Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. DISPRED. Pennad amzer. & Ent strizh Buhez. Goude o amzervezh ez aint da c'houzañv poan. 2. [1923, 1943] Hoalad. [1943] Hervez Briquet, "live ar mor ne hañval ket bezañ bet, e-pad an amzervezh douaroniel hir a-walc'h, da nebeutañ, ouzhpenn 50 pe 60 m. dindan al live bremañ". An amzervezh kristen. Amzervezhioù an douar. 3. [2016] Marevezh. [2016] Padal, ha petra bennak ma veze rouez ha distank ar re a c'helle lenn skridoù kozh an Helleniz e henc'hresianeg, e veze anavezet, gras d'an troidigezhioù e latin, ar pep brasañ eus oberennoù an amzervezh gresian-ha-roman. 4. (db. an hin) [1985] Koulz-amzer. [1985] Dek devezh ehan er greizenn ziwezhañ-mañ a roas tu din da bareañ eus va skuizhadenn bro an Eshiraed, da ober anaoudegezh welloc'h gant tud ar greizenn, nebeut anezho d'ar mare-bloaz-se rak, gant an amzervezh sec'h emañ ar pep brasañ eus an dud war an dachenn, krog mat en o labour. Arouez an amzervezh sec'h o tegouezhout.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

[N]epred ne ra ar skridoù-se an anv a « Cruithne » eus enez-Vreizh a-bezh, hogen hepken eus an darn anezhi a oa e dalc’h ar Bikted, en amzervezh an Istor.

1923
Daveenn : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

War stad Gordion ha Midaeion er Iañ kantved eus hon amzervezh kristen, sellout Strabon, troidigezh Tardieu, II, p. 532.

1923
Daveenn : SKET p.15

Hennezh eo diskuilhadur an Derou, danevelladur amzervezhioù an douar, diniveradur rannoù ar bed, ganedigezh ar bed ha bugaleerezh ar bed, krouidigezh ar ramzed hag an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.30

Neuze, evel el lavar Ulatia Veleta en he c’hanennoù, ar Ouenn n’he doa biskoazh gouzañvet poan, dizanav dezhi daeroù ha keinvan, dic’hlac’har bepred ar galon ha digleñved ar c’horf anezhi, hec’h ene bepred divoustr ha disaotr, a welas oc’h en em astenn divent dirak he selloù sebezet kadlann daer ar bed, hag o tibunañ dirak he c’hammedoù hentoù teñval ha doanius amzervezh ar Vouc’hal hag ar C’hleze.

1923
Daveenn : SKET p.79

"amzervezh" gg. [...] (ivez "gre", "grez", "maread-amzer", "marevezh", "oadvezh", "pennad-amzer", "rannamzer", "rann-oad").

1923
Daveenn : SKET p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "espace de temps, durée ; époque, période, ère".

amzervezh

1931
Daveenn : VALL pg age (sa durée)

Hervez Briquet, "live ar mor ne hañval ket bezañ bet, e-pad an amzervezh douaroniel hir a-walc'h, da nebeutañ, ouzhpenn 50 pe 60 m. dindan al live bremañ".

1943
Daveenn : TNKN p26

Dek devezh ehan er greizenn ziwezhañ-mañ a roas tu din da bareañ eus va skuizhadenn bro an Eshiraed, da ober anaoudegezh welloc'h gant tud ar greizenn, nebeut anezho d'ar mare-bloaz-se rak, gant an amzervezh sec'h emañ ar pep brasañ eus an dud war an dachenn, krog mat en o labour.

1985
Daveenn : DGBD p42

Padal, ha petra bennak ma veze rouez ha distank ar re a c'helle lenn skridoù kozh an Helleniz e henc'hresianeg, e veze anavezet, gras d'an troidigezhioù e latin, ar pep brasañ eus oberennoù an amzervezh gresian-ha-roman.

2016
Daveenn : ILIAS p. 9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial