Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dud) Hep strafuilh, na ziskouez ket bezañ strafuilhet. Distrafuilh-krenn e oa dremm gaer ar plac'h. DHS. dibreder, disoursi. 2. (db. ar broioù) Hep reuz, hep dizurzhioù. Diwar neuze e vanas ar vro distrafuilh ha peoc'hus. HS. didrubuilh, sioul.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

E gerent hag e vignoned en em c’hronne war e dro da reiñ dezhañ gourc’hemennoù : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafuilh, emezo ; rak setu emaout digouezhet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vat pep taol ennañ aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouzh kammedoù ha mennad mab-den. »

1923
Référence : SKET p.75

Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.

1929
Référence : SVBV p.15

Distrafuilh, deoc'h e krian : Dao !

1960
Référence : PETO p78

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux