1. Stad direizhet an aergelc'h e-pad ur prantad bnk.
Chomet eo ar vugale dindan ar wallamzer.
&
Trl. skeud.
Ober gwallamzer da ub. : ober gwall vuhez dezhañ.
2. Direizhder feuls an aergelc'h.
Toenn an ti a oa aet gant ur barrad gwallamzer.
HS. korventenn.
Daveenn :
GON.II
pg kann ou kann-loar (Le mauvais temps durera jusqu'à la pleine lune).
gwallamzer
gwall-ámzer
1909
Daveenn :
BROU
p. 247 (mauvais temps)
Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gant ar wallamzer ha kemmesket an dour-evañ a oa ennañ gant dour sall ar mor digaset dre an tarzhioù.
Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gand ar wall-amzer ha kemmesket an dour-eva a oa ennan gant dour sall ar mor digaset dre an tarziou.
1923
Daveenn :
SKET
p.110
Doue da ray d’ar wezennig Avel dous ha glizhenn dener, ’Vit ma vleunio ar rozennig, Pell diouti ar gwallamzer !
Doue da rei d’ar weennig Avel dous ha glizenn dener, ’Vit ma vleuio ar rozennig, Pell diouti ar gwall-amzer !
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
Hag, e-pad ma oc’h en ho kwele, tomm deoc’h, kousket mat, e riskl e vuhez Bilzig, ar paotrig a drizek vloaz, a zo dindan ar glav pe ar gwallamzer o pesketa evidoc’h al legestr, ar c’havr-vor a zebrfet warc’hoazh d’ho lein pe d’ho koan.
Hag, e-pad ma oc’h en ho kwele, tomm d’ec’h, kousket mat, e riskl e vuhe Bilzig, ar pôtrig a drizek vlâ, a zo dindan ar glao pe ar gwall-amzer o pesketa evidoc’h al legestr, ar c’havr-vor a zebrfet warc’hoaz d’ho lein pe d’ho koan.