Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1622, 1732, 1867, 1878, 1923, 1929, 1960] Trist, glac'haret. Un aer, un dremm doaniet. Doaniet e voe e dud ouzh e welet e-touez an dorfedourien. Doaniet a-walc'h e oan dre ma n'errue ket. [1622] Trist voe Mari, melkoniet, / Hag en he c'halon estonet, / En ur soñjal pegen kalet / Jezuz gant poan e oa doaniet. [1867] Gant va zruez ouzhoc'h eo doaniet va c'halon. [1878] Anat e oa e oa doaniet, mes n'he doa ket a c’hoant d’en diskouez ; moustrañ a rae he c’halon.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

3. Trist voe Mari, melkoniet, / Hag en he c'halon estonet, / En ur soñjal pegen kalet / Jezuz gant poan e oa doaniet.

1622
Daveenn : Do. p59

doaniet

1732
Daveenn : GReg pg ennuier (s'ennuïer)

Gant va zruez ouzhoc'h eo doaniet va c'halon.

1867
Daveenn : MGK p13

Gwechall e voa peorien, evel a zo bremañ, / Hag ivez kalonoù hag a garie rannañ / Kement tra o devoa, madoù ha karantez, / Gant o breudeur doaniet, peorien en dienez.

1867
Daveenn : MGK p119

Anat e oa e oa doaniet, mes n'he doa ket a c’hoant d’en diskouez ; moustrañ a rae he c’halon.

1878
Daveenn : EKG.II p.269-270

Dit eo kement a zo amañ, eme Gintus doaniet-holl.

1923
Daveenn : SKET p.105

Ur youl birvidik hag un hunvre ledan a rede pell a yoa, e goueled va c'halon doaniet : "Mont d'embregañ riskloù ha da redek bro".

1929
Daveenn : SVBV p.13

doaniet

1931
Daveenn : VALL pg attristé

Ar person abafet ha doaniet-bras, a zo aet da azezañ war e gador-vrec'hek, e benn etre e zaouarn.

1960
Daveenn : PETO p42

Doaniet on, person, ha gwall drist Hag e soñjan en Aotrou Krist Dianzavet gant Simon Pêr, P'ho kwelan-me dare emberr da likaouiñ ar gozh flestrenn, An Nasion, deomp ken estren.

1960
Daveenn : PETO p18

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial