Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Pezh a ranker ober d'en em reizhañ ouzh ul lezenn pe ouzh ur reolenn a vuhezegezh a zegemerer. Ober e zleadoù. HS. dever. 2. Anaoudegezh vat a zleer da ub. Ur prof en tu-mañ d'hon dlead : zo nebeutoc'h a dra eget ar pezh zo dleet dimp. 3. Fetis Sammadoù arc'hant a ranker reiñ evit servijoù zo. Ar valtouterien a c'houlenno digantañ an dleadoù a ranker da baean war ar c'hig a gaser da Bariz.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

dlead

1850
Référence : GON.II pg dléad (Devoir. Obligation. Engagement).

dleadoù

1850
Référence : GON.II pg dléad (Devoir. Obligation. Engagement. Pl.)

Va dlead eo mont d'e welout.

1850
Référence : GON.II pg dléad (Il est de mon devoir d'aller le voir).

Tri dlead : Difenn ar Ouenn, Darnaouiñ pep gouiziegezh, Kennerzhiñ ar re wasket.

1909
Référence : REZI p.28

Hogen e kav deomp ez eo ar frankiz kentañ dlead ur boblad, ha diazez pep broadelezh.

1911
Référence : PSEP p VII

Un dlead deomp-ni, o gournizien, kerzhout war o roudoù hag ober hor galloud ma vo Keltia-da-zont par – ha dreist zoken ! – da Geltia-‘zo-bet. Keltia da viken !!

1923
Référence : SKET p.6

Dre-se o toujañ da c’hlanded o Gouenn, e vijent bet skoret da virout glanded o c’horf hag o dlead din-me.

1923
Référence : SKET p.112

Adalek e oad tenerañ ez oa bet kelennet ar bugel gant Velia diwar-benn e zleadoù.

1924
Référence : SKET.II p.25

Fall eo ar stumm-ober-se pa garfe harpañ ar gwellaat war ar genwarizi ha neket war vouezh [?] an dlead.

1924
Référence : SKET.II p.20, notenn (1)

Ankounac'haat a ra al lonker e brederioù hag e zleadoù hag e c'hell bezañ gwelet o tiroll da c'hoarzhin pe, er c'hontrol, oc'h en em reiñ d'ar gounnar.

1943
Référence : TOAA p2

Ha te eo, evel ur gouron, / Mabig tener, beleg santel / Kreñv ha dispont dirak antell / An Nasion, mamm ar spouron, / A zo deuet, kaerañ dlead, / Da reiñ skor d'ar c'hozh renead ?

1960
Référence : PETO p81

Em c'harg eo risklus an darbar / Ha kastizet 'vefen buan / ma ne sevenfen diarvar / Ma dleadoù gwitibunan.

1960
Référence : PETO p13

Ho tlead-c'hwi eo herzel ar muntrer-se, Aotrou komiser.

2015
Référence : EHPEA p224

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux