I.
H.g./H.b.
1. [1622, 1732, 1850, 1931, 1960] Rann eus an amzer a zeu goude ar pred, an amzer a vremañ.
[1622] Propoziñ fermamant d'amandiñ ar vuhez en amzer-da-zonet hag en em goñserviñ gwell diouzh pec'hed moaienant ar c'hras hag ar sikour a Zoue. [1732] En amzer-da-zont.
En amzer-da-zont e vo ret diwall gwelloc'h an endro.
2. Dre ast.
[1850, 1931, 1960] Hollad an darvoudoù zo da c'hoarvezout e buhez un den, ur bobl, h.a.
[1850] Rakwelout a ra an amzer-da-zont.
[1960] Teñval-sac'h gant koabrenn ar spont / ' Seblant din hon amzer-da-zont.
&
[1931] Troc'hañ e amzer-da-zont : e gas da netra.
HS. dazont.
ES. amzer-dremenet, tremened.
II.
H.g.
YEZHAD.
Hollad ar furmoù verb a dalvez da verkañ eo lec'hiet ar stad, an ober a zaneveller en ur prantad zo da zont.
Stummoù an amzer-da-zont zo miret mat e brezhoneg.
&
(impl. da anv unan)
Daou amzer-da-zont zo e brezhoneg : an amzer-da-zont eeun hag an amzer-da-zont kevrennek.
Propoziñ fermamant d'amandiñ ar vuhez en amzer-da-zonet hag en em goñserviñ gwell diouzh pec'hed moaienant ar c'hras hag ar sikour a Zoue. Erfin ez lavaro Pater noster hag Ave Maria, ar Gredo, hag ar Salve Regina, &c.
Proposiff fermamant d'amantiff'n buhez en amser da donet, hac en em conseruy guell diouz pechet moyenant an gracc ha-n sicour à Doue. en fin ez lauaro Pater noster hac Ave Maria, an Credo ha-n Salue Regina &c.
1622
Référence :
Do.
p54
an amzer-da-zont
an amser da zont
1732
Référence :
GReg
pg avenu (avenir, le tems à venir)
en amzer-da-zonet
en amsér de zonet
1732
Référence :
GReg
pg avenu (avenir, le tems à venir)
rakwelout a ra an amzer da zont
ragwélout a ra ann amzer da zoñt
1850
Référence :
GON.II.HV
pg ragwélout
Piv a oar petra a guzh e plegioù he mantell an amzer-da-zont ?…
Piou a oar petra a guz e plegiou he mantell an amzer da zonet ?…
1925
Référence :
BILZ2
p.154
troc'hañ e amzer-da-zont
trouc'ha e amzer-da-zont
1931
Référence :
VALL
pg avenir
amzer-da-zont
1931
Référence :
VALL
pg avenir
Digemeret da vat bachelour da viz Gouere 1898 e kuitais Kolaj Sant-Charlez Sant-Brieg gant a-walc'h a fiziañs em flanedenn hag en amzer-da-zont ma bro.
Digemeret da vat Bachelour da viz Gouere 1898, e kuitais Kolaj Sant-Charlez Sant Brieg gant awalc'h a fiziañs em flanedenn hag en amzer da zont ma Bro.
1944
Référence :
EURW.1
p64
Pa 'z eo deut hor pastor da dreiñ / Ha d'an Nasion d'en em reiñ, / Teñval-sac'h gant koabrenn ar spont / ' Seblant din hon amzer-da-zont.
Pa 'z eo deut hor pastor da drei / Ha d'an Nasion d'en em rei, / Teñval-sac'h gant koabrenn ar spont / ' Seblant din hon amzer da zont.