Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Armerzh Hollad obererezhioù a ya d'ober ur rann en armerzh ur vro. Setu enket un nebeud gennadoù : ar c'hig-yer, ar vioù, ar c'hig-moc'h. & Gennad kentañ : hollad an obererezhioù kenderc'het ganto danvezioù diaoz (gounezerezh, mengleuzioù, pesketaerezh, h.a.). & Eil gennad : hollad an obererezhioù kenderc'het ganto danvezioù treuzfurmet, oberiet (labouradegoù, sevel-tiez, h.a.). & Trede gennad : obererezhioù ganto un dalvoudegezh armerzhel, daoust ma ne genderc'hont ket o-unan madoù fetis (tiez-bank, melestradurezh, gourmarc'hadoù, h.a.). & [2015] Ar gennad foran : hollad an embregerezhioù zo dindan ren ar Stad. [2015] Kargadez ar Stad, mezegez er gennad foran. & Ar gennad prevez : hollad an embregerezhioù n'int ket dindan ren ar Stad. 2. Menton. Rannad eus ur blaenenn gant div hanter-eeunenn a gej an eil gant eben en ur poent boutin.

Exemples historiques : 
1
Masquer la liste des exemples

Petra on-me a-benn ar fin, ur gorrvevoniourez, kargiadez ar Stad, hag a zo savet ar renk a eilerez A'. "Mezeg bihan ar gennad foran" a rae Tanos ac'hanon gant fae.

2015
Référence : EHPEA p59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux