Référence :
SKET
p.172, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Sans fin".
Nemet bravoc’h eo c’hoazh an douar-mañ : douar ar Sklaerder n’hall ket diviañ, ar Gened n’oufe gwenviñ, ar Yaouankted peurbad, ar Vuhez diziwezh, an Hañv dibaouez !
Nemet bravoc’h eo c’hoaz an douar-man : douar ar Sklerder n’hall ket div[ï]a, ar Gened n’oufe gwenvi, ar Yaouankted peurbad, ar Vuhez diziwez, an Hanv dibaouez !
1923
Référence :
SKET
p.73 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 73, lin. 10 kent an dibenn, e lec’h « divia » lenn « divïa »").
Neuze e teraoue etrezo c’hoariadennoù diziwezh.
Neuze e teraoue etrezo c’hoariadennou diziwez.
1924
Référence :
SKET.II
p.13-14
Pa voe erru ma zro, ha p’en doe huchet an Arc’hdrouiz an anv « Taldir », e voen bouzaret gant un hopadeg diziwezh.
Pa voe erru ma zro, ha p’en doe huchet an Arc’h-Drouiz an ano « Taldir », e voen bouzaret gant eun hopadeg dizivez.
1944
Référence :
EURW.1
p.115
D’an eil : Ne oa ket tud vev war an douar nemetken, hogen er planedennoù strewet dre an Oabl diziwezh.
D’an eil : Ne oa ket tud veo war an douar nemetken, hogen er planedennou strewet dre an Oabl diziwez.
1944
Référence :
EURW.1
p.210
Dasson diamen, diziwezh, avat, he doa ar vaouez-se, e kreiz kuzhetañ e voud.
1949
Référence :
SIZH
p.56-57
Un dra eo hag a zeuer da zeskiñ tamm-ha-tamm, zoken ma vezer enoeet-marv er gwechoù kentañ gant evadegoù ha komzadegoù diziwez[h].