I.
H.g./H.b.
1. [1732, 1898] Rann eus an amzer zo bet a-raok ar pred, an amzer a vremañ.
[1732] Amzer-dremenet.
[1898] An den mat-se oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumilio er bla 1811) ; hag e ouie e-leizh a varvailho[ù], a werzio[ù], a dreo[ù] fentus pe a skouer vat war an amzer-dremenet.
2. Dre ast.
[1944] Hollad an darvoudoù zo c'hoarvezet e buhez un den, ur bobl, h.a.
[1944] Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh. [1944] A ya, hiriv e oa an amzer-dremenet o kouezhañ en he foull, hag an heol o parañ war ur maread nevez a Istor Breizh.
&
Trl.
Bevañ en amzer-dremenet : bezañ dalc'hmat o soñjal e darvoudoù ar vuhez tremenet.
HS. tremened.
ES. dazont.
II.
H.g.
YEZHAD.
Hollad ar furmoù verb a dalvez da verkañ eo lec'hiet ar stad, an ober a zaneveller en ur prantad zo tremenet.
Bez' eo an amzer-dremenet unan eus amzerioù pennañ an doare-disklêriañ e brezhoneg.
&
](impl. da anv unan)
Enebet e vez daou amzer-dremenet e brezhoneg : an amzer-dremenet ledan ouzh an amzer-dremenet strizh.
Référence :
GReg
pg ancienneté (Ancienneté, ce qui est d'un tems immemorial.)
An den mat-se oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumilio er bla 1811) ; hag e ouie e-leizh a varvailho[ù], a werzio[ù], a dreo[ù] fentus pe a skouer vat war an amzer-dremenet.
An den-mad-ze oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumiliau er bla 1811) ; hag e ouie e-leiz a varvailho, a werzio, a dreo fentuz pe a skouer vad war an amzer dremenet.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.
Ganet oun bet, evel holl vugale ma remzi, diouz kerent furmet o mennoziou war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet d'in blaz kenta amzer dremenet ma hendadou, eun tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzoniez.
1944
Référence :
EURW.1
p15
A ya, hiriv e oa an amzer-dremenet o kouezhañ en he foull, hag an heol o parañ war ur maread nevez a Istor Breizh.
A ya, hirio e oa an amzer dremenet o koueza en he foull, hag an heol o para war eur maread nevez a Istor Breiz.