I.
H.b.
A.
[1499, 1659, 1677, 1732, 1850, 1867, 1927, 1931, 1944, 1985] Endro dizidermen ma hañval an darvoudoù c'hoarvezout an eil da heul egile, ma hañval buhezioù ar boudoù tremen.
[1732] An amzer a dremen, [1732] Tremen a ra an amzer.
Ober, en em ober diouzh an amzer, [1659] treizhañ diouzh an amzer, [1732] tremen diouzh an amzer, [1732] lezel an amzer d'ober : (en em) ober, tremen, treizhañ diouzh an darvoudoù. [1732] Kemer an amzer evel ma teu. [1732] An amzer a dremen, hep ma soñjomp, hep rat deomp. [1732] An amzer a ya, ne oufec'h penaos.
[1867] An amzer ya en-dro, n'emañ gant den ebet ; / Eveltañ kerent zo ha kalz a vignoned. [1867] N'eus mare dioc'h mare, bepred emañ 'n amzer / Da vont diwar ar bed : hiriv, warc'hoazh, e-verr.
[1944] An aotrou person, an aotrou kure hag a veze hanter amzer du-mañ o tremen an amzer – amezeien e oamp ha mignoned vras - a voute war ma mamm da gas ac'hanon da gloerdi bihan Plougernevel.
&
Ne vevimp ket e-pad an amzer : da viken.
&
[1732] Istor hervez ar reizh eus an amzer : diouzh urzh kronologel an darvoudoù.
&
Trl.
An amzer a dremen hag an amzer ne dremeno biken : mont a ra an amzer e-biou met padout a ray da viken.
&
[1732, 1867] Gant an amzer : dre ma'z a an amzer e-biou.
[1732] Skiantek e vezo gant an amzer.
[1867] Gant an amzer, unan anezho [...] a lakaas hiniennoù dre skrid.
Pep tra a ya gant an amzer. Diskaret eo bet an ti-se gant an amzer.
&
Trl.
Rod an amzer : arouez an amzer o vont e-biou.
Pegen buan e tro rod an amzer !
&
Kerzh, red an amzer.
&
E-pad an amzer, an daou benn eus an amzer, hed an amzer : a-hed an amzer, atav.
Ne chomin ket amañ e-pad an amzer : atav, da viken.
&
DISPRED
[1677] E pep amzer : e kement degouezh zo, a-hed amzer.
[1677] C'hoant am eus, gwir vamm a druez, / Chom geneoc'h a-hed ma buhez, / E-harz ar Groaz sakr, ma Salver, / A gontemplin e pep amzer.
B.
1. [1659, 1732, 1850, 1927] Termen a dalvez da aroueziñ ur c'heit.
[1732] An amzer da gargañ. [1732] A-benn pegeit amzer ? [1732] Div eurvezh amzer e skrivas. [1732] A-doug div eurvezh amzer e skrivas.
[1850] Degouezhet eo an amzer.
&
Tr.
Amzer gollet : foranet. Amzer zo : bez' ez eus ur c'heit hir a-walc'h dirazomp (evit ober tra dra).
&
SONEREZH, KOZH, DIZIMPL.
[1732] Pred.
[1732] Er maez a amzer, en amzer gontrol : digoulz.
&
(gant ur v.)
[1659, 1732, 1909] Diverrañ an amzer, [1659, 1732] Tremen an amzer, [1732] tremen e amzer, [1931] diverrat e amzer. : en em ziduiñ.
[1732] Bez' ez eus hiniennoù a dremen o amzer o vont hag o tont.
[1944] An aotrou person, an aotrou kure hag a veze hanter amzer du-mañ o tremen an amzer – amezeien e oamp ha mignoned vras - a voute war ma mamm da gas ac'hanon da gloerdi bihan Plougernevel.
&
[1931] Un diverradur amzer : diverr amzer, dudiamant.
&
[1659, 1732, 2015] Kaout (an) amzer d'ober udb.
[1659, 2015] Ne'm eus ket (a) amzer. [1732] Gwenvidik neb piv bennak o vezañ kouezhet e pec'hed, en deveus an amzer hag ar c'hras da sevel eus e boull da stad vat.
[2015] Ne'm eus ket amzer da evañ ur banne eus ma gobedad kafe ma son ar pellgomz.
&
Lakaat, implij e amzer evit ober udb.
Kas, ren, tremen an amzer, e amzer oc'h ober udb.
[1659] Tremen an amzer o pidiñ Doue.
Diduiñ e amzer oc'h ober udb.
&
[1850] Koll (an) amzer, e amzer oc'h ober udb.
[1850] An hanter eus e amzer a goll o vargediñ. [1850] Kalz a amzer a gollit.
[2015] Paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-.
&
[1732] Laerezh an amzer, e amzer.
[1732] Genaouiñ ha laerezh an amzer.
&
Abuziñ, dispign, foraniñ e amzer.
&
[2015] Gounit amzer.
[2015] Evel-se e vo ret d'hoc'h enebourien lakaat kred er pezh a lâront deoc'h ha neket distagañ komzoù toull na klask gounit amzer.
&
[1732, 1867] Reiñ amzer d'ub. d'ober udb.
[1867] An heizez kennebeut ne deu ket da skuizhañ / O terc'hel 'r chaseer war he lerc'h da skarañ, / Evit reiñ d'ar razh amzer / Da dennañ eus ar sac'h ar vaot, warnezhi berr.
Reiñ amzer d'ub. da baeañ e zle : lezel amzer gantañ evit e baeañ.
&
(goude un ak., ur rag.)
[1659] Diverramant an amzer. [1732, 1850] Un nebeud amzer diagent, [1931] nebeut amzer a-raok : un tamm abretoc'h. [1850] Kalz amzer a gollit. [1850] Kalz a amzer a goll oc'h en em fichañ.
Ur pred(ig), un tachad(ig) amzer. Ur frapad, ur maread amzer. Ur pennad mat, ur pennad brav a amzer. N'eo ket evit an nebeudig amzer am eus da chom ganit. Abaoe keit all amzer. Kaout peadra a amzer evit ober udb. Ar pep brasañ eus e amzer.
[1732, 1925] Ur pennad mat a amzer.
&
(gant un ag., un adv.)
[1732, 1931] Pell amzer, [1499] pell a amzer : abaoe pell, [2015] pellik amzer.
[1732] Dijaik ez eus pell amzer.
[2015] Kit da welet an traoù pellik amzer a-raok an taol, deoc'h da gaout amzer da zistreiñ meur a wech kuit da sachañ evezh an dud e-karg eus diwall al lec'h.
[1659, 1732, 1877] E berr amzer : e-pad ur c'heit berr.
[1931] Nebeut amzer : keit amzer berrig a-walc'h.
[1931] Nebeut amzer a-raok. [1985] Nebeut amzer goude avat e trenkas an traoù etre ar broioù, ha n'eo ket mui c'hoari brezel bihan en a oa da ober, met soñjal er brezel bras... Dindan nebeut amzer.
[1949] Ar gompezenn [...] glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh.
Amzer a-walc'h. Padout hir amzer. Chom pell(ik), hir amzer oc'h ober udb. Pegeit amzer ? E pegeit amzer ? Evit pegeit amzer ? A-benn pegeit amzer ?
&
Trl.
[1732] Ar madoberioù resevet a ankounac'haer prest hag an droug resevet a zalc'her pell amzer soñj anezhi [sic].
&
Tr. adv.
[1944] Hanter amzer : e-pad an hanter eus an amzer.
[1944] An aotrou person, an aotrou kure hag a veze hanter amzer du-mañ o tremen an amzer – amezeien e oamp ha mignoned vras - a voute war ma mamm da gas ac'hanon da gloerdi bihan Plougernevel.
&
Nebeut amzer zo : n'eus ket pell.
&
Dre (hir) amzer, gant (an) amzer : dre ma'z a an amzer e-biou.
Mervel dre hir amzer.
&
An holl amzer(-pad) : dalc'hmat.
&
Trl.
Un den a amzer : a ra an traoù war e bouez.
&
Ul labour a hir amzer : zo ezhomm kalz a amzer evit e seveniñ.
&
Kaout, kemer berr amzer, kavout berr e amzer : kaout plijadur oc'h ober udb.
&
[1944] Hir e kavan an amzer.
[1985] Kavout hir an amzer, e amzer, e damm amzer : enoeiñ.
[1985] Va-unan, gant ar prez-labour, ne 'm boa ket a dro da gavout hir an amzer.
&
Lakaat an amzer da redek : chom hep ober udb. ha tennañ splet eus an amzer a ya e-biou e-keit-se.
&
Hirañ amzer aesañ labour : seul aesoc'h e vez ober al labour ma vez muioc'h a amzer evit e seveniñ. Gant hir amzer e teuer a-benn eus pep tra.
&
Tr. adv.
Etre daou benn an amzer : atav.
Un den na weler, etre daou benn an amzer, chapeled ebet en e zorn. Ar c'harotez a ra o magadurezh etre daou benn an amzer.
2. [1499, 1549, 1659, 1677, 1732, 1867, 1909, 1931, 2013] Termen a dalvez da aroueziñ ur c'houlz.
[1499] Deskripsion a amzer.
[1659] Un amzer zo bet ma yune an dud bep Sadorn.
[1732] Amzer ar peoc'h. [1732] Un dra anat arruet, bet en un amzer serten, adalek pehini ez komañser da gontañ ar bloavezhioù.
[1909] Amzer an hadajoù.
Abaoe pe amzer ? Betek pe amzer ?
&
[1732] En amzer-mañ, [1732] en amzer-se, en amzer-hont : er mare-mañ, d'ar mare-se, d'ar mare-hont.
[1732] Ned eus ket a everezed en amzer-mañ ; Doue a oar, ha ni ivez.
[1850] En amzer-se e c'hoarvezas un naonegezh vras. [1867] Dont a ray un amzer (daoust ha petra virfe ?) / Ma vo torret o fenn ouzh kozh tud ar seurt-se.
Abaoe an amzer-se. Da-geñver an amzer-se : d'ar mare-se.
[1877] [...] lennit al levr en deus skrivet, war an amzerioù-se, e Breizh, an Aotrou Levot, eus a Vrest.
[2013] A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober.
&
[1549] En amzer mestr Herri a Gastell rektor Plougastell. [1659] En amzer hon tadoù. [1659, 1732] (an) amzer bet.
[1732] En amzer gozh. [1732] E-giz an amzer gozh. [1732] An amzer dremenet. [1732] An amzer gwechall. [1732] En amzerioù dremenet ez eus bet kredet penaos... [1732] Neb zo ententet-mat en amzerioù gozh. [1732] Va Zad Eternel, grit enoriñ ha respediñ ho mab, deuet eo an amzer, evit ma likin ivez rentañ deoc'h an enor, ar respet, hag an adorasion a zo dleet d'ho majestez.
[1877] [...] en ur ganañ ar werz-mañ, savet en amzer gozh, hag a zo en ul levr hanvet Barzhaz Breizh.
[1850] En amzer va zad : en amzer ma oa bev ma zad, en amzer ma oa zad e barr e vrud.
En amzer gentañ. An amzer bell-se. En hevelep amzer, er memes amzer : d'an hevelep mare, war un dro. En amzer e zimeziñ : d'ar mare ma oa o timeziñ.
[1677] Amzer Fask : mare Pask.
[1677] Da bec'hedoù a gofesai ur wech er bloaz, ma ne rez mui ; / Ha da Grouer a resevi / En amzer Fask, hep pellaat mui.
&
Ma amzer-me, [1867] hon amzer-ni : da vare ma yaouankiz, da vare hor yaouankiz.
Goude-se e voent troet e gregach gant Ezop, e latin, gant Faedr, e brezhoneg kozh gant sant Kadoù, e galleg kozh gant un itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e galleg nevez gant Yann ar Feunteun, ar barzh brudet, hag en diwezh, en hon amzer-ni, e brezhoneg adarre, gant Rikoù ha gant an aotrou Gwezbriant
&
[1867] An amzer a-vremañ, an amzer zo bremañ, [1931] en amzer-vremañ : bremañ, er mare-mañ.
[1867] Setu an amzer zo bremañ ! / Nep piv bennak a oar goulenn / En ur derriñ d'an dud o fenn, / Nep zo kasaus, a deu a ya / 'Bep eil da glemm ha da ouelañ, / En devezo gwalc'h e galon, / Enor, madoù diouzh m'eo mac'hom.
Ar goañv eo amzer an diskuizh evit ar gwenan.
&
[1931] En amzer vremañ, en amzer zo bremañ, dre an amzer a ra : er mare-mañ. An amzer a ren, zo o ren : ar mare-mañ.
KOZH
[1850] Fazi-amzer : gwechad kammamzeriañ.
[1867] En hon amzer deomp-ni : en amzer a-vremañ.
&
[1867] En amzer ma : d'ar mare ma.
[1867] Hon tadoù kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile.
En amzer ma'z edo roue.
&
Em amzer dremenet : er rann eus ma buhez zo tremenet. Em amzer yaouank : pa oan yaouank.
&
[1732] Da ur serten amzer, [1732] En ur serten amzer : d'ur mare bennak.
&
Tr.
[1732] Eus memes amzer, a vemes amzer, e memes amzer : kempred.
[1732] Neb a zo a vemes amzer. [1732] Neb a zo eus a ur memes amzer. [1732] Neb a vev pe a veve e memes amzer.
&
Tr.
[1944] Amzer vak, amzer laosk : koulz ma vez frankiz gant ub. evit kas e amzer evel ma kar.
[1944] War-dro ar memes mareoù e teue da dremen o amzer vak da di o eontr da Gergarn, div c'hoar o chom e Pariz, an dimezelled Ar Gall.
&
Tr.
Amzer disoursi : koulz aes eus buhez ub. m'en devez kalz a blijadur. Amzer ar c'hoarioù, an ebatoù : koulz ar c'hoarioù, an ebatoù. [1931] An amzer wellañ : barr an oad.
&
Implij-amzer : roll, taolennad koulzoù ma vezer da seveniñ tra pe dra.
&
Tr. adv.
[1850] A amzer a amzer, [1909] bep an amzer, ur wech(ig) an amzer ; gwech an amzer, gwech-hag-amzer, amzer-hag-amzer, amzer d'amzer : bep ar mare, ur wech(ig) dre vare.
Bep an amzer e veze du-mañ. Amzer-hag-amzer e welan an dud-se. Amzer d'amzer e welemp ur chapeled en o dorn.
&
[1659, 1732, 1850, 1878] A bep amzer : abaoe ar c'houlzoù koshañ, abaoe atav.
[1850] A bep amzer em eus e argarzhet. [1850] Didalvez eo bet a bep amzer. [1850] Dieñvor on bet a bep amzer. [1850] Dic'halloudek eo bet a bep amzer. [1850] A bep amzer em eus e erezet. [1878] Gouzout a rit ivez e leverer a bep amzer, e pep bro : Livirit din piv a heuilhit, ha me a lavaro deoc’h petra oc’h.
&
Trl.
Kozh amzer, [1850, 1874, 1931] pell amzer : pell, en amzer.
[1850] Va dleour eo abaoe pell amzer.
Abaoe kozh amzer : abaoe pell.
Abaoe ez eus kozh amzer, pell amzer zo abaoe : pell zo abaoe (ar mare-se).
[1874] Demat deoc'h emezi, aotrou ar c'hont ma fried, pell amzer vras a zo abaoe na oamp en em welet.
&
Tr. adv.
N'eo ket kozh an amzer : n'eus ket pell amzer (abaoe m'eo c'hoarvezet an dra-mañ-tra).
&
[1677, 1850] Pell amzer : e-pad ur c'heit hir.
[1677] Da dad, da vamm a enori / Pell amzer evit ma vevi ; / Muntrer ivez na vezi ket / Dre volontez na dre efed.
[1850] N'hon bleino ket pell amzer.
&
[1850] Abaoe pell amzer : abaoe ur c'heit hir, abaoe hir amzer.
[1850] Va dleour eo abaoe pell amzer.
&
Ne vo ket pell an amzer : a-barzh pell.
&
Tr. estl.
Abaoe an amzer ! : keit all zo (abaoe ar mare-mañ-mare).
&
Tr. adv.
[1867] Amzer zo bet, a oa bet : ur mare zo bet, a oa bet.
[1867] Ha da vont kuit Alan a loc'h, / Pa wel war un daol gaer eno / Ur pezh mousklenn, mar boe biskoazh, / Dremm un den kaer, amzer voa bet.
&
(goude un ak., ur rag. rener)
Zo bet, a oa bet amzer : ur mare zo bet, a oa bet.
Hennezh a oa bet amzer ne c'halle ket kerzhet ken.
&
Tr. adv.
Hiziv an amzer : hiziv an deiz.
[1877] Klevet a reer, hiriv en amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte !
&
Trl.
(db. an traezoù)
Ober e amzer : bezañ mat da vezañ implijet e-pad ur c'houlz hir a-walc'h.
&
Trl.
(db. an dud)
Kerzhet gant e amzer : bevañ diouzh gizioù, boazioù e amzer.
&
Trl.
Ober disheñvel diouzh ma vez an amzer : diouzh ar c'houlz, diouzh an darvoudoù, ar plegennoù.
&
Trl.
An amzer bet ne zeu mui en-dro : an amzer zo aet e-biou ne zistro ket ken.
&
Amzer servij, amzer soudard : prantad servij a rank ar baotred ober en arme, e broioù zo.
&
Ent krenn.
Amzer : amzer servij, en arme.
Ober e amzer.
[1877] M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rae gant an Noblañs marc’had c’hwec’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn, ha, pa veze achu e amzer, e teue d’ar gêr, evel ma teu bremañ ar mevel eus a di e vestr pa vez achu e vloaz.
C.
1. (db. an dud)
[1850, 1927, 1931] Termen a dalvez da aroueziñ ar vuhez, un darn eus ar vuhez.
[1927] En e amzerioù diwezhañ.
Echuet eo ma amzer : ma buhez.
En estrenvro eo bet e-pad e amzer : e-pad e vuhez labour.
&
Trl. skeud.
A bep seurt amzer en devez an den : mareoù plijus ha mareoù tenn a vez e buhez an holl.
2. [1659, 1732] Koulz berr pe verroc'h ma tleer ober udb., ma tle c'hoarvezout udb.
[1659] Kent evit an amzer : a-raok ar mare dleet.
[1732] Gwilioudiñ ur wreg kent hec'h amzer.
Ret eo ober pep tra en e amzer : d'ar c'houlz a zere ar gwellañ. Pep tra en deus e amzer : e goulz. Amzer zo da bep tra. Ober an traoù e poent hag e amzer : e poent hag e mare. Ober an traoù kent an amzer, e gwall amzer : a-raok ar mare (mat).
&
Erru eo pell an amzer : diwezhat eo. N'eo ket keit-se an amzer : n'eo ket ken diwezhat-se.
3. Prantad ma vez parez ul loen, o tougen unan bihan, re vihan.
N'eo ket echu he amzer c'hoazh.
&
Deuet eo he amzer : deuet eo an termen dezhi da wilioudiñ. Tostaat a ra ouzh he amzer.
&
Mont hiroc'h eget he amzer : mont hiroc'h eget an termen reizh.
4. Prantad ma vez douget ur bugel gant e vamm.
N'eo ket echu amzer ar bugel-mañ c'hoazh.
&
Bezañ ganet a-raok e amzer : a-raok an termen reizh.
5. [1732, 1850] Ger a dalvez da aroueziñ termen udb.
[1732] Deuet eo an amzer, [1850] Degouezhet eo an amzer : poent eo, deuet eo ar c'houlz.
[1850] Deuet eo an amzer da zourañ ar prajeier. [1850] N'eo ket c'hoazh finvezet an amzer.
&
[1927] (Bezañ) en e amzer(ioù) diwezhañ, war e amzer diwezhañ : bezañ darev da vervel.
&
Ent krenn
[1927] Marv.
[1927] (Gortoz) e amzer : (Gortoz) mervel.
D.
1. [1931] Prantad hir eus istor ur bobl, eus istor ar bed pe an Douar.
Amzer ar Romaned. Amzer ar skorn bras.
HS. marevezh, oadvezh.
2. Reizhiad dibabet diwar ziviz a-benn spisaat an eur.
Amzer Greenwich. An amzer hollvedel.
E. Estl.
[1931] Amzer ! : war-bouez, gortoz(it) !
II.
A.
Ak.b.
1. [1732, 1850, 1909, 1927, 1931, 1985] Koulz.
[1732] Setu deuet an amzer ma teu ar c'hlujiri d'en em barat. [1732] Taolenn verr ha leal eus an traoù tremenet hervez pep amzer.
[1909] Amzer an hadajoù : koulz ma ranker hadañ. [1931] Amzerioù koshañ ar Ragistorvezh. [1985] En amzerioù kentañ e oa aes-meurbet an troc'hañ koad.
Un amzer a zeuas hag e lezjont ar gasoni d'ober he reuz. Ar c'hirvi ne redont ket mat e div amzer : pa vezont re lart ha pa vezont re dreut. An amzerioù kentañ : mareoù kentañ ur sevenadur, ur stad eus ar bed, h.a. Amzerioù kozh-kozh : koulzoù kozh-kenañ. An amzerioù diaes, fall, tenn : ar choulzoù diaes, fall, tenn, evit un den, un tiegezh, ur bobl, h.a.
&
Tr. adv.
D'ur pe amzer : koulz pe goulz.
An dra-se a c'hoarvezo d'ur pe amzer.
&
A amzer da amzer, [1850] a amzer-e-amzer, bep un amzer : bep ar mare.
&
[1677, 1867] E pep amzer : e pep mare, da viken.
[1677] C'hoant am eus, gwir vamm a druez, Chom ganeoc'h a-hed ma buhez, E-harz ar groaz sakr, ma Salver, A gontemplin e pep amzer. [1867] Bezañ en ur garg uhel e pep amzer n'eo mat.
&
A-hed an amzerioù : da viken.
&
Trl.
Div, teir amzer en deus an den / N'int ket heñvel an eil ouzh eben : ne vez ket heñvel buhez an den da vare e yaouankiz, pa vez e-kreiz e vrud ha da vare e gozhni.
&
An eil amzer a vev an all : goude ur c'houlz e teu unan all, disheñvel dioutañ.
2. (en e furm lies dh.)
[1659, 1732, 1904, 1927] Diskarg gwad miziek a zeu eus mammog ar gwragez.
[1659] Amzerioù.
Amzerioù ruz. N'emañ ket he amzerioù ganti.
&
Trl.
Mouzhet eo he amzer outi : dale zo gant he amzerioù.
&
Amzerioù gwenn : dourenn arwenn, lin enni a-wechoù, a red diouzh ar c'hourzh.
B.
Ak.g.
[1659, 1927] Mare-bloaz.
[1659] Ar pevar amzer.
Rannet eo ar bloaz e pevar amzer. Amzerioù ar bloaz.
III.
G.
YEZHAD.
Hollad ar furmoù verb a dalvez da verkañ ur c'heñver etre ar c'houlz ma vez eus ur stad, un ober, hag ar c'houlz ma taneveller ar stad, an ober-se.
An amzerioù kevrennek : savet diwar un anv-gwan-verb. An amzerioù eeun pe digevrenn : n'int ket savet diwar un anv-gwan verb. An amzer-vremañ, an amzer-da-zont, an amzer-dremenet.
Daveenn :
LVBCA
p14, 19, 55 (description de temps)
en amzer maestr Herri a Gastell rektor Plouegastell
en amser maestr Herry a Gastell rector Ploecastel
1549
Daveenn :
ISYK.I
p112
Hag ez teuas d'en em varvailhe en bras war an gened anezhi, maz c'holennas piv oa, hag ez voe respontet dezhañ gant unan a'n gwerc'hezed, homañ eo Katell peheni a gustumes en amzer dremenet da aznavout[.]
hac ez deuz de nem marualle en bras oar en quenet anezy : maz golennas piou oa, hac ez voue respontet dezaff gand vnan an guerheset, homan eo Cathell peheny a custumes en amser tremenet da aznauout
1576
Daveenn :
Cath
p26
Durant an amzer[-se] ez eas ar roue er c'harter-se, palamour da aferioù en c'hrontragne, ha neuze ar rouanez dre ar garantez he devoe komeret ouzh ar werc'hez santez Katell a yeas en noz ha ganti priñs ar varc'heien, anvet Porfirius, d'he vizitañ, d'ar prizon[.]
durant an amser ez eaz an roue en quarterse, palamour da afferou en contraigne, ha neuse an rouanes dre an carantez he deffoye commeret ouz an guerhes sanctes Cathell, a yez en nos ha ganty princç an mareyen hanuet porphirius de visitaff dan prison :
1576
Daveenn :
Cath
p17
32. Homañ a c'houzañvas marv en amzer an impalaer Maksentius, pe hervez un re arall Maksiminus an tirant, peheni a gomañsas regnañ war-dro an bloaz [eus] hor Salver tri-c'hant ha dek.
32. homan a gouzauas marou en amser an impalarz maxentius, pe heruez vn re arall maximinus an tirant, peheny a comancas regna oar tro en bloaz hon saluer tricant ha dec,
1576
Daveenn :
Cath
p25
34. Lavaret a raed ivez penaos un den devot bras d'an itron santez Katell, peheni he galve alies en e sikour evit-se[,] dre spas amzer ez vihanos e zevosion, hevelep ma sesas en holl he fidiñ.
34. Lauaret a gread yuez penaux vn den deuot bras dan itron sanctes Cathell peheny he galue alyes en esicour euitse dre spacc amser ez bihanos e deuotion, heuelep ma cessas an oll he pidy,
1576
Daveenn :
Cath
p26
Ha bede an amzer prezant ez tinaou an eoul hep sesañ [eus] he relegoù santel, peheni a ra salv ar gleñvien a bep kleñved.
ha bede an amser presant ezdinaou an eol hep cessaff he relegou santell, peheny agra saluo en cliyffyen a pep cleuet.
Daveenn :
LDJM.1
pg (il a esté vn) temps (qu'on ieusnoit tous les Samedis)
amzer bet
amser bet
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg siecle
ar pevar amzer
ar peuar amser
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (les 4) saisons
tremen an amzer o pediñ Doue
tremê an amser o pidi Doue
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg passer (le temps a prier)
Da dad, da vamm a enori / Pell amzer evit ma vevi ; / Muntrer ivez na vezi ket / Dre volontez na dre efed.
Da dat, da vam à henori / Pell amser evit ma vevy ; / Muntrer yvez na vizy quet / Dre volonté na dre effet.
1677
Daveenn :
Do.
p29
Da bec'hedoù a gofesai ur wech er bloaz, ma ne rez mui ; / Ha da Grouer a resevi / En amzer Fask, hep pellaat mui.
Da bec'hedou à goffessay / Vr vech er bloaz, ma ne rez muy; / Ha da Groüer à recevy / En amser Pasq, hep pellaat muy.
1677
Daveenn :
Do.
p31
14. C'hoant am eus, gwir vamm a druez, / Chom geneoc'h a-hed ma buhez, / E-harz ar Groaz sakr, ma Salver, / A gontemplin e pep amzer.
14. C'hoant am eus, guir Vam à druez, / Chom gueneoc'h à het ma buhez, / Ehars ar Groas Sacr ma Salver, / A gontemplîn e pep amser.
1677
Daveenn :
Do.
p68
reiñ amzer
rei amser
1732
Daveenn :
GReg
pg (donner) delay
a bep amzer
a bep amser
1732
Daveenn :
GReg
pg ancienneté, antiquité, (dès le) berceau (dès sa plus tendre jeunesse)
en amzer gozh
èn amser goz
1732
Daveenn :
GReg
pg anciennement
en amzer-se
èn amser-ze
1732
Daveenn :
GReg
pg alors
e-giz an amzer gozh
ê qiz an amser goz
1732
Daveenn :
GReg
pg antique
amzer-dremenet
amser drémenet
1732
Daveenn :
GReg
pg ancienneté (Ancienneté, ce qui est d'un tems immemorial.)
amzer gozh
amser goz
1732
Daveenn :
GReg
pg ancienneté (Ancienneté, ce qui est d'un tems immemorial.)
amzer bet
amser-bet
1732
Daveenn :
GReg
pg ancienneté (Ancienneté, ce qui est d'un tems immemorial.)
an amzer a dremen
an amser a drémen
1732
Daveenn :
GReg
pg aller
an amzer bet
an amser bet
1732
Daveenn :
GReg
pg antiquité
an amzer gozh
an amser goz
1732
Daveenn :
GReg
pg antiquité
an amzer gwechall
an amser guichall
1732
Daveenn :
GReg
pg antiquité
Ar madoberioù resevet a ankounec'haer prest hag an droug resevet a zalc'her pell amzer soñj anezhañ.
Ar mad-oberyou recevet a ancounec'hér prest hac an drouc recevet a zalc'her pell-amser sounch anezâ.
1732
Daveenn :
GReg
pg airain (Les injures s'écrivent sur l'airain, & les bienfaits sur le sable.)
bez' ez eus hiniennoù pere a dremen o amzer o vont hag o tont
bez'ez eus hinyénnou père a drémen o amser o vont hac o tont
1732
Daveenn :
GReg
pg allee
setu deuet an amzer ma teu ar c'hlujiri d'en em barat
cetu deut an amser ma teu ar c'hlujiry d'en em barat
1732
Daveenn :
GReg
pg apparier
en amzer gozh
en amser-goh
1732
Daveenn :
GReg
pg anciennement
en amzerioù dremenet ez eus bet kredet penaos…
en amseryou drémenet ez eus bet credet penaus…
1732
Daveenn :
GReg
pg ancienneté
gwilioudiñ ur wreg kent hec'h amzer
guïlyoudi ur c'hrecq qent he amser
1732
Daveenn :
GReg
pg accoucher
neb zo ententet-mat en amzerioù gozh
nep so entented-mad èn amseryou goz
1732
Daveenn :
GReg
pg antiquaire
Tremen a ra an amzer.
Trémen a ra an amser.
1732
Daveenn :
GReg
pg aller (Le tems s'en va, se passe.)
skiantek 'vezo gant an amzer
skyantecq vezo gad an amzer
1732
Daveenn :
GReg
pg avoir (il aura un grand jugement)
un nebeud amzer diagent
un nebeud amser diaguent
1732
Daveenn :
GReg
pg auparavant (peu de tems auparavant)
en amzer gozh
én amsér-goh
1732
Daveenn :
GReg
pg autrefois (anciennement)
genaouiñ, ha laerezh an amzer
guenaoüi, ha laëres an amser
1732
Daveenn :
GReg
pg béer (regarder, au lieu de travailler, s'accouder sur la bêche, & au lieu de travailler)
ned eus ket a everezed en amzer-mañ ; Doue a oar, ha ni ivez
ne deus qet a everesed èn amser-mâ ; doüe a oar, ha ny yvez
1732
Daveenn :
GReg
pg (il ne trouve point de) beuveuse (dans ce temps-cî)
e berr amzer
ê berr-amser
1732
Daveenn :
GReg
pg bref (dans peu de tems)
e verr [sic] amzer
ê verr amzer
1732
Daveenn :
GReg
pg bref (dans peu de tems)
an amzer da gargañ
an amser da garga
1732
Daveenn :
GReg
pg cargaison (tems propre pour charger des Navires)
tremen dioc'h an amzer
trémen diouc'h an amser
1732
Daveenn :
GReg
pg ceder (au tems)
lezel an amzer da ober
lesel an amser da ober
1732
Daveenn :
GReg
pg ceder (au tems)
da ur serten amzer
da ur zerten amser
1732
Daveenn :
GReg
pg (a) certain (temps)
en ur serten amzer
èn ur certen amser
1732
Daveenn :
GReg
pg (a) certain (temps)
gwenvidik neb piv bennak o vezañ kouezhet e pec'hed, en deveus an amzer hag ar c'hras da sevel eus e boull da stad vat
guenvidicq nep piou-bennac o veza coüezet ê pec'hed, èn deveus an amser hac ar c'hraçz da sevel eus e boull da stad vad
1732
Daveenn :
GReg
pg cheute (bien-heureux le pecheur à qui Dieu fait la grace de se relever après sa chute)
istor hervez ar reizh eus an amzer
histor hervez ar reiz eus an amser
1732
Daveenn :
GReg
pg chronique (histoire selon l'ordre des temps)
taolenn verr ha leal, eveus an traoù tremenet, hervez pep amzer
tauleñ-verr ha leal, eveus an traou trémenet, hervez pep amser
1732
Daveenn :
GReg
pg chronologie (doctrine des temps, des époques)
Va Zad Eternel, grit enoriñ ha respediñ ho mab, deuet eo an amzer, evit ma likin ivez rentañ deoc'h an enor, ar respet, hag an adorasion a zo dleet d'ho majestez
Va Zad Eternal, grit enori ha Respedi ho map, deut eo an amser, evit ma licqign yuez renta deoc'h an enor, ar Resped, hac an adoracion a so dleat d'ho magestez
1732
Daveenn :
GReg
pg clarifier (Pere Eternel clarifiez vôtre Fils, afin que vôtre Fils vous clarifie, (en S. Jean ch. 17. v. 1)
Daveenn :
GReg
pg (le temps) de (la paix. Bas-Leon)
dijaik ez eus pell amzer
dijaicq ez eus pell amser
1732
Daveenn :
GReg
pg (il y a) déja (long-tems)
amzer
amser
1732
Daveenn :
GReg
pg delay (terme qu'on donne à quelqu'un pour faire quelque chose)
un dra anat arruet bet en un amzer serten, adalek pehini ez komañser da gontañ ar bloavezhioù
un dra aznad arruët bet èn un amser certen, a dalecq pehiny ez coumancér da gounta ar bloazvezyou
1732
Daveenn :
GReg
pg époque (point fixe & remarquable dans la cronologie)
amzerioù
amseryou
1732
Daveenn :
GReg
pg fleurs (terme de medecine. [règles])
e memes amzer
ê memès amser
1732
Daveenn :
GReg
pg fois (A la fois.)
evit tremen an amzer
evit trémen an amser
1732
Daveenn :
GReg
pg forme (Par forme de passe-tems.)
evit diverrat an amzer
evit diverrat an amser
1732
Daveenn :
GReg
pg forme (Par forme de passe-tems.)
amzer ar pesked da c'hreuniañ
amser ar pesqed da c'hreunya
1732
Daveenn :
GReg
pg fraye (le tems de la generation du poisson)
Ar pesked a zo bouk en amzer ma c'hreuniont.
Ar pesqed a so boug èn amser ma c'hreunyont.
1732
Daveenn :
GReg
pg fraye (Le poisson est molasse pendant le tems de fraye.)
Ar pesked a zo bouk e amzer o greunidigezh.
Ar pesqed a so boug ê amser o greunidiguez.
1732
Daveenn :
GReg
pg fraye (Le poisson est molasse pendant le tems de fraye.)
Ar pesked a zo stoubek e amzer o greunidigezh
Ar pesqed a so stoubecq ê amser o greunidiguez.
1732
Daveenn :
GReg
pg fraye (Le poisson est molasse pendant le tems de fraye.)
