zoken, d’hon hini, pallenn an ti-butun, graet gant Ann-Mari Aubin.

1954
Daveenn : VAZA p.40

Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».

1954
Daveenn : VAZA p.41

Skrivañ a ris 'ta d'ar rener, an Aotrou Farigoul, da c'houlenn digantañ penaos ha petra, ha kerkent all e respontas din e oa erru va lizher e koulz hag en amzer rak ezhomm en devoa eus un tabouliner dispar hag eus ur soner en em zibabje mat a-walc'h gant an trombonne ; dre un taol-degouezh, ar benveg end-eeun e oan bet ur mailh warnañ e kloerdi Landreger !

1954
Daveenn : VAZA p.80

Kaer eo an amzer ha dispar ar maeziou, lapoused enno o kanañ a bep tu.

1960
Daveenn : PETO p55

Touzerezed a veze kavet avat da brenañ, hag evel-se e c'hellemp-ni krennañ e vlev an eil d'egile ; ne veze ket marteze dispar-dispar an troc'h, met en e aez e vezed da nebeutañ.

1985
Daveenn : DGBD p120

Un amzer zispar a oa e Breizh e-pad devezhioù diwezhañ miz mae ha devezhioù kentañ miz even 1937.

1985
Daveenn : DGBD p9

Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.

2015
Daveenn : POLDG p224

Ofis publik ar brezhoneg