Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g./H.b. 1. [1732, 1898] Rann eus an amzer zo bet a-raok ar pred, an amzer a vremañ. [1732] Amzer-dremenet. [1898] An den mat-se oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumilio er bla 1811) ; hag e ouie e-leizh a varvailho[ù], a werzio[ù], a dreo[ù] fentus pe a skouer vat war an amzer-dremenet. 2. Dre ast. [1944] Hollad an darvoudoù zo c'hoarvezet e buhez un den, ur bobl, h.a. [1944] Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh. [1944] A ya, hiriv e oa an amzer-dremenet o kouezhañ en he foull, hag an heol o parañ war ur maread nevez a Istor Breizh. & Trl. Bevañ en amzer-dremenet : bezañ dalc'hmat o soñjal e darvoudoù ar vuhez tremenet. HS. tremened. ES. dazont. II. H.g. YEZHAD. Hollad ar furmoù verb a dalvez da verkañ eo lec'hiet ar stad, an ober a zaneveller en ur prantad zo tremenet. Bez' eo an amzer-dremenet unan eus amzerioù pennañ an doare-disklêriañ e brezhoneg. & ](impl. da anv unan) Enebet e vez daou amzer-dremenet e brezhoneg : an amzer-dremenet ledan ouzh an amzer-dremenet strizh.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

amzer-dremenet

1732
Daveenn : GReg pg ancienneté (Ancienneté, ce qui est d'un tems immemorial.)

An den mat-se oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumilio er bla 1811) ; hag e ouie e-leizh a varvailho[ù], a werzio[ù], a dreo[ù] fentus pe a skouer vat war an amzer-dremenet.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

A ya, hiriv e oa an amzer-dremenet o kouezhañ en he foull, hag an heol o parañ war ur maread nevez a Istor Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p72

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial