Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Poan spered, glac'har. Kaout kalz a zoan hag a boanioù. Doan am eus o vont dioutañ. & (impl. da anv unan) Un doan vras. HS. anken, enkrez, nec'h. 2. Santad a enoe, a skuizhder spered. 3. Aon. Doan o doa na erruje ar soudarded da furchal an ti. & Kregiñ doan en ub. : kregiñ aon en ub. An hini a groge doan dezhañ a serre e zaoulagad. & Ki skaotet en deus doan rak dour bervet : ne vezer ket paket div wech gant an hevelep touell, en hevelep enkadenn, h.a. & Kaout doan rak e skeud : kaout aon rak an disterañ tra. 4. Trl. Ober doan da ub. : c'hoari troioù-kamm dezhañ.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

doan

1499
Daveenn : LVBCA p63 (ennuy)

doan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg doan

kaout enoe, doan, hirnezh

1732
Daveenn : GReg pg ennuier (s'ennuïer)

doan

1732
Daveenn : GReg pg ennui

doan

1732
Daveenn : GReg pg ennui

doan

1850
Daveenn : GON.II pg doan, énoé, gîn, chîf, niñv, tristidigez

doanioù

1850
Daveenn : GON.II pg doan

un doan vras em eus bet eus a gement-se

1850
Daveenn : GON.II pg doan

mantret eo gant an doan

1850
Daveenn : GON.II pg doan

Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.

1867
Daveenn : MGK p14

Dezhi [d'ar vaot] neuze lavar : / — « Ha perak d'an heizez em be kement a zoan ? / Setu amañ peadra da'm c'hoan ! »

1867
Daveenn : MGK p48

O klevet va frezeg arabat e ve poan : / An den a-zioc'h e vez a varv gant muiañ doan.

1867
Daveenn : MGK p103

Mervel, siwazh ! gant keuz ha doan / War-lerc'h ar vugale vihan / O deus ganet, o deus maget, / Ha diganto a ve lamet.

1867
Daveenn : MGK p110

Gantañ [ar gwaz], ganti [ar vaouez] e vezo poan, / Ha war ho lerc'h marteze doan.

1867
Daveenn : MGK p143

An tiad tud-se o doa doan o tispartiañ dioutañ ; ha koulskoude ma vije bet gouezet edo eno, e vijent bet barnet d’ar marv evit bezañ her c’huzhet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.52

Goude-se e kimiadjomp an eil dioc’h egile, ha me her lavar deoc’h, ne voe ket hep doan.

1878
Daveenn : EKG.II p.10-11

Gwechall ivez, eme Lom an Dibreder, an aele a [z]eue da vale war an douar : dont a raent evit reiñ sikour d’an dud en poan hag en doan.

1925
Daveenn : BILZ2 p.137

doan

1931
Daveenn : VALL pg alarme (frayeur), appréhension

kaout doan

1931
Daveenn : VALL pg appréhender (craindre)

Doan vihan ar raskadenn a voe skubet buan gant preder ar veaj kaer e oan o vont da ober.

1944
Daveenn : EURW.1 p.108

Alies eno, leun a zoan ; / E kleven kontañ, goude koan, / Al lazhadeier, muntroù dall, / An distruj kriz, an tanioù-gwall / A strew didruez chas ar preizh / E-touez hon tud, hor broiz keizh.

1960
Daveenn : PETO p60

Ma vo dizrouk o zreizh er bed, / A- holl-galon, breudeur bepred, / Ma ne vo mui na Gwenn na Glaz, / Drailh ruz ganto 'vel ki ha kazh, / Ma ne vo ken na droug na doan, / O ! ma Jezuz, C'hwi ar gwir Oan !

1960
Daveenn : PETO p84

Pa oa aet kuit e ouien he doa graet he soñj met un tamm doan am boa c'hoazh ennon.

2015
Daveenn : EHPEA p323

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial