Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Glac'harus. Ur c'heloù doanius. Ur c'himiad berr ha doanius. Degouezhet ez eus un darvoud doanius meurbet. 2. Mantrus. Doanius eo gwelet ur park lezet e fraost. Doanius e kave gwelet pegen diseblant e oant. DHS. trist. 3. Melkonius. Ur mousc'hoarzh doanius. DHS. hiraezhus, trist, tristidik. 4. A ra aon. HS. spontus. II. Adv. En un doare trist meurbet. [1867] Un den toc'hor ha kantvloaziad / En ur glemm doanius war e stad, / Lavare d'ar marv [e] rae dezhañ re abred, / Heb bezañ war e du, mont er-maez eus ar bed.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

doanius

1732
Daveenn : GReg pg ennuieux (euse)

doanius

1850
Daveenn : GON.II pg doaniuz, énoéuz, glac'haruz, chifuz, trist

Keloù doanius em [sic] eus da lavarout deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg doaniuz (J'ai des nouvelles tristes à vous apprendre.)

Mervel, mervel a zo spontus, / A-greiz an nerzh ez eo doanius, / Doanius, dreist-holl, pa vez tra ret / Lavaret kenavo d'ar bed / Pell dioc'h ar vro, pell dioc'h ar vamm, / Ha dioc'h kalonoù all a lamm.

1867
Daveenn : MGK p69

Ha diaes oc'h ma'z it kuit ? E-keñver ar poanioù a zigas ranngalon, hini n'eo ken doanius ha ouelañ ur mignon !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid p.XIV

Tizhet en e galon gant ur bir askellek, / Ul labous o ouelañ war e stad truezus, / Dre ma washae dezhañ, a lavare doanius : / — « Ha ret eo e vemp-ni eus hor marv kiriek !

1867
Daveenn : MGK p106

Un den toc'hor ha kantvloaziad / En ur glemm doanius war e stad, / Lavare d'ar marv [e] rae dezhañ re abred, / Hep bezañ war e du, mont er-maez eus ar bed.

1867
Daveenn : MGK p101

Lavaret deoc’h pegen doanius, pegen heugus zoken e oa ar gwel a gement-se, ne c’hellan ket hen ober.

1877
Daveenn : EKG.I. p.32

Ur c’henavezo doanius a leveris ivez da Ion an Deniel ha da C’houlc’hen Abolier.

1878
Daveenn : EKG.II p.56

En dro-mañ arvar ebet ken ; gouzout a ran bremañ eus a belec’h e teu ar vouezh doanius !

1878
Daveenn : EKG.II p.49

Neuze, evel el lavar Ulatia Veleta en he c’hanennoù, ar Ouenn n’he doa biskoazh gouzañvet poan, dizanav dezhi daeroù ha keinvan, dic’hlac’har bepred ar galon ha digleñved ar c’horf anezhi, hec’h ene bepred divoustr ha disaotr, a welas oc’h en em astenn divent dirak he selloù sebezet kadlann daer ar bed, hag o tibunañ dirak he c’hammedoù hentoù teñval ha doanius amzervezh ar Vouc’hal hag ar C’hleze.

1923
Daveenn : SKET p.79

perak dremmoù ken doanius-se deoc'h ?

1931
Daveenn : VALL pg (pourquoi avez-vous l')air (si triste)

doanius

1931
Daveenn : VALL pg affligeant, alarmant, attristant

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial