Trist, glac'haret.
Doaniet e oa o c'halon. Un aer, un dremm doaniet. Doaniet e voe e dud ouzh e welet e-touez an dorfedourien. Doaniet a-walc'h e oan dre ma n'errue ket.
3. Trist voe Mari, melkoniet, / Hag en he c'halon estonet, / En ur soñjal pegen kalet / Jezuz gant poan e oa doaniet.
3. Trist voe Mary, melconiet, / Hac en he calon estonet, / En vn songal pe quen calet / Iesu gant poan ez v[o]a doanyet.
1622
Référence :
Do.
p59
doaniet
doanyet
1732
Référence :
GReg
pg ennuier (s'ennuïer)
Gwechall e voa peorien, evel a zo bremañ, / Hag ivez kalonoù hag a garie rannañ / Kement tra o devoa, madoù ha karantez, / Gant o breudeur doaniet, peorien en dienez.
Gwechall e voa peorien, evel a zo brema, / Hag ive kalounou hag a garie ranna / Kement tra ho devoa, madou ha karantez, / Gant ho breudeur doaniet, peorien enn dienez.
1867
Référence :
MGK
p119
Gant va zruez ouzhoc'h eo doaniet va c'halon.
Gant va zruez ouz-hoc'h eo doaniet va c'haloun.
1867
Référence :
MGK
p13
Dit eo kement a zo amañ, eme Gintus doaniet-holl.
D’it eo kement a zo aman, eme Gintus doaniet-holl.
1923
Référence :
SKET
p.105
Ur youl birvidik hag un hunvre ledan a rede pell a yoa, e goueled va c'halon doaniet : "Mont d'embregañ riskloù ha da redek bro".
Eur youl birvidik hag eun huñvre ledan a rede pell a yoa, e goueled va c'halon doaniet : "Mont d'embrega risklou ha da redek-bro".
1929
Référence :
SVBV
p.13
doaniet
1931
Référence :
VALL
pg attristé
Ar person abafet ha doaniet-bras, a zo aet da azezañ war e gador-vrec'hek, e benn etre e zaouarn.
Ar person abafet ha doaniet-bras, a zo eet da azeza war e gador-vrec'hek, e benn etre e zaouarn.
1960
Référence :
PETO
p42
Doaniet on, person, ha gwall drist Hag e soñjan en Aotrou Krist Dianzavet gant Simon Pêr, P'ho kwelan-me dare emberr da likaouiñ ar gozh flestrenn, An Nasion, deomp ken estren.
Doaniet on, person, ha gwall-drist Hag e soñjan en Aotrou Krist Dianzavet gant Simon Per, P'ho kwelan-me dare emberr da likaoui ar goz flestrenn, An Nasion, deomp ken estren.