Dre vesk, a-dreuz hag etre.
Mont a ris dre-douez an drez. Edo o vont dre-douez an arvesterien.
[1878] Polidor a yae hag a deue, dre-douez ar raoz, a lamme dreist ar gouerioù bihan hag a biltrote dre an dour kement, ma rae dudi ar soudarded a selle outañ diwar ar pont.
HS. e-touez.
Polidor a yae hag a deue, dre-douez ar raoz, a lamme dreist ar gouerioù bihan hag a biltrote dre an dour kement, ma rae dudi ar soudarded a selle outañ diwar ar pont.
Polidor a iea hag a deue, dre douez ar raoz, a lamme dreist ar goueriou bian hag a biltrote dre an dour kement, ma rea dudi ar zoudarded a zelle out-han divar ar pount.
1878
Référence :
EKG.II
p.27
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e arroudenn dre-douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn dre douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.