Ar pesked a zo stoubek en amzer ma c'hreuniont.
Ar pesqed a so stoubecq èn amser ma c'hreunyont.
1732
Daveenn :
GReg
pg fraye (Le poisson est molasse pendant le tems de fraye.)
Pell amzer zo aba en deus tec'het.
Pell amser so aba èn deus teac'het.
1732
Daveenn :
GReg
pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)
Pell amzer zo aba'z eo kuzhet.
Pell amser so a ba ze cuzet.
1732
Daveenn :
GReg
pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)
Mirit eñ bede un amzer all.
Mirit-ê bede un amser all.
1732
Daveenn :
GReg
pg garder (Gardez-le pour un autre tems.)
Yac'haat a raio a-barzh nemeur amzer.
Yac'haat a rayo abarz nemeur amser.
1732
Daveenn :
GReg
pg guérir (Il guérira dans peu.)
Gwellaat a ray dezhañ a-barzh nebeut amzer.
Guellaat a ray dezâ abarz neubeud amser.
1732
Daveenn :
GReg
pg guérir (Il guérira dans peu.)
Yac'h a vezo a-benn nebeut amzer.
Yac'h a vezo a-benn neubeud amser.
1732
Daveenn :
GReg
pg guérir (Il guérira dans peu.)
Gwellaat a ray dezhañ a-barzh nebeut amzer.
Guëllaat a ray dezâ abarz neubeud amser.
1732
Daveenn :
GReg
pg guérir (Il guérira dans peu.)
Div eurvezh amzer e skrivas.
Diou heurvez amser e scrivas.
1732
Daveenn :
GReg
pg heure (Il écrivit deux heures de suite.)
ur pennad mat a amzer, ur roiad mat a amzer a zo, ur poulzad mat a amzer a zo ac'hann di
ur pennad mad a amser, ur royad mad a amser a so, ur poulzad mad a amser a so ac'han dy
1732
Daveenn :
GReg
pg (il y a une grande) distance (de tems d'ici là)
Dic'halloudek eo bet a bep amzer.
Dic'halloudeg eo bét a béb amzer.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dic'halloudek (Il a toujours été incapable.)
Degouezhet eo an amzer.
Digouézed eo ann amzer.
1850
Daveenn :
GON.II
pg digwézout, digouézout (Le temps est expiré.)
En amzer ur barner, pa c’hourc’hemenne ar varnerien, c’hoarvezas naonegezh er vro.
Enn amzer eur barner, pa c’hourc’hémenné ar varnerien, c’hoarvézaz naounégez er vrô.
1850
Daveenn :
GON.II
p.97, Buez Ruth.
Kalz a amzer a gollit.
1850
Daveenn :
GON.II
pg amzer (Vous perdez beaucoup de temps).
Digoun-bras on bet a bep amzer.
Digoun brâz ounn béd a béd [sic, béb] amzer.
1850
Daveenn :
GON.II
pg digoun (J'ai toujours eu fort peu de mémoire.)
dieñvor on bet a bep amzer
diévor ounn béd a bép amzer
1850
Daveenn :
GON.II
pg diévor (J'ai été dépourvu de mémoire de tout temps.), dizévor
didalvez eo bet a bep amzer
didalvez eo béd a béb amzer
1850
Daveenn :
GON.II
pg didalvez (Il a été fainéant, vaurien de tout temps.)
Ar re a gar lenn a gav berr an amzer.
Ar ré a gâr lenn a gâv berr an amzer.
1850
Daveenn :
GON.II
p.71
Pep tra en deus e amzer.
Pép trâ en deûz hé amzer.
1850
Daveenn :
GON.II
p.74
en amzer va zad
enn amzer va zâd
1850
Daveenn :
GON.II
pg amzer (du vivant de mon père)
Hag a amzer a gollit !
1850
Daveenn :
GON.II
p.85, livre second, (Que de temps vous perdez ! )
Amzer
1850
Daveenn :
GON.II
pg amzer (Temps. Saison. Durée des choses et des personnes), pg kouls, p.17, livre premier (temps).
An hanter eus e amzer a goll o vargediñ.
Ann hañter eûz hé amzer a goll ô vargédi.
1850
Daveenn :
GON.II
pg bargédi (Il perd la moitié de son temps à badauder).
Amzerioù
Amzériou
1850
Daveenn :
GON.II
pg amzer (Temps. Saison. Durée des choses et des personnes. Pl.) (Le plur. "amzériou" s'emploie aussi pour menstrues, règles) ; p.17, livre premier (des temps).
an amzer
ann amzer
1850
Daveenn :
GON.II
pg ann (le temps)
a-amzer-e-amzer
a-amzer-é-amzer
1850
Daveenn :
GON.II
pg amzer (de temps en temps, par intervalles, quelquefois).
Daveenn :
GON.II.HV
pg finvéza (Le temps n'est pas encore expiré.)
kalz a amzer a goll oc'h en em fichañ
kalz a amzer a goll oc'h en em ficha
1850
Daveenn :
GON.II
pg ficha
A bep amzer em eus e argarzhet.
A béb amzer em eûz hé argarzet.
1850
Daveenn :
GON.II
pg argarzi (Je l'ai détesté de tout temps.)
fazioù amzer
faziou-amzer
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg fazi-amzer (Anachronisme, erreur de date ; faute contre la chronologie, p.)
fazi amzer
fazi-amzer
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg fazi-amzer (Anachronisme, erreur de date ; faute contre la chronologie)
A bep amzer em eus e erezet.
A béb amzer em eûz hé érézet.
1850
Daveenn :
GON.II
pg érézi, hérézi (J'ai eu de l'antipathie pour lui de tous les temps.)
un nebeud amzer diagent
eunn nébeûd amzer diageñt
1850
Daveenn :
GON.II
pg diageñt
en amzer-se e c'hoarvezas un naonegezh vras
enn amzer-zé é c'hoarvézaz eunn naouégez vrâz
1850
Daveenn :
GON.II
pg enn
deuet eo an amzer da zourañ ar pradeier
deûed eo ann amzer da zoura ar prajéier
1850
Daveenn :
GON.II
pg doura
Va dleour eo abaoe pell amzer.
Va dléour eo abaoé pell amzer.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dléour (Il est mon débiteur depuis longtemps.)
Mignon, em' egile, un dra eo zo anat; bezañ en ur garg uhel e pep amzer n'eo mat.
Mignoun, em' egile, eunn dra eo zo anat, beza enn eur garg huel e pep amzer n'eo mad
1867
Daveenn :
MGK
p6
Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hon tadoù kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizig-kreiz bro an Azia
Setu ama danevellou koz hag o tont a bell : pevar mil bloaz-bennag zo e oant o redeg, seiz mil leo euz a Vreiz-Izel! Hon tadou kenta ho doa joa out-ho enn amzer ma 'z eent gand ho loened euz a eur menez d'egile e kreizik-kreiz bro ann Azia
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid V
Setu an amzer zo bremañ ! / Neb piv bennak a oar goulenn / En ur derriñ d'an dud o fenn, / Neb zo kasaus, a deu a ya / 'Bep eil da glemm ha da ouelañ, / En devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom
Setu ann amzer zo brema ! / Nep piou-bennag a c'hoar goulenn / Enn eur derri d'ann dud ho fenn, / Nep zo kasaus, a deu, a ia, / Pep eil da glemm ha da ouela, / En devezo gwalc'h he galoun, / Enor, madou dioc'h m'eo mac'houm
1867
Daveenn :
MGK
p22
Goude-se e voent troet e gregach gant Ezop, e latin, gant Faedr, e brezhoneg kozh gant sant Kadoù, e galleg kozh gant un itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e galleg nevez gant Yann ar Feunteun, ar barzh brudet, hag en diwezh, en hon amzer-ni, e brezhoneg adarre, gant Rikoù ha gant an aotrou Gwezbriant
Goude-ze e voent troet e gregach gand Ezop, e latin gant Phaedr, e brezonek koz gant sant Kado, e gallek koz gand eunn itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e gallek nevez gand Iann Ar Feunteun, ar barz brudet, hag enn divez, enn hon amzer-ni, e brezoneg adarre, gant Rikou ha gand ann aotrou Goesbriand.
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid VI
Gant an amzer, unan anezho, hag eñ e hanv Pilpai, gant aon ned azent da goll, a lakeas hiniennoù dre skrid
Gand ann amzer, unan anezho, hag hen he hano Pilpai, gant aoun ne d-azent da goll, a lekeaz hiniennou dre skrid
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid V-VI
An heizez kennebeut ne deu ket da skuizhañ / O terc'hel 'r chaseer war he lerc'h da skarañ, / Evit reiñ d'ar razh amzer / Da dennañ eus ar sac'h ar vaot, warnezhi berr.
Ann heizez ken-nebeud ne deu ket da skuiza / O terc'hel 'r chaseer war he lerc'h da skara, / Evit rei d'ar raz amzer / Da denna euz ar zac'h ar vaot, war-n-ezhi berr.
