V.
I.
V.k.e.
A. Lakaat strafuilh (en ul liñvenn bnk.).
Dont da strafuilhañ ma dour !
DHS. brellañ, meskañ.
HS. strabouilhat.
B. (db. an dud)
1. Lakaat (ub.) da vezañ strafuilhet.
Ar gwel eus e dad er strafuilhas.
DHS. fromañ.
HS. trubuilhañ.
2. Dre ast.
Spontañ.
An den-se a vije bet diaes e strafuilhañ.
C. Degas trubuilh (en udb. bet sioul betek-henn).
Netra ne vije gouest da strafuilhañ glanded e ene. Strafuilhañ ar sioulded a ren el lec'h milliget-se.
HS. brellañ, direnkañ, trubuilhañ.
II.
V.g.
Bezañ strafuilhet.
Dont a reas ar morc'hed d'e lakaat da strafuilhañ. Lakaat ar c'halonoù da heugiñ ha da strafuilhañ. Perak e strafuilhit hag e ouelit ?
HS. fromañ, trivliañ, nec'hañsiñ.