Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

B. [1923, 1931, 2013] Prantad eus istor Europa etre an Henamzer hag an Azginivelezh, a ya eus dibenn ar Vvet kantved betek dibenn ar XVvet kantved. Ur c'hastell savet da vare ar Grennamzer. Skridoù eus ar Grennamzer. Ilizoù gotek ar Grennamzer. & Krennamzer uhelañ : deroù ar prantad-se. & ROUEZ [2013] Krennamzer henañ : Krennamzer uhelañ. & Krennamzer izelañ, Krennamzer diwezhañ : adal an XIvet, XIIVet kantved.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Hevelep treiñ, er Grennamzer, e lennegezh nevez-keltiek Iwerzhon, Celtia, Ebrel 1903 [...].

1923
Daveenn : SKET p.15

(1) [...] Naetadurezh, kibelladennoù, kouronkadennoù pemdeziek gant Kelted an Henamzer, Breizhiz hag Iwerzhoniz ar Grennamzer, Notennoù, XI. p. 16-7

1923
Daveenn : SKET p.52

Brudet e oa kened ar Gwanchezed, betek er Grennamzer, e-touez ar verdeidi spagnol ha norman […].

1923
Daveenn : SKET p.18

krennamzer

1924
Daveenn : SKET.II p.122 « Geriadurig », "Moyen-âge".

Krennamzer

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXI

An istorvezh, Henamzer, Krennamzer hag Amzer-vremañ

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p IX

Er Grennamzer, ar vrezelourien a zalc’he an dosenn, a gemenne an holl vro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.211

Eno eo, er XVIvet kantved, e voe ijinet ar ger "gotek" gant an arzvarnour Vaz[s]ari, da envel dre zismeg an opus francigenum diwar anv ar C'hoted, anezho ur bobl c'herman eus ar Grennamzer henañ hag a oa dezhañ pimpatrom ar varbariezh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

War o menoz d'ar pep brasañ eus he gweladennerien ez eo sur a-walc'h iliz-veur Kemper ur meni pimpatrom eus ilizoù gotek ar Grennamzer.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Evit ar vojenn-se da vezañ faltazius ken-ha-ken, ha bet savet dreist pep tra evit ezhommoù politikel da vare an Duked, e tiskouez splann e oa chomet bev hengoun Ilias Homeros betek penn pellañ kornôg Europa hag e-kreizig-kreiz ur Grennamzer gwallvrudet, e gaou, evit bezañ marevezh an dud dizesk ha gouez.

2016
Daveenn : ILIAS P 9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial