Neuze, evel el lavar Ulatia Veleta en he c’hanennoù, ar Ouenn n’he doa biskoazh gouzañvet poan, dizanav dezhi daeroù ha keinvan, dic’hlac’har bepred ar galon ha digleñved ar c’horf anezhi, hec’h ene bepred divoustr ha disaotr, a welas oc’h en em astenn divent dirak he selloù sebezet kadlann daer ar bed, hag o tibunañ dirak he c’hammedoù hentoù teñval ha doanius amzervezh ar Vouc’hal hag ar C’hleze.
Hervez Briquet, "live ar mor ne hañval ket bezañ bet, e-pad an amzervezh douaroniel hir a-walc'h, da nebeutañ, ouzhpenn 50 pe 60 m. dindan al live bremañ".
Dek devezh ehan er greizenn ziwezhañ-mañ a roas tu din da bareañ eus va skuizhadenn bro an Eshiraed, da ober anaoudegezh welloc'h gant tud ar greizenn, nebeut anezho d'ar mare-bloaz-se rak, gant an amzervezh sec'h emañ ar pep brasañ eus an dud war an dachenn, krog mat en o labour.
Padal, ha petra bennak ma veze rouez ha distank ar re a c'helle lenn skridoù kozh an Helleniz e henc'hresianeg, e veze anavezet, gras d'an troidigezhioù e latin, ar pep brasañ eus oberennoù an amzervezh gresian-ha-roman.