donder
Ragaroueziet war o hent gant nij an evned, bleniet gant kerzhadeg al loened pevarzroadek, e tenne darn war-du ar Sav-heol, darn war-du ar C’huzh-heol ; darn all a steuzie diwar wel ar bagad anezho e donderioù koadek an Hanternoz ; re-all c’hoazh a droe o c’hammedoù war-du ec’honderioù heoliet-frank ar C’hreisteiz.
Bez' e lavared ne veze ket a grignerezh dindan ar mor, en enep d'ar pezh a c'hoarvez war an douar : e-tal an aodoù e veze gouest marteze ar froudoù-mor da gleuzañ ; en tu-hont da gant metr donder, avat, ne vije ket evit kas da benn ur seurt labour.
An anv-se : Gourvazenn an Douar-Bras - Plate-forme continentale e galleg, Kontinental Schelff en alamaneg, Continental Shelf e saozneg -, a reer eus an tachennadoù, kompez a-walc'h, a gaver etre an aod ha 200 m. donder, betek Torrod-meur an Douar-Bras - galleg : Talus continental ; alamaneg : Kontinental Abfall ; saozneg : Continental Slope - hag a ziskenn a-ziribin betek 1.000, 2.000 m. hag ouzhpenn.
Dre ma veze astaolet war ar c'hartennoù an donderioù kavet, e teued da welout traoniennoù o troidellañ e lec'hioù a zo, pell-tre diouzh an aod.
Skinañ a rae gant ur gened disi. Ar muzelloù, ruz-livet, a oa un hoal, daoust d'o mousklenn. An daoulagad du ha gleb, a zeve en o donder un tan a daole sklerijenn ha gwrez war an dremm paret warnañ.
Hag e Porzh-Bouet e vezont c'hoazh gwashoc'h marteze dre ma 'z eus kalz dinaou gant an draezhenn : kant metrad donder a gaver tostik-tre ouzh an douar.
Soñjal a reas er pesked o neuial e donder ar mor dre an dour didurmud, hag a veze sachet trumm gant ar roued betek ar gorre, kaset e-kreizig-kreiz ar gorventenn.
Mots précédents
Mots suivants
dondervuzulierezh