Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Fiñv ul liñvenn kaset ha digaset, hejet ha dihejet. Strafuilh an dour, ar mor. II. 1. Stad a nec'h, a virvilh pe a from bras e spered pe e kalon ub. a zegas dizurzhioù d'e heul. Nag a strafuilh zo en o c'hreiz. Ne oa ket evit lavaret netra gant ar strafuilh. Kêr holl zo e strafuilh. [1954] Pa fellas dezho treiñ fard, setu m’en em gavas al levier dizampart gwell nec’het gant ur fourrad avel-voulin, ha raktal e krogas en holl c’hedourien ur strafuilh spontus, dre ma kave dezho edo ar vartoloded didalvez-mañ o klask toull d’en em silañ, koustet a gousto, etrezek ar Standart, Doue da virje !... & Trl. Hadañ strafuilh : lakaat reuz. & (impl. da anv unan) Strafuilhoù bred. Strafuilhoù kousked. En ur strafuilh bras e oant holl. 2. Dre ast. Aon, spont. Dre ar strafuilh, pep hini a glaskas tec'hel. HS. strabouilh. ES. peoc'h, sioulded.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

stravilh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg affre, tresaillement

stravilh

1699
Daveenn : Har. pg strafuilh

roet strafuilh da ur re

1732
Daveenn : GReg pg [f]rayeur (Donner de la frayeur, pp.)

strafuilh

1732
Daveenn : GReg pg effroy (ou effroi), [f]rayeur (grande peur, & subite.)

strafuilhoù

1732
Daveenn : GReg pg [f]rayeur (grande peur, & subite, p.)

bezañ sezizet gant strafuilh

1732
Daveenn : GReg pg [f]rayeur (Etre saisi de frayeur.)

reiñ strafuilh da ur re

1732
Daveenn : GReg pg [f]rayeur (Donner de la frayeur.)

strafilh

1850
Daveenn : GON.II pg strafil ou stravil (frayeur. effroi. trouble. de plus, agitation, mouvement, tel que celui de l'eau portée dans un vaisseau un peu large).

stravilh

1850
Daveenn : GON.II pg strafil ou stravil (frayeur. effroi. trouble. de plus, agitation, mouvement, tel que celui de l'eau portée dans un vaisseau un peu large), pg stravil (voyez "strafil").

Ur strafilh bras hoc'h eus roet dezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg strafil, stravil (vous lui avez causé une grande frayeur).

strafilh

1931
Daveenn : VALL pg agitation (de l'esprit, trouble)

strafuilh

1931
Daveenn : VALL pg affolement, agitation (de l'esprit)

Magañ a ra en e greiz dudi ha strafuilh. Muioc'h a strafuilh eget a zudi.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Pa fellas dezho treiñ fard, setu m’en em gavas al levier dizampart gwell [gwall] nec’het gant ur fourrad avel-voulin [avel voulin], ha raktal e krogas en holl c’hedourien ur strafuilh spontus, dre ma kave dezho edo ar vartoloded didalvez-mañ o klask toull d’en em silañ, koustet a gousto, etrezek ar Standart, Doue da virje !...

1954
Daveenn : VAZA p.184-185

Setu a laka strafuilh en ur vro ha n'he devoa nemet un danvez da werzhañ, hag a gave diskarg da ouzhpenn tri-ugent dre gant eus he c'hoad e porzh Hambourg.

1985
Daveenn : DGBD p146

Ha, gwashoc'h c'hoazh gant ar strafuilh a santen o vezañ en e ser.

2012
Daveenn : DJHMH pg. 84

Astenn a ra din he dorn krenidik en ur glask moustrañ war he strafuilh.

2015
Daveenn : EHPEA p310

Gwelout a ran he deus tapet krog e rizenn ar burev evit moustrañ war he strafuilh met pa gomz eo digren he mouezh.

2018
Daveenn : PZORN p.308

Ofis publik ar brezhoneg