I.
A.
H.b.
[1659, 1732, 1850, 1985, 2015] Stad an aergelc'h e koulz pe goulz, dreist-holl e-keñver al levezon war buhez hag obererezh an dud.
[1659, 1732] En em ober diouzh an amzer.
[1850] N'eo ket bet mat an amzer da eostiñ. [1867] Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad.
[1944] D'ar Sul 14 a viz Eost, dre un amzer domm-kenañ, an heol a boazhe, am eus soñj, an oabl a oa didarch evel ur sklasenn, un engroez a dud a ruilhe diouzh Montroulez war-du bourk Plouyann, n'emañ nemet ul lev bennak diouzh kae Treger. [1985] Ha dre ma lakomp penn er Su, an amzer, e-lec'h mont war dommaat evel ma vijed o c'hortoz, a ya er c'hontrol war freskaat.
&
(gant un ag.)
[1659, 1732, 1909] Amzer gaer. [1659] Amzer furluok. [1699, 1732] Amzer sioul.
[1732] Amzer galet, garv. [1732] Amzer dizavel ha mor plaen. [1732] Birvidik, tomm (eo) an amzer. [1732] Amzer gardis. [1732] Amzer fresk.
[1850] An amzer domm a zarevo ar sivi. [1850] D'an diskar-loar e teuy marteze an amzer vrav. [1850] Amzer lug. [1850] Arnevus eo an amzer. [1850] An amzer domm-se a eogo ar piz. [1850] Erc'hus-bras eo an amzer.
[1909] Amzer zourek. [1909] Amzer bouilhardus. [1909] Fouest eo an amzer. [1909] Amzer rust. [1931] Amzer avelus, dourus, luc'hedus, kleñvedus, revus, vleunius. [1931] Eizhtez penn hiziv e oa kaer an amzer. [1931] Kaer eo an amzer. [1954] [...] bez' eus amañ e moger va liorzh war ribl an hent ur feunteun ma kaver enni hep mar na marteze gwellañ dour tro-war-dro, ha dour e-leizh, forzh pegen kras e c'hellfe bezañ an amzer. [2015] Yen eo an amzer.
Amzer vat, vrav. Amzer but, glouar, yen. Amzer vrein : fall. Amzer ruz : fall-kenañ. Sioul eo an amzer. Avelek eo an amzer. Sasun eo an amzer : klouar, plijus eo. Digompez eo an amzer. Stummet fall, doareet fall, troet fall eo an amzer : emañ-hi o treiñ da fall. Troet eo an amzer da fall.
&
(gant un ak.)
Amzer c'hlav, erc'h. Amzer c'hoañv, hañv.
&
(gant ur v.)
[1732] Amzer domm a ra. [1732] Kalmiñ a ra an amzer. [1732] Sioulaat a ra an amzer. [1732] E-keit ma vez ar verdeidi o tijuniñ e teu an amzer da sevel. [1732] Sklaeraat, splannaat a ra an amzer.
[1850] Amzer gaer a ra. Amzer divalav, fall, vat vrav zo, a ra.
[1929] Hinoniñ a rae an amzer.
Chom a ray an amzer ? : chom a ray brav ? Petra a ray an amzer ? : penaos e troy ? Sevel a ra an amzer : sklaeraat a ra an oabl. Buan e teu an amzer da stankañ : buan e teu an oabl da vezañ goloet a goumoul. Koumoulañ a ra an amzer : dont a ra koumoul en oabl. Soublañ a ra an amzer : dont a ra da vezañ soubl, souploc'h. An amzer zo o vont da dreiñ : zo o vont da vezañ fall.
&
(gant ar v. bezañ)
Amzer fall zo ganti : emañ-hi o treiñ da fall. Diougan, seblant amzer vrav, fall zo : stummet eo da vezañ brav, fall. Kazarc'h zo en amzer: emañ-hi o vont d'ober kazarc'h. Gor, broutac'h zo en amzer : touforek eo. Diougan glav, gouenn c'hlav, lusk da c'hlav zo en amzer : emañ-hi o vont d'ober glav. A-frapadoù hir, a daoladoù hir, a laziadoù hir emañ an amzer : chom a ra pell heñvel a-raok kemmañ. Deuet eo an amzer da vrav : deuet eo da vezañ brav.
&
Un diaoul a amzer, ur c'hast amzer : prantad amzer fall-spontus.
&
Trl.
Ober un taol amzer fall : ur prantad amzer fall. Tapout un taol amzer : bezañ war vor pa vez ur prantad amzer fall.
&
Gouzout diouzh an amzer : bezañ gouest da lavaret penaos e vo an amzer.
&
[1927] Gwelet an amzer : sellet dre ar prenestr an amzer a ra er-maez.
B.
Dre ast.
1. Oabl.
[1850] Du eo an amzer : teñval an oabl. [1850] Ar c'houmoul a laka an amzer da vezañ teñval. Sevel en ebr hag en amzer : en oabl. Me a gav teñval an amzer. Sklaeraat a ra an amzer.
2. [1904, 1927] En amzer : en aer.
[1904] Treuziñ an amzer. [1927] Nijal en amzer. Strinkañ udb. en amzer. Bez' ez eus brini o punañ en amzer. Eon zo en amzer : koumoul gwenn zo en oabl.
HS. er vann.
3. [1732] Dindan pep seurt amzer, [1927, 1931] dindan an amzer (vras), [1927] en amzer (vras), [1904] d'an amzer : er-maez, hep goudor.
Bezañ kousket dindan an amzer vras.
&
Mont dindan an amzer fall, edan an amzer fall : mont er-maez pa vez fall an amzer. Mont er-maez dindan an holl amzer : mont war vor ne vern penaos e vefe an amzer.
&
Trl.
E-barzh an amzer ! : er-maez ! Kit e-barzh an amzer !
&
[1927] Bezañ dindan ar seizh amzer : bezañ er-maez ne vern penaos emañ an amzer.
&
Tr.
Bevañ, kousket en amzer vras : Bevañ, kousket er-maez eus ur savadur bennak e-pad ur mare hir pe hiroc'h
4. Termen a dalvez da aroueziñ ar yenijenn.
Pa vez unan boazet da chom en e di e krog an amzer ennañ diouzhtu.
5. Tr.
[1850] Bezañ evel an amzer : bezañ cheñch-dicheñch (en e soñjoù, e zoareoù da sk.)
[1850] Eskemmus eo evel an amzer.
6. Dre skeud
[1867] Amzer fall : prantad diaes d'an hini a vev anezhañ.
[1867] E-pad m'on gwallgaset, m'eo din fall an amzer.
II.
B.
[1732, 1927] Stad eus an aergelc'h e koulz pe goulz.
[1732] Un amzer gaer ha sklaer. [1732] Un amzer gaer, Doue r'er binnigo.
[1927] Gwelet an amzer : sellet dre ur prenestr da welet penaos emañ an amzer.
&
alies
Amzer fall.
Setu amañ un amzer avat ! N'eo ket un amzer da vont er-maez.
&
[1925, 1927] Dindan an amzer : en diavaez, hep gwasked.
&
Redek dindan pep amzer, bezañ dindan ar seizh amzer : dindan kement seurt amzer a vez.
Référence :
GReg
pg froid (Pendant la rigueur du froid.)
dre an amzer ar yenañ
dre an amser ar yenâ
1732
Référence :
GReg
pg froid (Pendant la rigueur du froid.)
dre an amzer ar yenañ
dre an amser ar guienâ
1732
Référence :
GReg
pg froid (Pendant la rigueur du froid.)
amzer sioul
amser syoul
1732
Référence :
GReg
pg bonace (calme sur mer)
amzer dizavel ha mor plaen
amser disavel ha mor plean
1732
Référence :
GReg
pg calme (bonace sur mer)
amzer sioul
amser syoul
1732
Référence :
GReg
pg calme (bonace sur mer)
sioulaat a ra an amzer
syoulat a ra an amser
1732
Référence :
GReg
pg calmer (le tems se calme)
kalmiñ a ra an amzer
calmi a ra an amser
1732
Référence :
GReg
pg calmer (le tems se calme)
tomm eo an amzer
tom eo an amser
1732
Référence :
GReg
pg (il fait) chaud
amzer domm a ra
amser dom a ra
1732
Référence :
GReg
pg (il fait) chaud
tomm an amzer
tuem en amsér
1732
Référence :
GReg
pg (il fait) chaud
birvidik eo an amzer
birvidicq eo an amser
1732
Référence :
GReg
pg chaud (chaude)
amzer kalet
amser caled
1732
Référence :
GReg
pg airain
amzer fresk
amser fresq
1732
Référence :
GReg
pg gaillard (Un tems gaillard.)
amzer garv
amser garo
1732
Référence :
GReg
pg airain
amzer gardis
amser gardis
1732
Référence :
GReg
pg gaillard (Un tems gaillard.)
