I.
V.k.e.
Degas glac'har en ub.
An diouer eus he bugale he doanias kenañ.
&
(en tu gouzañv)
He c'homzoù a lakaas anezhañ da vezañ doaniet.
EVEZH.
Distagañ a reer ar furm doagn (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['dwãnj].
II.
V. rag.
EN EM ZOANIAÑ
Netra ne respontas din. N’em boa ket a c’hoant d’en em zoaniañ re ; skeiñ a ris adarre ur wech, hag ur wech all c’hoazh, atav gant kros va fuzuilh, hag atav ne roed respont ebet din.
Netra ne respountaz dign. N’em boa ket a c’hoant d’en em zoania re ; skei a riz adarre eur veach, hag eur veach-all c’hoaz, atao gant kros va fuzil, hag atao ne roet respount ebed dign.
1878
Référence :
EKG.II
p.39
Nad it ket d’en em zoaniañ re, me ned in ket bremañ d’ar gouent, me a chomo ganeoc’h, ha me ‘gred e roio Doue deomp c’hoazh aes, hor bara er bed-mañ, da c’hortoz mont d’ar Baradoz da gaout hon tad hag hor mamm.
Na d-it ket d’en em zoania re, me ne d-ign ket breman d’ar gouent, me a joumo ganeoc’h, ha me gred e roio Doue d’eomp c’hoaz eaz, hor bara er bed-man, da c’hortoz mont d’ar Baradoz da gaout hon tad hag hor mamm.