1867
Daveenn :
MGK
p49
An amzer ya en-dro, n'emañ gant den ebet ; / Eveltañ kerent zo ha kalz a vignoned.
Ann amzer ia enn dro, n'ema gant den ebed ; / Evel d-han kerent zo ha kalz a vignouned.
1867
Daveenn :
MGK
p54
N'eus mare dioc'h mare, bepred emañ 'n amzer / Da vont diwar ar bed : hiriv, warc'hoazh, e-verr.
N'euz mare dioc'h mare, bepred ema 'nn amzer / Da vont diwar ar bed : hirio, warc'hoaz, e-verr.
1867
Daveenn :
MGK
p100
Dont a ray un amzer (daoust ha petra virfe ?) / Ma vo torret ho fenn ouzh kozh tud ar seurt-se.
Dont a rai eunn amzer (daoust ha petra virfe ?) / Ma vo torret ho fenn ouz koz tud ar seurt-se.
1867
Daveenn :
MGK
p120
Ha da vont kuit Alan a loc'h, / Pa wel war un daol gaer eno / Ur pezh mousklenn, mar boe biskoazh, / Dremm un den kaer, amzer voa bet.
Ha da vont kuit Alan a loc'h, / Pa wel war eunn daol gaer eno / Eur pez mousklen, mar boe biscoaz, / Dremm eunn den kaer, amzer voa bet.
1867
Daveenn :
MGK
p140
Demat deoc'h emezi, aotrou ar c'hont ma fried, pell amzer vras a zo abaoe na oamp en em welet.
Demad d'ac'h, emezhi, otro 'r c'homt ma fried, pell amzer vras a zo a-boe na oamp em welet.
1874
Daveenn :
GBI.II
p8
Ne ouzon ket petra e oamp o vont da ober, pa glevjor ur vandenn o tont war al leurgêr en ur ganañ ar werz-mañ, savet en amzer gozh, hag a zo en ul levr hanvet Barzhaz Breizh.
Ne ouzoun ket petra oamp o vont da ober, pa glefchor eur vandenn o tont var al leur-gear en eur gana ar verz-man, savet enn amzer goz, hag a zo enn eul leor hanvet Barzaz Breiz.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.267
C’hwi, paotred yaouank an amzer zo bremañ, hoc’h eus kement a skiant war ho meno abalamour m’eo touz ho penn, abalamour ma ouzoc’h lavaret "ya" ha "nann" e galleg, abalamour ma ouzoc’h mont aliesoc’h d’ar c’hafeoù eget da gofez, daoust ha c’hwi ho pije graet gwell eget na rae an dud yaouank eus va amzer-me, ne ouient, an darvuiañ, na skrivañ na lenn ?
C’houi, paotred iaouank an amzer zo breman, hoc’h euz kement a skiant var ho meno abalamour m’eo touz ho penn, abalamour ma ouzoc’h lavaret ia ha nann e gallek, abalamour ma ouzoc’h mont aliesoc’h d’ar c’hafeou eget da gofez, daoust ha c’houi o piche great guell eget na rea an dud iaouank euz va amzer-me, ne c’houient, an darnvuia, na skriva na lenn ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.88
A-vec’h ur steredenn en em zispak ur wech [a]n amzer evit diskouez e pelec’h emañ an Aotrou Doue.
A veac’h eur stereden en em zispak eur veach enn amzer evit diskouez e peleac’h eman an Aoutrou Doue.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.94
Siwazh ! den n’her goar, rak an amzer a zo diasur.
Siouaz ! den n’her goar, rak an amzer a zo diasur.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.99
Mes an holl en em savas adarre en o enep, evel en amzer gozh, ha, dreist ar re all, ar gigerien ne felle ket dezho, nag a-bell nag a-dost, e c’hoarvezje an disterañ enkrez gant o ferson.
Mez an oll a en em zavaz adarre en ho enep, evel enn amzer goz, ha, dreist ar re-all, ar gigerien ne felle ket d’ezho, nag a bell nag a dost, e c’hoarvesche an disterra enkrez gand ho fersoun.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.156
An divroidi milliget, o tigouezhout e Breizh, a sachas e berr amzer kalz a dud war o lerc’h, dre ma ouient pegement e kare ar Vretoned ar pardonioù hag ar gouelioù.
An divroidi milliget, o tigouezout e Breiz, a zachaz e berr amzer kalz a dud var ho lerc’h, dre ma c’houient pegement e karie ar Vretouned ar pardoniou hag ar goueliou.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.174
Mar hoc’h eus c’hoant da c’houzout o hanvioù, lennit al levr en deus skrivet, war an amzerioù-se, e Breizh, an Aotrou Levot, eus a Vrest.
Mar oc’h euz c’hoant da c’houzout ho hanoiou, lennit al leor en deuz skrivet, var an amzeriou-ze, e Breiz, an Aoutrou Levot, euz a Vrest.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.207
— Kemer da amzer, Kivoron, ne c’hedi ket pell. — Nann, ne garfen ket dale kalz, rak me a rank mont er mor fenoz, pe warc’hoazh, e vezo klevet trouz digant Ester.
— Kemer da amzer, Kivoron, ne c’hedi ket pell. — Nann, ne garfen ket dale kals, rak me a rank mont er mor fenoz, pe varc’hoaz, e vezo klevet trouz digant Esther.
1877
Daveenn :
EKG.II
p.220
An amzer a yoa berr, hag an Tunk a rankas mont kuit gant ar pezh hepken en doa kavet er presbital.
An amzer a ioa berr, hag an Tunk a rankaz mont kuit gand ar pez epken en doa kavet er presbital.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.253
M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rae gant an Noblañs marc’had c’hwec’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn, ha, pa veze achu e amzer, e teue d’ar gêr, evel ma teu bremañ ar mevel eus a di e vestr pa vez achu e vloaz.
M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rea gand an Noblanz marc’had c’houeac’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn, ha, pa viche achu he amzer, e teue d’ar gear, evel ma teu breman ar mevel euz a di he vestr pa vez achu he vloaz.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.260-261
Klevet a reer, hiriv en amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte ! Peur ivez ’ta ez eus bet muioc’h a liberte eget na yoa en amzerioù-se ?
Klevet a rear, herrio enn amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte ! Peur ive ’ta euz bet muioc’h a liberte eget na ioa enn amzeriou-ze ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.261
Setu perak marteze e veved kalz koshoc’h en amzerioù all eget bremañ.
Setu perag marteze e vevet kals kosoc’h en amzeriou-all eged breman.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.43
Gouzout a rit ivez e leverer a bep amzer, e pep bro : Livirit din piv a heuilhit, ha me a lavaro deoc’h petra oc’h. Daremprediñ a rit enebourien ar Republik, dre-se oc’h ivez enebour deomp.
Gouzout a rit ive e levereur a bep amzer, e peb bro : Livirit dign piou a heuillit, ha me a lavaro d’eoc’h petra oc’h. Darempredi a rit enebourien ar Republik, dre-ze oc’h ive enebour d’eomp.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.66
— Gortoz, kere ; bremaik e weli, rak n’em beus ket amzer da goll.
— Gortoz, kere ; bremaik e veli, rak n’em beuz ket amzer da goll.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.158
‘Barzh ar Groaz neve[z] na gavfet nemet ho prasañ mad : Alioù kristen evit lâret dac’h petra vo ar gwellañ d’ober ; keloioù deus pevar c’horn ar vro ; buhe[zi]o[ù] ha gwerzio[ù] ar Sent da sevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio[ù] ha kelenno[ù] war al labour-douar ; hag, evit diduañ an amzer, sonio[ù] ha marvailho[ù] deus ar re fentusa[ñ].
‘Barz ar Groaz neve na gavfet nemet ho prasa mad : Alio kristen evid laret d’ac’h petra vo ar gwella d’ober ; keloio deuz pewar c’horn ar vro ; bueo ha gwerzio ar Zent da zevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio ha kelenno war al labour-douar ; hag, evid diduan an amzer, zonio ha marvailho deuz ar re fentusa.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
Deus an holl Yann n’e[o] ket hañval, / Kammed na blij de[zh]añ tortal. / ‘Tre al lavar hag an ober, / Nebeutañ ‘c’hell, a lak amzer. /
Deuz an holl Iann n’e ket hanval, / Kammed na blij d’ean tortal. / ‘Tre al lavar hag an ober, / Nebeutan ‘c’hell, a lak amzer. /
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Bennozh Doue d’an tado[ù] ha d’al leanezed, ha da vano pell amzer ar c’hraz eus ar retred-se e-barzh ineo[ù] ar vartoloded o devo an eurvad d’he [sic] heuilh.
Bennoz Doue d’an tado ha d’al leanezed, ha da vanno pell amzer ar c’hraz euz ar retred-ze e-barz ineo ar vartoloded o devo an eur-vad d’he heuilh.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
amzerioù
amzérieu
1904
Daveenn :
DBFV
pg. amzér (menstrues)
amzer an hadajoù
amzer an hadachou
1909
Daveenn :
BROU
p. 250 (le temps des semailles)
diverrañ an amzer
diverra an amzer
1909
Daveenn :
BROU
p. 228
Stagañ ar ouenn en unvaniezh klok ouz an amzerioù tremenet.
Staga ar ouenn en unvaniez klok ouz an amzeriou tremenet.
1909
Daveenn :
REZI
p. 9
bep an amzer
1909
Daveenn :
BROU
p. 408 (de temps an temps)
Rak ma kavint ennañ ar pep retañ-holl da bep pobl evit he bleniañ war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigezh- : taolenn o Ganedigezh, ma kemerint diouti Emskiant o Broadelezh keltiek.
Rak ma kavint ennan ar pep reta-holl da bep pobl evit he blenia war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigez- : taolenn o Ganedigez, ma kemerint diouti Emskiant o Brôadelez keltiek.
1923
Daveenn :
SKET
p.6
Ha, da stagañ ganti, setu petra a lavar kanenn beleien ar Senoned (1), deut dezho eus an amzerioù pellañ, diouzh m’hen disklêriont hag evel m’hen diskouez anat ar yezh end-eeun m’eo bet savet enni : « Gouenn ar Gelted, un doue eo he c’hrouas [...]».
Ha, da staga ganti, setu petra a lavar kanenn beleien ar Senoned (1), deut d’ezo eus an amzeriou pella, diouz m’hen diskleriont hag evel m’hen diskouez anat ar yez end-eeun m’eo bet savet enni : « Gouenn ar Gelted, eun doue eo he c’hrouas [...]».
1923
Daveenn :
SKET
p.33
A-douez ar Skaled, ken re bro ar Goularz ha re an Erkunia ha Galia, eo o deus a bep amzer mibien Vanos en em bourvezet a vevelien hag a vitizhien.
A-douez ar Skaled, ken re bro ar Goularz ha re an Erkunia ha Galia, eo o deus a beb amzer mibien Vanos en em bourvezet a vevelien hag a vitizien.
1923
Daveenn :
SKET
p.126
Kambroù a weled, eta, leizh an ti-se, ken e tremene, en e amzer, evit un tredemarzh, ma ’z oa brud dioutañ ha ma teued a-bell-vro d’e weladenniñ.
Kambchou a weled, eta, leiz an ti-ze, ken e tremene, en e amzer, evid eun tredemarz, ma ’z oa brud dioutan ha ma teued a-bell-vro d’e weladenni.
Diwar amzer Momoros ez oa bet al labour diskiñ ha barrekaat-se, evel boulc’het gant ar bugel ez eus bet anv anezhañ amañ c’hoazh, ar bugel-se a vennan lavarout a oa bet poket dezhañ ha stardet war he c’halon gant Derkeia, VINDOSETLOS, mab Kintus (1).
Diwar amzer Momoros ez oa bet al labour diski ha barrekaat-se, evel boulc’het gand ar bugel ez eus bet ano anezan aman c’hoaz, ar bugel-ze a vennan lavarout a oa bet poket d’ezan ha stardet war he c’halon gant Derkeia, VINDOSETLOS, mab Kintus (1).
1923
Daveenn :
SKET
p.141
Da gentañ-holl, ne deus ket a lec’h da zaleañ pell gant an danevelloù o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennoù diskiant, ya, pa na vezont dismegañsus ouzhimp-ni.
Da genta-holl, ne deus ket a lec’h da zalea pell gand an danevellou o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennou diskiant, ya, pa na vezont dismegansus ouzimp-ni.
1923
Daveenn :
SKET
p.31-32
E tarzh kentañ an Amzer, e pennderou an Traoù, n’oa na douar, na mor, nag aer, na heol, na loar, na stered. Tri bed avat a oa.
E tarz kenta an Amzer, e penn-derou an Traou, n’oa na douar, na mor, nag aer, na heol, na loar, na stered. Tri bed avat a oa.
1923
Daveenn :
SKET
p.26
Anvioù stêrioù eus Alamagn an hanternoz, a gaver en hon amzer e Breizh-Veur, a desteni diarvar ar furm anezho ez int bet digaset gwechall gant ar Gelted.
Anoiou stêriou eus Alamagn an hanternoz, a gaver en hon amzer e Breiz-Veur, a desteni diarvar ar furm anezo ez int bet digaset gwechall gand ar Gelted.
1923
Daveenn :
SKET
p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
Hounnezh, m’hen tou, a oa un amzer venniget dreist an holl amzerioù, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierezh, na touellerezh, na dizeeunder, na gourvenn, na buanegezh, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniezh, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir.
Hounnez, m’hen tou, a oa eun amzer venniget dreist an holl amzeriou, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierez, na touellerez, na dizeeunder, na gourven, na buanegez, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniez, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir.
1923
Daveenn :
SKET
p.67
Ur wech an amzer, Bilzig a deue da welet hag-eñ a oa dihun ar baotrez.
Eur wech an amzer, Bilzig a deue da welet hag-en a oa dihun ar bôtrez.
Sellet a rae, ur wech an amzer, eus ["ouzh"] ar walenn arc’hant a oa war he biz. Siwazh ! kalon ur plac’hig koant, daoust hag-eñ a zo evit trec’hiñ war youl rust un tad, pe war birbilherezhoù kazus ur vamm ?
Sellet a rê, eur wech an amzer, eus ar walenn arc’hant a oa war he biz. Siouaz ! kalon eur plac’hig koant, daoust hag-en a zo evit trec’hi war youl rust eun tad, pe war birbilherezou [1] kasus eur vamm ?
1925
Daveenn :
BILZ2
p.150-151
An archerien ne vefont ket war ho lerc’h a-raok ur pennad mat a amzer.
An archerien ne vefont ket war ho lerc’h a-rôk eur pennad mat a amzer.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.130
Pell amzer a oa, abaoe ma oa ar bagoù all er porzh. Pelec’h e oa daleet ar Gwennili ? Pelec’h ?… Petra ’zo erruet gantañ ? Ha dindan ar wezenn-dilh ar prezegennoù ac’h ae en-dro : pelec’h eo chomet ar Gwennili ?
Pell amzer a oa, abaoe ma oa ar bagou all er porz. Pelec’h e oa daleet ar Gwennili ? Pelec’h ?… Petra ’zo erruet gantan ? Ha dindan ar weenn dilh ar prezegennou ac’h ê en-dro : pelec’h eo chomet ar Gwennili ?
1925
Daveenn :
BILZ2
p.113
e amzer
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg amzer (il attend sa mort)
en e amzer(ioù) diwezhañ
en e amzer(iou) diveza
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg amzer
amzerioù
amzeriou
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg amzer (époque des femmes, menstrues)
amzer
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg amzer (Temps, durée ; saison)
amzer wellañ
amzer wella
1931
Daveenn :
VALL
pg (force de l')age
Amzerioù koshañ ar Ragistorvezh
Amzeriou kosa ar Ragistorvez
1931
Daveenn :
VALL
Levrlennadur pIX
en amzer-vremañ
en amzer vremañ
1931
Daveenn :
VALL
pg actuellement
diverrat e amzer
1931
Daveenn :
VALL
pg (s')amuser
diverradur amzer
diverradur-amzer
1931
Daveenn :
VALL
pg amusement
nebeut amzer a-raok
nebeut amzer araok
1931
Daveenn :
VALL
pg avant
pell amzer
pell-amzer
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXXVI
amzer !
1931
Daveenn :
VALL
pg attendre
amzer
1931
Daveenn :
VALL
pg age (âge, époque)
Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.
Diwezatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; eur c'haran vengleuz e c'hallje beza bet, da genta ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guziadenn, d'ar Bonedou-Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.
1944
Daveenn :
EURW.1
p18
E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.
E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel, am eus soñj beza kavet brao an doupenn reun ruz a oa war e chako ler, hag ar fourrajerennou ruz kordennet, gant brochennou kouevr a veze a-istribilh ouz ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zournell kouevr, a oa e-pign ouz speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennou e amzer verr a varc'heger.
1944
Daveenn :
EURW.1
p10-11
Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.
Dre-se, darn a gavo da zerenn d'in beza en em e 24 bloaz bevet en gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoaz n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelli, mes istor an traou souezus a zo bet digouezet e Breiz em amzer yaouank, hag oun bet evel eur benveg graet gant an tonkadur evit o seveni.
1944
Daveenn :
EURW.1
p5
SKRIDOÙ BEP AN AMZER
SKRIDOU BEP-AN-AMZER
1944
Daveenn :
EURW.1
p2
E berr amzer, Job a dennas e choug eus al l[ê]renn hag, un taol penn e-kreiz e figur, setu astennet ar marichal reuzeudik war an douar.
1944
Daveenn :
ATST
p.122
Mes an amzer-se a zo tremenet, siwazh ! hag al loened o deus moarvat dizesket meur a dra.
