E gerent hag e vignoned en em c’hronne war e dro da reiñ dezhañ gourc’hemennoù : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafuilh, emezo ; rak setu emaout digouezhet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vat pep taol ennañ aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouzh kammedoù ha mennad mab-den. »
Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.
Distrafuilh, deoc'h e krian : Dao !