Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. H.b. [1659, 1732, 1850, 1985, 2015] Stad an aergelc'h e koulz pe goulz, dreist-holl e-keñver al levezon war buhez hag obererezh an dud. [1659, 1732] En em ober diouzh an amzer. [1850] N'eo ket bet mat an amzer da eostiñ. [1867] Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad. [1944] D'ar Sul 14 a viz Eost, dre un amzer domm-kenañ, an heol a boazhe, am eus soñj, an oabl a oa didarch evel ur sklasenn, un engroez a dud a ruilhe diouzh Montroulez war-du bourk Plouyann, n'emañ nemet ul lev bennak diouzh kae Treger. [1985] Ha dre ma lakomp penn er Su, an amzer, e-lec'h mont war dommaat evel ma vijed o c'hortoz, a ya er c'hontrol war freskaat. & (gant un ag.) [1659, 1732, 1909] Amzer gaer. [1659] Amzer furluok. [1699, 1732] Amzer sioul. [1732] Amzer galet, garv. [1732] Amzer dizavel ha mor plaen. [1732] Birvidik, tomm (eo) an amzer. [1732] Amzer gardis. [1732] Amzer fresk. [1850] An amzer domm a zarevo ar sivi. [1850] D'an diskar-loar e teuy marteze an amzer vrav. [1850] Amzer lug. [1850] Arnevus eo an amzer. [1850] An amzer domm-se a eogo ar piz. [1850] Erc'hus-bras eo an amzer. [1909] Amzer zourek. [1909] Amzer bouilhardus. [1909] Fouest eo an amzer. [1909] Amzer rust. [1931] Amzer avelus, dourus, luc'hedus, kleñvedus, revus, vleunius. [1931] Eizhtez penn hiziv e oa kaer an amzer. [1931] Kaer eo an amzer. [2015] Yen eo an amzer. Amzer vat, vrav. Amzer but, glouar, yen. Amzer vrein : fall. Amzer ruz : fall-kenañ. Sioul eo an amzer. Avelek eo an amzer. Sasun eo an amzer : klouar, plijus eo. Digompez eo an amzer. Stummet fall, doareet fall, troet fall eo an amzer : emañ-hi o treiñ da fall. Troet eo an amzer da fall. & (gant un ak.) Amzer c'hlav, erc'h. Amzer c'hoañv, hañv. & (gant ur v.) [1732] Amzer domm a ra. [1732] Kalmiñ a ra an amzer. [1732] Sioulaat a ra an amzer. [1732] E-keit ma vez ar verdeidi o tijuniñ e teu an amzer da sevel. [1732] Sklaeraat, splannaat a ra an amzer. [1850] Amzer gaer a ra. Amzer divalav, fall, vat vrav zo, a ra. [1929] Hinoniñ a rae an amzer. Chom a ray an amzer ? : chom a ray brav ? Petra a ray an amzer ? : penaos e troy ? Sevel a ra an amzer : sklaeraat a ra an oabl. Buan e teu an amzer da stankañ : buan e teu an oabl da vezañ goloet a goumoul. Koumoulañ a ra an amzer : dont a ra koumoul en oabl. Soublañ a ra an amzer : dont a ra da vezañ soubl, souploc'h. An amzer zo o vont da dreiñ : zo o vont da vezañ fall. & (gant ar v. bezañ) Amzer fall zo ganti : emañ-hi o treiñ da fall. Diougan, seblant amzer vrav, fall zo : stummet eo da vezañ brav, fall. Kazarc'h zo en amzer: emañ-hi o vont d'ober kazarc'h. Gor, broutac'h zo en amzer : touforek eo. Diougan glav, gouenn c'hlav, lusk da c'hlav zo en amzer : emañ-hi o vont d'ober glav. A-frapadoù hir, a daoladoù hir, a laziadoù hir emañ an amzer : chom a ra pell heñvel a-raok kemmañ. Deuet eo an amzer da vrav : deuet eo da vezañ brav. & Un diaoul a amzer, ur c'hast amzer : prantad amzer fall-spontus. & Trl. Ober un taol amzer fall : ur prantad amzer fall. Tapout un taol amzer : bezañ war vor pa vez ur prantad amzer fall. & Gouzout diouzh an amzer : bezañ gouest da lavaret penaos e vo an amzer. & [1927] Gwelet an amzer : sellet dre ar prenestr an amzer a ra er-maez. B. Dre ast. 1. Oabl. [1850] Du eo an amzer : teñval an oabl. [1850] Ar c'houmoul a laka an amzer da vezañ teñval. Sevel en ebr hag en amzer : en oabl. Me a gav teñval an amzer. Sklaeraat a ra an amzer. 2. [1904, 1927] En amzer : en aer. [1904] Treuziñ an amzer. [1927] Nijal en amzer. Strinkañ udb. en amzer. Bez' ez eus brini o punañ en amzer. Eon zo en amzer : koumoul gwenn zo en oabl. HS. er vann. 3. [1732] Dindan pep seurt amzer, [1927, 1931] dindan an amzer (vras), [1927] en amzer (vras), [1904] d'an amzer : er-maez, hep goudor. Bezañ kousket dindan an amzer vras. & Mont dindan an amzer fall, edan an amzer fall : mont er-maez pa vez fall an amzer. Mont er-maez dindan an holl amzer : mont war vor ne vern penaos e vefe an amzer. & Trl. E-barzh an amzer ! : er-maez ! Kit e-barzh an amzer ! & [1927] Bezañ dindan ar seizh amzer : bezañ er-maez ne vern penaos emañ an amzer. & Tr. Bevañ, kousket en amzer vras : Bevañ, kousket er-maez eus ur savadur bennak e-pad ur mare hir pe hiroc'h 4. Termen a dalvez da aroueziñ ar yenijenn. Pa vez unan boazet da chom en e di e krog an amzer ennañ diouzhtu. 5. Tr. [1850] Bezañ evel an amzer : bezañ cheñch-dicheñch (en e soñjoù, e zoareoù da sk.) [1850] Eskemmus eo evel an amzer. 6. Dre skeud [1867] Amzer fall : prantad diaes d'an hini a vev anezhañ. [1867] E-pad m'on gwallgaset, m'eo din fall an amzer. II. B. [1732, 1927] Stad eus an aergelc'h e koulz pe goulz. [1732] Un amzer gaer ha sklaer. [1732] Un amzer gaer, Doue r'er binnigo. [1927] Gwelet an amzer : sellet dre ur prenestr da welet penaos emañ an amzer. & alies Amzer fall. Setu amañ un amzer avat ! N'eo ket un amzer da vont er-maez. & [1925, 1927] Dindan an amzer : en diavaez, hep gwasked. & Redek dindan pep amzer, bezañ dindan ar seizh amzer : dindan kement seurt amzer a vez.

Skouerioù istorel : 
89
Kuzhat roll ar skouerioù

amzer furluok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (amser) furluoc

amzer kaer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (temps) serain

en em ober dioc'h an amzer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')accomoder au temps

amzer sioul

1699
Daveenn : Har. pg amzer

kemeret an amzer evel ma teu

1732
Daveenn : GReg pg accomoder

amzer kalet

1732
Daveenn : GReg pg airain

amzer garv

1732
Daveenn : GReg pg airain

en em ober diouc'h an amzer

1732
Daveenn : GReg pg accomoder

sioulaat a ra an amzer

1732
Daveenn : GReg pg calmer (le tems se calme)

kalmiñ a ra an amzer

1732
Daveenn : GReg pg calmer (le tems se calme)

tomm eo an amzer

1732
Daveenn : GReg pg (il fait) chaud

amzer domm a ra

1732
Daveenn : GReg pg (il fait) chaud

tomm an amzer

1732
Daveenn : GReg pg (il fait) chaud

birvidik eo an amzer

1732
Daveenn : GReg pg chaud (chaude)

e-kreiz an amzer yen

1732
Daveenn : GReg pg froid (Pendant la rigueur du froid.)

Rivus eo an amzer.

1732
Daveenn : GReg pg froid (Il fait froid.)

Yen eo an amzer.

1732
Daveenn : GReg pg froid (Il fait froid.)

un amzer anouedus

1732
Daveenn : GReg pg frilleux (Un temps frilleux, qui donne du froid.)

un amzer rivus

1732
Daveenn : GReg pg frilleux (Un temps frilleux, qui donne du froid.)

amzer dous, glav dous

1732
Daveenn : GReg pg (tems) doux (pluïe douce)

sklaeraat, splannaat a ra an amzer

1732
Daveenn : GReg pg (le tems s') éclaircit

dindan pep seurt amzer

1732
Daveenn : GReg pg exposé (aux injures de l'air)

e-pad an amzer fresk

1732
Daveenn : GReg pg fraicheur (Pendant la fraicheur.)

A-dog div eurvezh amzer e skrivas.

