« Da belec’h emaomp o vont ? » — « D’al laez… d’al laez, betek ar skluz m’eo bet gwelet Herri Karreg-al-Louarn o vont dreist, disul diwezhañ.
Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
Ha Lom a grogas da ganañ : « Disul vintin ’m eus c’hoarzhet Evit pemzek gwenneg, O welout Yann an Druilhenn O klask gwerzhañ e wreg, Evit pemzek gwenneg, Marianna, Evit pemzek gwenneg. Ha ! ha ! ha ! »
— « Ar chase a zo digor, Job, abaoe disul ; gouzout a rit ? » Job ha Lom a savas eus o foz dañjerus. En hent, daou chaseour a dremenas.
Mots précédents
Mots suivants
disumul