I.
1. Ment a-sonn ur c'horf, un ec'honenn deirmentek muzuliet eus krec'h da draoñ.
Pemp metr eo donded ar puñs. Ur roued eizh metr donded a ziskenn eizh metr dindan vor.
2. Lec'h don, lec'h kreiz.
Pesked iskis a vez kavet en donded.
&
Dre skeud.
Kreiz.
E donded ma c'halon.
DHS. don.
HS. donder.
II. Ment a-led ur c'horf, un ec'honenn deirmentek, muzuliet eus an tu a-raok d'an tu a-dreñv.
En amheol glas a oa en em ledet war ar mor, m’edo gantañ evel mantellet a gañv, e verzas Vindosêtlos, dirak staon e vag, dour ar ganol du da welout e-kreiz an tachadoù eon. An donded eo hel lakae da vezañ du.
En amheol glas a oa en em ledet war ar mor, m’edo gantan evel mantellet a ganv, e verzas Vindosêtlos, dirak staon e vag, dour ar ganol du da welout e-kreiz an tachadou eon. An dounded eo hel lakae da veza du.