Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Disheñvel-mat diouzh pep tra all hag iskis hag e-se, na gustumer ket gwelet pe klevet. Ur vouezh espar. Un den espar. Un oberiantiz espar a rene war al leur. [1955] Mat-kenañ evel-just e teue ganti ar galleg, eviti d’ober gant ur yezh espar, e-maez ar c’hiz, un tammig c’hwezhet zoken, yezh an triwec’hvet kantved […]. DHS. dibar, dispar. HS. ampar. 2. (db. an niveroù) Ampar. II. Adv. En un doare digustum-kenañ. Dirazañ e oa un dimezell kenedus-espar. Ar mein a oa stummet espar. Ar jirafenn zo dezhi ur gouzoug hir-espar.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

un dra espar eo

1850
Daveenn : GON.II.HV pg espar (c'est une chose unique).

mennozh espar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ménoz-espar (paradoxe, opinion, proposition extraordinaire).

espar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg espar (unique, singulier, extraordinaire, bizarre, drôle).

espar

1924
Daveenn : SKET.II p.127 « Geriadurig », "Singulier, bizarre, extraordinaire (Kerne)".

O skeiñ an dour gant e lost bras-espar ez a timat en e raok dindan oabl glas-koc’hennet ar beure, a-dreuz da donnoù stank-diniver ar mor-Bras.

1924
Daveenn : SKET.II p.58

espar

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXII, baroque, bizarre (et laid)

Pebezh truez, neketa, e vez un den ken espar e relijion ar Saozon milliget.

1944
Daveenn : EURW.1 p.179

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Mat-kenañ evel-just e teue ganti ar galleg, eviti d’ober gant ur yezh espar, e-maez ar c’hiz, un tammig c’hwezhet zoken, yezh an triwec’hvet kantved […].

1955
Daveenn : VBRU p.63-64

Ur wech em eus gwelet unan hag he devoa seizh a vugale, hag an holl a gomze eus se evel un dra espar.

1985
Daveenn : DGBD p185

O, me 'oar ez eo paotr mat - n'eo ket ret deoc'h krizañ ho tal - ur paotr espar, a garjen kalz gwelout aliesoc'h

2012
Daveenn : DJHMH p33

Ofis publik ar brezhoneg