1944
Daveenn :
ATST
p.8
N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.
1944
Daveenn :
ATST
p.8
An eil diaoul. — « Abaoe pegeit amzer n’hoc’h eus ket lavaret ho pedennoù-noz ? »
1944
Daveenn :
ATST
p.57
Paour kaezh [Paourkaezh] kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf!
1944
Daveenn :
ATST
p.8
War gorre Beg-ar-C’hraneg, ez eus bet gwechall ur c’hastell meur hag e oa o chom ennañ priñsed c’halloudek ; ar c’hastell a zo bet dismantret en amzer gozh, hag, ennañ, eo chomet kuzhet an teñzor burzhudus a lavaren deoc’h.
1944
Daveenn :
ATST
p.44
Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer [sic, "e ti ar c’higer"], ne lavaran ket.
1944
Daveenn :
ATST
p.9
Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh.
1944
Daveenn :
ATST
p.9
Ne oa c’hoazh nemet plantenn vresk, met « gant poan hag amzer a-benn a bep tra e teuer… ».
Ne oa c’hoaz nemet plantenn vresk, met « gant poan hag amzer a-benn a bep tra e teuer… ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p.201-202
Evit kavout berroc’h an amzer, etre labourioù skrivañ er studi-noter, hag ar weladennoù d’am [arvalien] e marc’had Kallag, e vezen laosket gant ma c’herent da bediñ piv bennak a garen da zont da Garnoet.
Evit kavout berroc’h an amzer, etre labouriou skriva er studi-noter, hag ar weladennou d’am arvalerien [sic, arvalien] e marc’had Kallag, e vezen laosket gant ma c’herent da bedi piou bennak a garen da zont da Garnoet.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.210
‘Hed ar bloaz 1903, n’ouzon pet brogarour a zeuas da dremen un nebeudig amzer du-mañ.
‘Hed ar bloaz 1903, n’ouzon pet brogarour a zeuas da dremen eun nebeudig amzer du-mañ.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.210
Hir e kavan an amzer.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.210
Pa soñjan e buhez studierien Roazhon, n'hallan mirout da gaou[t] keuz dezhi. Pegen disoursi ! Pegen karantezus ! An amzer a vevemp enni a oa un amzer aes.
Pa soñjan e buhez studierien Roazon, n'hallan mirout da gaou [sic] keuz d'ezi. Pegen disoursi ! Pegen karantezus ! An amzer a vevemp enni a oa eun amzer aes.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.146
Stagañ ’ris war al labour, hag en nebeut amzer am boa savet « Ar Bourc’hiz lorc’hus », en tri arvest, kontadenn un aotrou divrezhonek, dezhañ ur verc’h da zimeziñ, hag a gav gwell he reiñ d’un estren pinvidik eget d’un amezeg breizhat.
Staga ’ris war al labour, hag en nebeut amzer am boa savet « Ar Bourc’hiz lorc’hus », en tri arvest, kontadenn eun aotrou divrezonek, d’ezañ eur verc’h da zimezi, hag a gav gwell he rei d’eun estren pinvidik eget d’eun amezeg breizat.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.99
A-raok dimp distreiñ d’hor rejimantoù da echuiñ hon amzer, e teuas ar jeneral Donop, mestr an 10vet korf-arme, da dremen an azgwel warnomp.
A-raok d’imp distrei d’hor rejimantou da echui hon amzer, e teuas ar jeneral Donop, mestr an 10vet korfarme, da dremen an azgwel warnomp.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.198
War-dro ar memes mareoù e teue da dremen o amzer vak da di o eontr da Gergarn, div c'hoar o chom e Pariz, an dimezelled Ar Gall.
War dro ar memes mareou, e teue da dremen o amzer vak da di o eontr da Gergarn, diou c'hoar o chom e Paris, an dimezelled Ar Gall.
1944
Daveenn :
EURW.1
p46
C'hwerv e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dre-holl, o soñjal e oan bountet en ur prizon, kalet e kaven klevout ar mestroù o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastizañ, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.
C'houero e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dreholl, o soñjal e oan bountet en eur prizon, kalet e kaven klevout ar mestrou o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastiza, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p35
Setu 'ta ma zud-me da gemerout skouer an tri rumm all, evel-se e vije bet pevar faotr bihan asambles, berroc'h o dije kavet an amzer.
Setu 'ta ma zud-me da gemerout skouer an tri rumm all, evelse e vije bet pevar faotr bihan asamblez, berroc'h o dije kavet an amzer.
1944
Daveenn :
EURW.1
p29
An aotrou person, an aotrou kure hag a veze hanter amzer du-mañ o tremen an amzer – amezeien e oamp ha mignoned vras - a voute war ma mamm da gas ac'hanon da gloerdi bihan Plougernevel.
An Aotrou Person, an Aotrou Kure, hag a veze hanter-amzer du-mañ o tremen an amzer – amezeien e oamp ha mignoned vras - a voute war ma mamm da gas ac'hanoun da Gloerdi Bihan Plou-Ger-Nevel.
1944
Daveenn :
EURW.1
p28-29
Dont a ra d'e skouarn, a-dreuz mogerioù fetis an iliz, diouzh ar maez, un tu bennak, e Miranda, notennoùigoù ur gaita : ur paotr Kastilha bennak, o tiverrañ e amzer e-tal dor un «estancia».
1949
Daveenn :
SIZH
p.65
Hep mui koll amzer, e tegasas kaoz goloet war an dalc'h.
1949
Daveenn :
SIZH
p.52
Azezañ a reas ar breur Arturo war un tog-kolonenn, debret e gizelladurioù gant an amzer.
1949
Daveenn :
SIZH
p.53
- Mignon yaouank, emezi, pegoulz e vezoc'h dieub ? Petra a rit gant hoc'h amzer ?
1949
Daveenn :
SIZH
p.49
Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.
1949
Daveenn :
SIZH
p.47
Hag en em gavout a rit dreist d'an Den Fur e-unan, pa rankit, da izelaat ho kalon, mont keit-all, en amzer dremenet, da glask abeg d'hec'h izelaat ?
1949
Daveenn :
SIZH
Treiñ a rae e benn, bep an amzer, - n'oa ket evit mirout; - war-du chapel Itron Varia ar Rozera, ma teue eben da zaoulinañ, bep abardaez, war an derez-vaen, ouzh an aspled.
1949
Daveenn :
SIZH
p.63
Gant ma ne zeuio ket ! Amzer a zo c'hoazh avat : un hanter-eur.
1949
Daveenn :
SIZH
p.64
Nebeut amzer goude avat e trenkas an traoù etre ar broioù, ha n'eo ket mui c'hoari brezel bihan en a oa da ober, met soñjal er brezel bras...
1985
Daveenn :
DGBD
p6
Va-unan, gant ar prez-labour, ne 'm boa ket a dro da gavout hir an amzer.
1985
Daveenn :
DGBD
p194
En amzerioù kentañ e oa aes-meurbet an troc'hañ koad.
1985
Daveenn :
DGBD
p180
A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.
2013
Daveenn :
LLMM
Niv. 399, p. 21
Ne'm eus ket amzer da evañ ur banne eus ma gobedad kafe ma son ar pellgomz.
2015
Daveenn :
EHPEA
p20
Evel-se e vo ret d'hoc'h enebourien lakaat kred er pezh a lâront deoc'h ha neket distagañ komzoù toull na klask gounit amzer.
2015
Daveenn :
DISENT
p141
Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...
2015
Daveenn :
DISENT
p58-59
An amzer da dizhout ar mediaoù pennañ, deoc'h da jediñ an amzer o do ezhomm ar gazetennerien evit degouezhout war al lec'h ur wech boulc'het gant an obererezh.
2015
Daveenn :
DISENT
p75
Kit da welet an traoù pellik amzer a-raok an taol, deoc'h da gaout amzer da zistreiñ meur a wech kuit da sachañ evezh an dud e-karg eus diwall al lec'h.
2015
Daveenn :
DISENT
p73
Gouloù cheñch-dicheñch ar skrammoù a sklêrijenne an dremmoù aketus, a dride gwech an amzer aon pe gant fulor ar c'hoarierien.
2023
Daveenn :
DREAM
p. 102
Notennoù studi
Kemmadur dre vlotaat en anvioù-gwan goude "amzer".
Ar stumm "béd a béd amzer" (bet ha bet amzer) gant ar Gonideg [1850], ar ster "evit ar wech" dezhi, a vefe ur vi-koukoug, prest a-walc'h, evit "bet a bep amzer" Al lizherenn "d" a vije bet moullet e-lec'h "b" neuze.
E-mod all e c'hallje "bet ha bet amzer" bezañ tostaet ouzh an droienn "pet ha pet amzer" moarvat. Komprenet e c'hallje bezañ evel un doubladur eus an anv-gwan-verb "bet" a-benn reiñ muioc'h a bouez dezhañ.
Etimologiezh
Ger keltiek kar d'ar c'hembraeg "amser" ha d'an iwerzhoneg "aimser".