par
par
c'hoari par pe dispar
n'eo ket par, na tost zoken !
Lom : — « Me a daolo evezh war an treuzoù, ha, bep ar mare, e rin cholori re bar da hini paotred ar Sabad. »
— « Eo ! me a zo par deoc’h. » — « C’hwi ?… c’hwi, Job ? » — « Ya ! me, » a respontas Job, taer. — « C’hwi ?… C’hwi… a zo par din-me ? » — « Ya ! me a zo mestr deoc’h, n’eus forzh e pelec’h. » — « Ha, ya, Job ? » — « Ya ! ya ! ha mil gwech ya ! ha gwelomp ! »
Ar vaouez a oa en-dro dezhi c'hwez-tan ar bleunioù-noz, hag he mouezh a oa re bar, gant he flegoù-displegoù da delennadeg an eostig, tomm hag heson.
D’am meno, n’eo ket Kristiania par da Stokholm ; na pell ac’hane, n’eus na kaerder na meurded war he ziez hanter wenn pe louet, he savadurioù, ha zoken ar re vrasañ, an darn vuiañ anezho graet gant brikennoù – ha koulskoude n’eo ket ar vein a rafe diouer du-hont ! – hag i e-pign ouzh tor ur pikol menez evel pa vijent bet stoket outañ war ar prim.
Met m’ho pije gwelet, tudoù, ar pallennoù dispar ledet war an hent bras dirak pep ti ! pallennoù a bep seurt stumm, aozet holl gant glazur, delioù ha bleunioù a bep seurt liv : elestr, roz, burlu, balan, glizin, pavbran, roz-chas [sic], rosuku, lili ha me oar pere ouzhpenn ! hag an eil kaeroc’h eget egile, met bep bloaz pallenn ebet ne veze par, na tost zoken, d’hon hini, pallenn an ti-butun, graet gant Ann-Mari Aubin.
Erru out-te, touer daonet, / Par da Garrier, bleiz an Naoned !
Pa zeuas adarre ar medisin da ober e dro en deiz-se e oa gantañ ur vuredadig louzoù : "An dra-mañ a vo mat-tre evidoc'h," emezañ, "n'eus ket par dezhañ enep an amibennoù."
"Setu ni kuit ha par," emezañ din p'emaomp en hon-unan.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
par