amzer dous, glav dous
amser douçz, glao douçz
1732
Référence :
GReg
pg (tems) doux (pluïe douce)
sklaeraat, splannaat a ra an amzer
sclaeraat, splannaat, a ra an amser
1732
Référence :
GReg
pg (le tems s') éclaircit
dindan pep seurt amzer
dindan pep seurd amser
1732
Référence :
GReg
pg exposé (aux injures de l'air)
kemeret an amzer evel ma teu
qemeret an amser evel ma teu
1732
Référence :
GReg
pg accomoder
en em ober diouc'h an amzer
èn em ober diouc'h an amser
1732
Référence :
GReg
pg accomoder
e-pad an amzer fresk
e pad an amser fresq
1732
Référence :
GReg
pg fraicheur (Pendant la fraicheur.)
un amzer rivus
un amser rivus
1732
Référence :
GReg
pg frilleux (Un temps frilleux, qui donne du froid.)
un amzer anouedus
un amser annoëdus
1732
Référence :
GReg
pg frilleux (Un temps frilleux, qui donne du froid.)
Yen eo an amzer.
Yen eo an amser.
1732
Référence :
GReg
pg froid (Il fait froid.)
A-dog div eurvezh amzer e skrivas.
Adoc diou heurvez-amser, e scrivas.
1732
Référence :
GReg
pg heure (Il écrivit deux heures de suite.)
E-keit ma vez ar verdeidi o tijuniñ e teu an amzer da sevel.
E qéhyd ma véz ar verdaïdy o tijuni, e teu an amser da sevel.
1732
Référence :
GReg
pg hausser (Pendan que le Matelot déjeune le temps se hausse.)
amzer grizilhus
amser grisilhus
1732
Référence :
GReg
pg grêle (Tems sujet à donner de la grêle.)
amzer cazarc'hus
amser cazarc'hus
1732
Référence :
GReg
pg grêle (Tems sujet à donner de la grêle.)
amzer révus
amser révus
1732
Référence :
GReg
pg gelée (Tems propre à donner de la gelée.)
Rev-gwenn er c'hresk, / Amzer gaer ha fresk. / Rev-gwenn en diskar, / Amzer gleb hep mar.
Réau guénn èr c'hresq, / Amser gaër ha fresq : / Réau guénn èn discarr, / Amser gleb hep mar.
1732
Référence :
GReg
pg gelée (On dit proverbialement en François & en Breton : / Gelée blanche au croissant, / Marque de beau tems : / Gelée blanche au decours , De la pluïe sous trois jours.)
amzer gaer
amser gaër
1732
Référence :
GReg
pg beau (tems)
un amzer gaer ha sklaer
un amser gaër ha sclaer
1732
Référence :
GReg
pg (un) beau (tems, un tems serein)
un amzer gaer, Doue r' er binnigo
un amser gaër, Doüe r'er binnigo
1732
Référence :
GReg
pg (un) beau (tems, un tems serein)
D'an diskar-loar e teuy marteze an amzer vrav.
D'ann diskar-loar é teûi martézé ann amzer vraô.
1850
Référence :
GON.II
pg diskar-loar (Le beau temps viendra peut-être au décours de la lune).
An amzer domm a zarevo ar sivi.
Ann amzer domm a zarévô ar sivi.
1850
Référence :
GON.II
pg darévi (Le temps chaud mûrira les fraises).
Biskoazh ne welis un hevelep amzer.
Biskôaz na wéliz eunn hévéleb amzer.
1850
Référence :
GON.II
p.63
Eskemmus eo evel an amzer.
Eskemmuz eo ével ann amzer.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg eskemmuz (Il est changeant comme le temps).
Bravoc’h amzer a ra hiriv evit dec’h.
Bravoc’h amzer a ra hiriô évid déac’h.
1850
Référence :
GON.II
p.64
Erc'hus-bras eo an amzer.
Erc'huz brâz eo ann amzer.
1850
Référence :
GON.II
pg erc'huz (le temps est bien neigeux).
amzer lug
amzer lûg
1850
Référence :
GON.II
pg lûg (temps auquel la chaleur est excessive et étouffante, quoique le soleil ne paraisse pas).
N'eo ket bet mat an amzer da eostiñ.
Né két bét mâd ann amzer da éosti.
1850
Référence :
GON.II
pg éosta, éosti (le temps n'a pas été favorable pour la moisson).
Arneüs eo an amzer.
Arnéuz eo ann amzer.
1850
Référence :
GON.II
pg arnéuz (Le temps est orageux).
An amzer domm-se a eogo ar piz.
Ann amzer domm-zé a éogô ar pîz.
1850
Référence :
GON.II
pg éogi (Ce temps chaud mûrira les pois).
Ar c'homoul a laka an amzer da vezañ teñval.
Ar c'hommoul a laka ann amzer da véza téval.
1850
Référence :
GON.II
pg kommoul (Les nuages rendent le temps sombre).
du eo an amzer
dû eo ann amzer
1850
Référence :
GON.II
pg dû (Le temps est noir, obscur).
Amzer gaer a ra.
1850
Référence :
GON.II
pg amzer (Il fait beau temps).
E-pad m'on gwallgaset, m'eo din fall an amzer / E verr, pa vezo aet an dud d'ar parkeier, Me a denno ac'hann ganen va disvesker.
Epad m’ounn gwall-gaset, m’eo d’in fall ann amzer / E-verr, pa vezo eat ann dud d’ar parkeier, Me a denno ac’han gan-en va disvesker.
1867
Référence :
MGK
p43
Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad; hag e-pad ma veze tro-war-dro o wiriñ, e kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi.
Dioc'h ma veze 'nn amzer, al labouz tremeniad, a c'hwie pell a-raok pe goulz vije barrad, hag epad ma veze tro-war-dro o viri, e kase ar c'helou a-bell d'ar vordeidi.
1867
Référence :
MGK
p13
Deuet eo an noz, teñval eo an amzer ; n’eus den war vale adalek beg Milio betek enezenn Vriad, o vont dreist bourk Perroz ha kêr Landreger.
Deuet eo an noz, tenval eo an amzer ; n’euz den var vale adalek bek Miliau beteg enezen Brehat, o vont dreist bourk Perros ha kear Landreger.
1877
Référence :
EKG.I.
p.94
Heñvel e oant ouc’h ar goabrenn a sav en oabl. Goloet eo an heol, du eo an amzer, mes ne strakl ket c’hoazh ar gurun.
Henvel oant ouc’h ar goabrenn a zao enn oabl. Goloet eo an heol, du eo an amzer, mez ne strakl ket c’hoaz ar gurun.
1877
Référence :
EKG.I.
p.266
Gouzout a rit edod, er mare-se, e-kreiz miz Meurzh ; ar goañv a yoa rust, yen e oa an amzer, ar poull a yoa skornet.
Gouzout a rit edot, er mare-ze, e kreiz miz meurz ; ar goan a ioa rust, ien oa an amzer, ar poull a ioa skournet.
1878
Référence :
EKG.II
p.162
Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.
Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en eur lakaat an tan war eun alumetezenn, d'an noz, er devalijen, n' an euz ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel eur vogedenn lugernuz ?... Ze a c'hoarvez peurvuian pa ve gleb an amzer ha mouest an alumetez.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
Ha soñj dit, mignon Tomaz, ar seier a vano ganimp, a vo mat, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en-giz ballino[ù] pa vez[z] rev en amzer ; hag un tamm plom en beg eur fiselenn a zo mat da dizhañ gedon.
Ha sonj d'it, mignon thomas, ar seier a vano gan-imp, a vo mad, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en giz ballino pa ve reo en amzer ; hag eun tamm plom en beg eur fiselen a zo mad da diza gedon.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
d'an amzer
d'en amzér
1904
Référence :
DBFV
pg. amzér (exposé au grand air)
treuziñ an amzer
trezein en amzér
1904
Référence :
DBFV
pg. amzér (traverser l'espace)
amzer soupl
amzer zoubl
1909
Référence :
BROU
p. 421 (temps humide)
fouest eo an amzer
1909
Référence :
BROU
p. 239 (le temps est lourd)
amzer zourek
1909
Référence :
BROU
p. 243 (pluvieux)
amzer rust
amzer-rust
1909
Référence :
BROU
p. 416 (gros temps, tempête)
Diouzh an avel, neuz ha red ar c’houmoul, stuz an neñv noz ha beure, liv an heol ha doare al loar, e ouient diouganiñ an amzer.
Diouz an avel, neuz ha red ar c’houmoul, stuz an nenv noz ha beure, liou an heol ha doare al loar, e c’houient diougani an amzer.
1923
Référence :
SKET
p.39
E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).
E-kreiz noz, diouz m’eman brud, pa vez an oabl o hinoni hag al loar o skedi en nenv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o beziou da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azeza a reont a-strolladou war gern ar c’hrugellou hag e kenprezegont laouen en eur arvesti ouz an nenv hag ouz ar mor (2).
1923
Référence :
SKET
p.130
Bilzig, ankouaet ’ta gantañ e le, un devezh, brav an amzer anezhi, aet Izabel en hent, Katellig war e skoaz, Yannig krog en e zorn, ha Madelen war e lerc’h, ac’h eas d’an traezh.
