Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Ment a-sonn ur c'horf, un ec'honenn deirmentek muzuliet eus krec'h da draoñ. Pemp metr eo donded ar puñs. Ur roued eizh metr donded a ziskenn eizh metr dindan vor. 2. Lec'h don, lec'h kreiz. Pesked iskis a vez kavet en donded. & Dre skeud. Kreiz. E donded ma c'halon. DHS. don. HS. donder. II. Ment a-led ur c'horf, un ec'honenn deirmentek, muzuliet eus an tu a-raok d'an tu a-dreñv.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

En amheol glas a oa en em ledet war ar mor, m’edo gantañ evel mantellet a gañv, e verzas Vindosêtlos, dirak staon e vag, dour ar ganol du da welout e-kreiz an tachadoù eon. An donded eo hel lakae da vezañ du.

1924
Daveenn : SKET.II p.43

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial