I.
V.k.e.
1. (db. an dud)
Ober gaou (ouzh).
Ma gwallañ a reot gant ho kevier.
2. Rediañ (ub.) dre nerzh da gaout darempredoù rev.
Gwallañ ur plac'h.
HS. palforsiñ.
3. (db. madoù an douar)
Lakaat da goll danvez pe dalvoudegezh.
Gwallet eo an ed gant ar sec'hor.
HS. foeltrañ, gwastañ.
II.
V. em.
EN EM WALLAÑ
1. Mont da c'hast.
En em wallañ a ra evit un nebeud gwenneien.
2. Rouez
En em zistrujañ.
Daveenn :
GON.II
pg gwalla (Vous me nuirez par vos mensonges).
Gwallet eo ar plac'h-se ganeoc'h.
Gwalled eo ar plac'h-zé gan-é-hoc'h.
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwalla (Vous avez déshonoré cette fille).
An dra-se en deus va gwallet.
Ann drâ-zé en deûz va gwallet.
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwalla (Cela m'a fait du tort).
gwallañ
gwalla
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg difloura
gwallañ
gwalla
1850
Daveenn :
GON.II
pg gaoui, gwalla (Faire du mal, du tort, du dommage à quelqu'un. Nuire. Endommager. Léser. Préjudicier à... Déshonorer. Séduire. Forfaire), gwalluz, lorbéin, torfédi
gwallet
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwalla (Faire du mal, du tort, du dommage à quelqu'un. Nuire. Endommager. Léser. Préjudicier à... Déshonorer. Séduire. Forfaire. Part.)
Ar baotred, diouzh o zu, a oa e-keñver ar plac’hed yaouank leal ha leun a enor ; ne glaskent nag o zouellañ nag o gwallañ ; ha ne save etrezo na droug na kenoaz diwar-benn merc’hed.
Ar baotred, diouz o zu, a oa e-kenver ar plac’hed yaouank leal ha leun a enor ; ne glaskent nag o zouella nag o gwalla ; ha ne save etrezo na droug na kenoaz diwar-benn merc’hed.
1923
Daveenn :
SKET
p.68
Diouzh an arouezioù-se e voe anat da bep unan ez oant bet skoet gant droukrañs an doueed en abeg d’an torfed o doa graet : gwallañ gwerc’hezed sakr, merc’hed a ouenn Vanos.
Diouz an aroueziou-ze e voe anat da beb-unan ez oant bet skôet gant droukrans an doueed en abeg d’an torfed o doa graet : gwalla gwerc’hezed sakr, merc’hed a ouenn Vanos.
1923
Daveenn :
SKET
p.117
klask gwallañ
klask gwalla
1931
Daveenn :
VALL
pg attenter
gwallañ
gwalla
1931
Daveenn :
VALL
pg (s')avarier
Gwallañ mezhus hor merc'hejoù, / Buhez darn ac'hanomp lemel, / Tanañ, skignañ gwall dorfejoù, / Setu labour ha droukemell / Al livastred, ar baganed / D'an Nasion sitoianed.
Gwalla mezus hor merc'hejou, / Buhez darn ac'hanomp lemel, / Tana, skigna gwall-dorfejou, / Setu labour ha drouk-emell / Al livastred, ar baganed / D'an Nasion sitoyaned.