1732
Daveenn : GReg pg heure (Il écrivit deux heures de suite.)

E-keit ma vez ar verdeidi o tijuniñ e teu an amzer da sevel.

1732
Daveenn : GReg pg hausser (Pendan que le Matelot déjeune le temps se hausse.)

amzer grizilhus

1732
Daveenn : GReg pg grêle (Tems sujet à donner de la grêle.)

amzer cazarc'hus

1732
Daveenn : GReg pg grêle (Tems sujet à donner de la grêle.)

amzer révus

1732
Daveenn : GReg pg gelée (Tems propre à donner de la gelée.)

Rev-gwenn er c'hresk, / Amzer gaer ha fresk. / Rev-gwenn en diskar, / Amzer gleb hep mar.

1732
Daveenn : GReg pg gelée (On dit proverbialement en François & en Breton : / Gelée blanche au croissant, / Marque de beau tems : / Gelée blanche au decours , De la pluïe sous trois jours.)

amzer fresk

1732
Daveenn : GReg pg gaillard (Un tems gaillard.)

amzer gardis

1732
Daveenn : GReg pg gaillard (Un tems gaillard.)

dre an amzer ar yenañ

1732
Daveenn : GReg pg froid (Pendant la rigueur du froid.)

dre an amzer ar yenañ

1732
Daveenn : GReg pg froid (Pendant la rigueur du froid.)

amzer gaer

1732
Daveenn : GReg pg beau (tems)

un amzer gaer ha sklaer

1732
Daveenn : GReg pg (un) beau (tems, un tems serein)

un amzer gaer, Doue r' er binnigo

1732
Daveenn : GReg pg (un) beau (tems, un tems serein)

amzer sioul

1732
Daveenn : GReg pg bonace (calme sur mer)

amzer dizavel ha mor plaen

1732
Daveenn : GReg pg calme (bonace sur mer)

amzer sioul

1732
Daveenn : GReg pg calme (bonace sur mer)

Amzer gaer a ra.

1850
Daveenn : GON.II pg amzer (Il fait beau temps).

an amzer domm a zarevo ar sivi

1850
Daveenn : GON.II pg darévi

d'an diskar-loar e teuy marteze an amzer vrav

1850
Daveenn : GON.II pg diskar-loar

du eo an amzer

1850
Daveenn : GON.II pg dû

Bravoc’h amzer a ra hiriv evit dec’h.

1850
Daveenn : GON.II p.64

Biskoazh ne welis un hevelep amzer.

1850
Daveenn : GON.II p.63

an amzer domm-se a eogo ar piz

1850
Daveenn : GON.II pg éogi

n'eo ket bet mat an amzer da eostiñ

1850
Daveenn : GON.II pg éosta, éosti

erc'hus-bras eo an amzer

1850
Daveenn : GON.II pg erc'huz

Arneüs eo an amzer.

1850
Daveenn : GON.II pg arnéuz (Le temps est orageux).

eskemmus eo evel an amzer

1850
Daveenn : GON.II.HV pg eskemmuz

amzer lug

1850
Daveenn : GON.II pg lûg

Ar c'homoul a laka an amzer da vezañ teñval

1850
Daveenn : GON.II pg kommoul

Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad; hag e-pad ma veze tro-war-dro o wiriñ, e kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi.

1867
Daveenn : MGK p13

E-pad m'on gwallgaset, m'eo din fall an amzer / E verr, pa vezo aet an dud d'ar parkeier, Me a denno ac'hann ganen va disvesker.

1867
Daveenn : MGK p43

Heñvel e oant ouc’h ar goabrenn a sav en oabl. Goloet eo an heol, du eo an amzer, mes ne strakl ket c’hoazh ar gurun.

