Télécharger les mots parents a-ziwezhañ diwezhad diwezhatoc'h diziwezh eildiwezhañ
an divezâ
Bremañ e kavont gwell selaou kuzulioù fall ul lastez aotrou, deuet eus n’ouzon dare a belec’h, n'eo mat da netra en e vro, hag a ya dembrest kuit diouto, goude bezañ graet goap anezho, eget o beleien a chom atav ganto, a gemer perzh en o foanioù, a chom da bediñ Doue e-harz treid o gwele ken n’o devezo tennet o huanad diwezhañ, goude bezañ roet dezho ar pardon eus o fec’hedoù ha digoret dezho Baradoz an Aotrou Doue.
O vezañ ma 'z eus bet rouedet seurt karregennoù er Mor Keltiat, e c'hellfed soñjal, hervezañ, ez eo bet kalz brasoc'h an diveuzidigezh diwezhañ-se eget ma krede da V-Briquet ha da galz re all.
« Da belec’h emaomp o vont ? » — « D’al laez… d’al laez, betek ar skluz m’eo bet gwelet Herri Karreg-al-Louarn o vont dreist, disul diwezhañ.
Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.
An diaoul kentañ. — « Tostaat a ra buan ; pa vo deuet el liorzh, neuze e vo sonet evidoc’h an eur diwezhañ. »
UGENTVET HA DIWEZHAN PENNAD
- Ha ne c'hellfec'h ket kemer va flas, hiziv, en iliz. Va devezh diwezhañ eo.
Mar ne vije ket aet da anaon va c’henskoliad karet ar Paotr Juluen, a-du ganin e vije bet moarvat war ar c’hraf-se, ha kerkoulz-all brezhonegerien vat am eus anavezet du-hont : Efflamm an Henoret, da skouer, ur barzh yaouank eus Plistin, lazhet er brezel eildiwezhañ, ha breur henañ person Kemper-Gwezhenneg, an Aotrou Lec’hvien, ur barzh ivez, kalonek ha tener, bet taget gant an droug-skevent kent na zeuas a-benn da beurziskouez e dalvoudegezh.
Pa oan bihan-bihan, pemp bloaz bennak am boa, kerkent ha ma veze lonket diwezhañ tamm ar pred, merenn pe goan, e tapen ur bechad bara, ha raktal er-maez, ha d' al liorzh.
[...] marteze, gwell e veze gantañ tevel kent an termen diwezhañ, betegouzout anwaziñ an dud.
Enaouet e voe raktal ar goulou benniget, stagañ a rejont da zibunañ pedennoù an Anaon, ha war varlenn Soaz Sapeur, he zal harpet ouzh hini he mamm n’he devoa bet bugel ebet nemeti, setu pelec’h, evel un evn, hep klemm na fiñv, e tennas Ann-Mari an Aubin hec’h huadanenn [sic, huanadenn] diwezhañ.
Kentañ ma krogis da skrivañ eñvorennoù war va buhez du-hont a voe e deizioù diwezhañ miz gouere '39, pa oan aet gant ar 35vet Rejimant Artilerezh Gwened, da ober "maneuroù" pe embregadegoù e Kamp KoedKidan, kement-se e-pad ar pennadoù goullo a veze etre ar pennadoù-embregiñ.
Goude bezañ kanet ar werzenn ziwezhañ e roas al levr d'ar plac'hed en-dro
Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin
Peotramant c'hoazh e c'hall hoc'h enebourien cheñch er c'houlz diwezhañ o implij-amzer pe o mod da vezañ gwarezet.
Diabafiñ a ran a-benn ar fin ha divizout a ran teuler ur sell diwezhañ ouzh ar ranndi, diwar dreuzvoaz micherel, peuzsur.
Mots précédents
Mots suivants
diwezhat