Bilzig, ankouaet ’ta gantan e le, eun devez, brao an amzer anei, aet Izabel en hent, Katellig war e skoa, Yannig krog en e zorn, ha Madelen war e lerc’h, ac’h ês d’an trêz.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)
Hinoniñ a rae an amzer, ur bam ! ha skedus-holl e veze an heol en deiz-se ha, padal, gant an taerañ barrad e veze hejet ar mor hag ar c’hoadoù.
Hinoni a rae an amzer, eur bam ! ha skedus-holl e veze an heol en deiz-se ha, padal, gand an taera barrad e veze hejet ar mor hag ar c’hoadou.
1924
Référence :
SKET.II
p.34
Ha pa veze an amzer gaer en-dro, sec’het an douar gant an aezhenn ha tommet gant an heol, war an donenn end-eeun, er geot e-mesk ar bleunioù eo e lakae ar bugelig (2).
Ha pa veze an amzer gaer en-dro, sec’het an douar gand an aezenn ha tommet gand an heol, war an donenn end-eeun, er geot e-mesk ar bleuniou eo e lakae ar bugelig (2).
1924
Référence :
SKET.II
p.13
Ker klouar da beb amzer an temz-hin anezho ma vev an dud ez noazh (2) ha ma kouskont e-pad an noz e-maez o ziez dindan ar stered hag an amzer.
Ker klouar da beb amzer an temz-hin anezo ma vev an dud ez noaz (2) ha ma kouskont e-pad an noz emaez o zïez dindan ar stered hag an amzer.
1924
Référence :
SKET.II
p.72
Sevel abred eus ar beure, hervez ar mare, chom e-pad an deiz, a-wechoù e-pad an noz dindan an amzer : setu doare ar paotr.
Sevel abret eus ar beure, herve ar mare, chom e-pad an de, a-wechou e-pad an noz dindan an amzer : setu doare ar pôtr.
1925
Référence :
BILZ2
p.107
en amzer vras
1927
Référence :
GERI.Ern
pg amzer (-vivre- au grand air)
en amzer
1927
Référence :
GERI.Ern
pg amzer (-voler- en l'air)
dindan an amzer
1927
Référence :
GERI.Ern
pg amzer (à l'air)
be(z)añ dindan ar seizh amzer
be(z)añ dindan ar seiz amzer
1927
Référence :
GERI.Ern
pg amzer (être dehors par tous les temps, Trég.)
gwelet an amzer
1927
Référence :
GERI.Ern
pg amzer (voir au dehors -par la fenêtre-)
Hinoniñ a rae an amzer. Tomm an heol. Un engroez a dud a zo o vont-dont gant ar straejoù.
Hinoni a rae an amzer. Tomm an heol. Eun engroez a dud a zo o vont-dont gant ar streajou.
D'ar Sul 14 a viz Eost, dre un amzer domm-kenañ, an heol a boazhe, am eus soñj, an oabl a oa didarch evel ur sklasenn, un engroez a dud a ruilhe diouzh Montroulez war-du bourk Plouyann, n'emañ nemet ul lev bennak diouzh kae Treger.
D'ar sul 14 a viz Eost, dre eun amzer domm kenañ, an heol a boaze, am eus soñj, an oabl a oa didarch evel eur sklasenn, eun engroez a dud a ruilhe diouz Montroulez war du bourk Plouyann, n'emañ nemet eul leo bennak diouz kae Treger.
1944
Référence :
EURW.1
p70
Eviti da vezañ pell 'zo er vered, derc'hel a reer bete-vremañ d'ober meneg eus ar c'haezh Doue, rak bez' eus amañ e moger va liorzh war ribl an hent ur feunteun ma kaver enni hep mar na marteze gwellañ dour tro-war-dro, ha dour e- leizh, forzh pegen kras e c'hellfe bezañ an amzer.
1954
Référence :
VAZA
p.10
Ha dre ma lakomp penn er Su, an amzer, e-lec'h mont war dommaat evel ma vijed o c'hortoz, a ya er c'hontrol war freskaat : distanoc'h e oa e Casa eget e Bourdel ; ha freskoc'h e-tal Inizi Canarias eget e-tal ar Marok.
1985
Référence :
DGBD
p15
Teir anezhe a zo gwisket gant jiletennoù gloan du rak glavenniñ a ra er-maez ha yen eo an amzer.
2015
Référence :
EHPEA
p11
Note d'étude
Kemmadur dre vlotaat en anvioù-gwan goude "amzer".
S.o. fichenn "barr-amzer" ivez.