1877
Daveenn : EKG.I. p.266

— Boñjour deoc’h, Aotrou, eme an den yaouank, oc’h hejañ e zilhad gleb. Brav eo kaout un tamm disglav dre an amzer a ra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.56

Deuet eo an noz, teñval eo an amzer ; n’eus den war vale adalek beg Milio betek enezenn Vriad, o vont dreist bourk Perroz ha kêr Landreger.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

Ha soñj dit, mignon Tomaz, ar seier a vano ganimp, a vo mat, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en-giz ballino[ù] pa vez[z] rev en amzer ; hag un tamm plom en beg eur fiselenn a zo mat da dizhañ gedon.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

d'an amzer

1904
Daveenn : DBFV pg. amzér (exposé au grand air)

treuziñ an amzer

1904
Daveenn : DBFV pg. amzér (traverser l'espace)

amzer rust

1909
Daveenn : BROU p. 416 (gros temps, tempête)

amzer zourek

1909
Daveenn : BROU p. 243 (pluvieux)

fouest eo an amzer

1909
Daveenn : BROU p. 239 (le temps est lourd)

amzer soupl

1909
Daveenn : BROU p. 421 (temps humide)

E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).

1923
Daveenn : SKET p.130

Diouzh an avel, neuz ha red ar c’houmoul, stuz an neñv noz ha beure, liv an heol ha doare al loar, e ouient diouganiñ an amzer.

1923
Daveenn : SKET p.39

Bilzig, ankouaet ’ta gantañ e le, un devezh, brav an amzer anezhi, aet Izabel en hent, Katellig war e skoaz, Yannig krog en e zorn, ha Madelen war e lerc’h, ac’h eas d’an traezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Hinoniñ a rae an amzer, ur bam ! ha skedus-holl e veze an heol en deiz-se ha, padal, gant an taerañ barrad e veze hejet ar mor hag ar c’hoadoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.34

Ha pa veze an amzer gaer en-dro, sec’het an douar gant an aezhenn ha tommet gant an heol, war an donenn end-eeun, er geot e-mesk ar bleunioù eo e lakae ar bugelig (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.13

Ker klouar da beb amzer an temz-hin anezho ma vev an dud ez noazh (2) ha ma kouskont e-pad an noz e-maez o ziez dindan ar stered hag an amzer.

1924
Daveenn : SKET.II p.72

Sevel abred eus ar beure, hervez ar mare, chom e-pad an deiz, a-wechoù e-pad an noz dindan an amzer : setu doare ar paotr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

en amzer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg amzer (-voler- en l'air)

dindan an amzer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg amzer (à l'air)

en amzer vras

1927
Daveenn : GERI.Ern pg amzer (-vivre- au grand air)

gwelet an amzer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg amzer (voir au dehors -par la fenêtre-)

be(z)añ dindan ar seizh amzer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg amzer (être dehors par tous les temps, Trég.)

Hinoniñ a rae an amzer. Tomm an heol. Un engroez a dud a zo o vont-dont gant ar straejoù.

1929
Daveenn : SVBV p12

kaer eo an amzer

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIX

eizhtez penn hiziv e oa kaer an amzer

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui

dindan an amzer vras

1931
Daveenn : VALL pg (au grand) air

dindan an amzer

1931
Daveenn : VALL pg air (à l'air, en plein air)

amzer avelus, dourus, revus, luc'hedus, kleñvedus

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p.XXII

amzer vleunius

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXII

amzer lug

1931
Daveenn : VALL pg (temps) bouché, (sujet au, qui provoque du) brouillard

Sklaer ha brav a oa an amzer.

1944
Daveenn : EURW.1 p.201

D'ar Sul 14 a viz Eost, dre un amzer domm-kenañ, an heol a boazhe, am eus soñj, an oabl a oa didarch evel ur sklasenn, un engroez a dud a ruilhe diouzh Montroulez war-du bourk Plouyann, n'emañ nemet ul lev bennak diouzh kae Treger.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Ha dre ma lakomp penn er Su, an amzer, e-lec'h mont war dommaat evel ma vijed o c'hortoz, a ya er c'hontrol war freskaat : distanoc'h e oa e Casa eget e Bourdel ; ha freskoc'h e-tal Inizi Canarias eget e-tal ar Marok.

1985
Daveenn : DGBD p15

Teir anezhe a zo gwisket gant jiletennoù gloan du rak glavenniñ a ra er-maez ha yen eo an amzer.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Notennoù studi

Kemmadur dre vlotaat en anvioù-gwan goude "amzer". S.o. fichenn "barr-amzer" ivez.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial