Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
12
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

ar., adv. ha stl. isur. I. Ar. A. (en egor) 1. Termen a dalvez da c'heriañ an treuziñ, an tremen. Tec'hel dre an nor. Pignat dre an derezioù. Deuet e oa betek an ti dre al liorzh. Mont dre greiz ar blasenn. Dre Bleiben e rankint mont. Deuet int d'ar gêr dre ar vourc'h. • Dre amañ, dre aze, dre eno. Dre belec'h ? Dre ven ? • Lonkañ udb. dre an toull gaou. Mont a ra an avel drezon evel dre ur sil. & Nijal dre an aer, a-dreuz dre an amzer : treuziñ ur rann eus an egor diwar nij. & Dre ast. Mont dre an deñvalijenn : dre ul lec'h bnk., e-kerzh an noz. & Adv. Dre-mañ, dre-hont : dre amañ, dre ahont. Deus dre-mañ. Tremenit dre-hont. & Tr. ar. Dre-vesk udb. : dre-douez udb. Mont a rae dre-vesk an teltennoù. & Tr. ar. Dre zan udb. : dre zindan udb. Tremen dre zan an aod. 2. Termen a dalvez da c'heriañ an nested. Ret eo mont dre ar peulvan : e-biou dezhañ. Poan am eus dre ma c'hroazell : e kostez ma c'hroazell. 3. Oc'h ergerzhet ul lec'h, un tolead, h.a. Bale dre kêr. Edo o vont hag o tant dre an ti. Ober a raent baleadennoù dre ar vro. Kavet e vez Bretoned dre ar bed-holl. & Tr. adv. Dre zu-mañ : el lec'h, en tolead m'emañ ar c'homzer o chom. Ne reer ket evel-se dre zu-mañ. & Dre aze : e lec'h pe lec'h, nepell ac'hanen. 4. Mont dre ub., udb. : tremen warnañ. Aet e oa ar rad drezañ. 5. (db. ar pezhioù dilhad) War, en-dro (d'ub.). Laka ur mouchouer dre da benn. Bez' e oa ur vantell drezi. B. Dre ast. (db. an dud, al loened) 1. Sellet dre udb. : sellet war-du un digor, war du ur c'horreenn a vez treuzet gant ar gouloù. Sellet dre ur prenestr, dre un nor. 2. (db. santadurioù an dud) Dont dre ub. : dont en e gorf, war e gorf. Deuet e oa ur gridienn yen drezañ. Me a zeu ur c'hwezenn yen drezon. C. Trl. (en amzer) Dre (hir) amzer, dre hir c'hortoz : gant gortoz pell. & Dre ast. Ober e dreuz(iad) dre ar vuhez, dre ar bed : ober e hent er vuhez. D. 1. (dirak un ak. lies a dalvez da aroueziñ un niver) Termen a dalvez d'ober anv eus an doare ma voder elfennoù un teskad. Kontañ dre zaouioù. Deuet int dre bempoù. Dre ugentoù. Dre gantadoù. HS. a. 2. (dirak kant) Termen a dalvez da verkan e lakaer a-gostez, a-wel, kement ha kement a elfennoù diwar kant elfenn. Dek dre gant (10 %). Pemp warn-ugent dre gant (25 %). 3. (dirak gwech) Termen a dalvez d'ober anv eus an niver a wezhioù ma c'hoarvez darvoud pe zarvoud, ma reer tra pe dra. Dre ziv wech. HS. a-benn. & Dre bep div wech : ur wech an amzer. 4. (dirak un ak. a dalvez da aroueziñ ur mare) Termen a dalvez da c'heriañ pegen alies, pegen ingal e reer an dra-mañ-tra. Paeañ udb. dre viz. An dispign dre vloaz. DHS. bep. 5. Trl. AN EIL DRE EGILE : an eil da gas d'egile, pa jeder ur c'heitad niveroù, kementadoù. Pegement a zegas an eost an eil dre egile ? 6. (dirak un anv unan) Termen a dalvez da verkan ur c'henver etre ur c'hementad, un niver, hag un elfenn eus ur rummad. Roit un tamm bara dre zen hepken. & Dre bep : dre. Pegement e kontit dre bep den ? & Tr. adv. Dre benn : dre zen. Ar pred a gousko kant lur dre benn. E. 1. (dirak un ak. hep gm. dirazañ) Termen a dalvez da c'heriañ un abeg. Dre o niver e c'hallfe an dud-se bezañ gounit. Ober udb. dre c'hoari, dre gasoni, dre fallagriezh, dre warizi, dre spont, dre fazi, dre ezhomm. & Dre eurvad, dre chañs : en abeg d'ur chañs bnk. & Dre un taol chañs: en abeg d'un taol chañs. & Dre c'hras Doue : a-drugarez Doue. 2. Tr. ar. (dirak un ak.) DRE BENN DA, DRE AÑ ABEG DA, DRE BERZH : en abeg da (ub., udb.). Komz a rae kreñv dre benn d'an trouz. Dre an abeg dezho ez eus c'hoarvezet droug. Kouezhañ a ra ar c'horfoù war an douar dre berzh o fouez. & Tr. adv. Dre gement-se : en abeg d'an dra-se. 3. Tr. adv. (dirak un av.) Dre forzh ober udb. : a-bouez e ober. Dont a ray a-benn dre forzh poaniañ. & Torret e vo ar gordenn dre forzh sac'hañ warni. & Dre skuizh ober : dre vezañ aet skuizh oc'h ober udb. F. 1. (dirak un ak., gant ur v. pe un ak.) Termen a dalvez d'ober anv eus ar pezh a ro tu da dizhout pal pe bal. Beajiñ dre vor, dre zouar. Mont dre vag d'ul lec'h bnk. Kas ul lizher dre ar post, dre bost. Gwalc'hiñ udb. dre an dour berv. Mervel dre an dour hag an tan. Deskiñ udb. dre, dre berzh al lagad, ar skouarn. • Ur skol dre lizher. Un arnodenn dre skrid, dre gomz. Un tren dre fun. Ur vag-dre-lien. Ur c'heflusker dre eoul pounner. 2. (dirak renadenn oberour ur v. en tu gouzañv) Gant. Difennet eo bet ar c'horolloù dre an Iliz. Taolet e oa bet en dour dre ur pikol pesk. 3. (gant ur v.) Termen a dalvez d'ober anv eus an doare ma reer an dra-mañ-tra. Mont d'an traoù dre ar munud(où). Mont dre verr : lavaret udb. berr-ha-berr. Mont en un tu bennak dre laer, dre laerezh : hep ober trouz, evit chom hep bezañ gwelet gant den. Kemer udb. dre guzh, dre nerzh, dre laerezh. Dont a-benn dre boaniañ. • Mont dre du, dre nerzh d'un den, d'ul loen : gant un den, gant ul loen. Mont dre gaer, dre het, dre heg d'ub. Dre gaer pe dre heg, dre het pe dre heg, dre gaer pe dre griz, dre vrav pe dre vil : pe e plijfe d'an den-mañ-den pe ne rafe ket. Mont dre ijin, dre widre d'ub. • Komz, kaozeal dre "c'hwi", dre "te" ouzh ub. Mont dre "c'hwi", dre "te" gant ub. • Kemer ub. dre e vlev. Delc'her ur c'havr dre he c'herniel. Ren ub. dre an dorn. Kemer udb. dre ar penn mat. • Dre o frezeg e tivizent bemdez diwar-benn peoc'h ha brezel. Lavaret a rae dre e latin e oa en an tad. An evnig a lavare dre e yezh, dre e son, e oa glac'haret e vestrez. • Komz a rae dre e gousk, dre e hun. An dud en aterse dre lavaret : « ha ni, petra hon eus d'ober ? ». 4. Termen a dalvez d'ober anv eus doare(où) an dra-mañ-tra. Dre he dremm, dre he c'horf ha dre he neuz e oa disheñvel diouzh he c'hoar. Da belec'h emaoc'h o vont dre un amzer ken kriz ? Bez' e veze el liorzh dre n'eus forzh pe amzer. • Dre ar glav bras : pa ra glav bras. Dre vrav pe dre c'hlav : pa vez brav an amzer evel pa ra glav. • Laezh dre zienn : n'eo ket bet tennet an dienn anezhañ. Kafe dre laezh : kafe zo lakaet laezh ennañ. Boued dre zour : bet poazhet en dour. G. Termen a dalvez da c'heriañ un darempred. Kalvez eo dre (e) vicher. N'hon eus netra drezomp hon-unan : dimp-ni hon-unan. Ne rafe ket an dra-se dre e benn e-unan, drezañ e-unan : hep bezañ aliet, broudet gant ub. Diskennet e oa war-eeun eus Nevenoù dre ur verc'h da Erispoù. N'eer ket ac'hanen dre oad : ne varv ket atav ar re goshañ da gentañ. & Dre hanterouriezh ub., udb : a-drugarez d'e hanterouriezh, d'e hantererezh. Prenañ a ra dilhad dre hanterouriezh un implijad eus al labouradeg. II. Tr. stl. isur. A. (en deroù un islav. amzeriañ) DRE MA 1. E-keit ma. Peget e oa an tan en e di dre ma oa o kousket. [1944] Ha Job a skoe war washaat ha, dre ma skoe, e lavare : — « Ya pe nann, krediñ a rit bremañ eo Chann ? » [1949] Skediñ a reas he dent en ur vousc’hoarzh ouzh al lean, dre ma stoue he malvennoù war lufr teñval he daoulagad. 2. Bep ma. Dont a ra da vezañ gwelloc'h dre ma kosha. Dre ma tostae e kleve fraeshoc'h mouezhioù ar ganerien. B. (e deroù un islav. abegiñ) DRE MA, DRE AÑ ABEG MA : en abeg ma. Kouezhet e oa bet dre ma oa re sempl. [1944] Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom [...]. C. (e deroù un islav. lec'hiañ) Dre lec'h ma : el lec'h(ioù) ma. Ret e vo deoc'h bezañ seven dre lec'h ma tremenot. EVEZH. : kemm. blot. e deroù ar gerioù a lakaer goude dre.

Exemples historiques : 
391
Masquer la liste des exemples

dre

1499
Référence : LVBCA p66 (par)

dre'n eñvor

1499
Référence : LVBCA p20, 66, 72 (par cueur)

pe dre hent [dre be hent]

1499
Référence : LVBCA p66, 158 (par quel lieu)

pe zre hent [dre pe hent]

1499
Référence : LVBCA p66, 97, 163 (par quel lieu)

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Référence : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Référence : M. p34

En eil poent e joenter hag e komzer serten / A ur fin infinit, kredit, na doutit ken : / Penaos diouzh plom ha skouer, / E varnher [varnfer] pec'herien / Dre'n fin-mañ kredet [kredit] lemm, ho tremm a renk [rank] tremen

1575
Référence : M. p36

Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]

1576
Référence : Cath p3

Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.

1576
Référence : Cath p3

[«]C'hoazh ne zlefen ket krediñ dit dre mui rezon [o w-] gwelet nad out nemet ur wreg frajil[.»]

1576
Référence : Cath p10

9. Feunteun mamm Jezu a druez, / Grit din ha maz vizin ivez / Partisipant dre garantez / En hoz klac'har dre drugarez

1622
Référence : Do. p61

M. Pe dre moienoù etre ar re all 'rekeromp-ni gras Doue ? D. Dre ur c'hustum hag un uzaj mat, hag o resev dignamant sakramantoù an Iliz.

1622
Référence : Do. p38

M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.

1622
Référence : Do. p10

M. Petra a ententit-hu dre esperañs ? D. Ar vuhez eternel, pehini entre ar moaienoù all a akuizitomp dre orezon.

1622
Référence : Do. p16

M. Livirit gourc'hemennoù Doue. D. 1. En un Doue parfet ez kredi, / Hag a veuli hepmuiken. 2. Dre'n hanv anezhañ ne doui ket, / Didan boan pep lec'h a bec'hed. 3. An Suliaoù hag an goueliaoù din / A observi ker anterin.

1622
Référence : Do. p26

M. Pe da dra e servij deomp-ni ar sakramant a goñfesion, aotramant pinijenn ? D. Resev a reomp drezañ remision ar pec'hedoù pere hon eus bet kometet goude ma'z omp bet badezet.

1622
Référence : Do. p40-42

4. Enor da dad, da vamm, hep bout fell. / Dre garantez sikour-i hag e vevi pell. 5. Muntrer ivez ne vezi ket / A volontez nag a efed. 6. Luksurius[,] mir na vezi / A efed nag a zezir mui.

1622
Référence : Do. p28

dre dievezh

1659
Référence : LDJM.1 pg (par) mesgarde

dre se eo

1659
Référence : LDJM.1 pg c'est pour ce

dre se

1659
Référence : LDJM.1 pg [a] cause [de cela], parquoy, pour (cela)

dre ma gwall

1659
Référence : LDJM.1 pg (par ma) faute

dre abeg ma

1659
Référence : LDJM.1 pg (a) cause (que), (dre) abec (ma)

dre chañs

1659
Référence : LDJM.1 pg d'auanture, fortuitement

dre rabin

1659
Référence : LDJM.1 pg (dre) rabin

dre'n eñvor

1659
Référence : LDJM.1 pg dre (neuor)

dre gontragn

1659
Référence : LDJM.1 pg (par) force

ha dre edi e Kêr

1659
Référence : LDJM.1 pg a (dre idi e Ker)

dre ma c'housk

1659
Référence : LDJM.1 pg (en) songeant

dre hun

1659
Référence : LDJM.1 pg (en songeant)

difaziañ dre gaer

1659
Référence : LDJM.1 pg reprendre (quelqu'vn doucement d'vne faute)

lakaat dre skrid

1659
Référence : LDJM.1 pg rediger (par escrit)

dre an abeg-se

1659
Référence : LDJM.1 pg [a] cause [de cela], pour (cela)

tremen dre ar pikoù

1659
Référence : LDJM.1 pg passer (par les piques)

dre ma edon

1659
Référence : LDJM.1 pg par (ou ie suis)

dre ar plas ma edon

1659
Référence : LDJM.1 pg par (ou ie suis)

dreizi

1659
Référence : LDJM.1 pg par (elle)

dre

1659
Référence : LDJM.1 pg par

Da betra e servij deomp ar sakramant a gofession, aotramant pinijenn? D. Dreizañ e resevomp ar remision eus ar pec'hedoù hon eus kometet goude ar Vadiziant.

1677
Référence : Do. p41-43

Mamm santel, Feunteun a Vuhez, / Grit din-me, dre ho karantez, / Partisipañ en ho poanioù, / En ho klac'har, en ho taeroù.

1677
Référence : Do. p67

pompadiñ dre an abeg d'e binvidigezhoù

1732
Référence : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c.)

Doue, dre e vadelezh, a laka en e c'hloar ar re o deus bevet hag a zo marv e stad vat.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

gounit kalz a c'hloar dre e oberioù kaer

1732
Référence : GReg pg gloire (Acquerir de la gloire par ses beaux exploits.)

militout gloar dre e oberioù kaer

1732
Référence : GReg pg gloire (Acquerir de la gloire par ses beaux exploits.)

Ar c'hloar eus ar baradoz a zo prometet gand Doue d'ar re, pere gant sikour e c'hras, he milito dre o euvrioù mat.

1732
Référence : GReg pg gloire (Dieu a promis la gloire à ceux qui aidez de sa grace, la mériteront par la pratique des bonnes oeuvres.)

dre un hent all

1732
Référence : GReg pg ailleurs

Graet eo bet kement-se dre va disoñj.

1732
Référence : GReg pg garde (Cela s'est fait sans que j'y ai pris garde.)

pompadet dre an abeg d'e binvidigezhoù

1732
Référence : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c., pp.)

derc'hel ur re dre ar gouzoug

1732
Référence : GReg pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge.)

derc'hel ur re dre 'r gouzoug

1732
Référence : GReg pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge.)

dre an amzer ar yenañ

1732
Référence : GReg pg froid (Pendant la rigueur du froid.)

dre an amzer ar yenañ

1732
Référence : GReg pg froid (Pendant la rigueur du froid.)

Ar maen marbr a zo rivus dre natur.

1732
Référence : GReg pg froid (Le marbre donne du froid.)

dre dromplerezh

1732
Référence : GReg pg frauduleusement

dre lec'h all

1732
Référence : GReg pg ailleurs

dalc'het ur re dre ar gouzoug

1732
Référence : GReg pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge, pp.)

dreizi

1732
Référence : GReg pg (par) elle

dre 'ne[z]hi

1732
Référence : GReg pg (par) elle

dre-se

1732
Référence : GReg pg ce (c'est pourquoi)

dre[z]i

1732
Référence : GReg pg (par) elle

dreizo

1732
Référence : GReg pg (par) elles, (par) eux

dre redi pe dre nep redi

1732
Référence : GReg pg force (De gré, ou de force.)

Me a oar pe dre 'n andred e gemeret.

1732
Référence : GReg pg foible (Je connois son foible.)

dre ma ez eo noz

1732
Référence : GReg pg d'autant (qu'il fait nuit)

Mar tremen dre Roum pe dre Konked

1732
Référence : GReg pg (s'il passe) à (Rome, ou au Conquet)

moan dre ar beg

1732
Référence : GReg pg aigu

dre ma

1732
Référence : GReg pg d'autant (que, parce que)

dre an okazion ma

1732
Référence : GReg pg d'autant (que, parce que)

dre an abeg ma

1732
Référence : GReg pg d'autant (que, parce que)

dre sikour Doue

1732
Référence : GReg pg grace (Par la grace de Dieu.)

tenniñ dre friantaj

1732
Référence : GReg pg alecher

touchus dre natur

1732
Référence : GReg pg affectif

dreize

1732
Référence : GReg pg (par) elles, (par) eux

dre holl

1732
Référence : GReg pg (de tous) côtez

tremen ur soudard dre an armoù

1732
Référence : GReg pg (passer un soldat par les) arme(s)

dreze

1732
Référence : GReg pg (par) elles

dre[z]e

1732
Référence : GReg pg (par) elles

dre anezhe

1732
Référence : GReg pg (par) elles

dre an abeg, dre 'n abeg

1732
Référence : GReg pg en (signifiant, à cause, pour)

dre pep karantez a Zoue

1732
Référence : GReg pg (par) charité (divine)

dre

1732
Référence : GReg pg en (signifiant, à cause, pour)

dre 'n abeg da ho faot

1732
Référence : GReg pg en (punition de vôtre faute)

dre-se memes

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela même)

dre an abeg a se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

dre 'n abeg-se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

dre-se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

ned eus nemet Doue a gement a vez mat dre natur, pe, parfet drezañ e-unan ; eme Jezuz-Krist

1732
Référence : GReg pg (il n'y a que Dieu seul qui soit) bon

Sant Pêr a wellaas da ur c'hamm dre natur

1732
Référence : GReg pg (Saint Pierre guerit un) boiteux (né)

en em gemeret ganti dre un tu all

1732
Référence : GReg pg (prendre l'affaire d'un autre) biais

dre bunision eus ho faot

1732
Référence : GReg pg en (punition de vôtre faute)

An Impalaerded a zeu dre choaz hag ar Rouantelezh a Frañs dre heritaj.

1732
Référence : GReg pg hereditaire (L'Empire est électif, & le Roiaume de France est hereditaire.)

ar pezh a zeu dre heritaj

1732
Référence : GReg pg hereditaire

dre chañs

1732
Référence : GReg pg fortuitement, hazard (Par hazard.)

dre laez

1732
Référence : GReg pg haut (Par le haut, Van.)

harpañ gwini dre didan, a-zindan

1732
Référence : GReg pg échalasser (ficher des échalas dans la vigne)

dre laez

1732
Référence : GReg pg haut (Par le haut, Van.)

dre an nec'h

1732
Référence : GReg pg haut (Par le haut.)

dreize

1732
Référence : GReg pg (par) eux

difenn dre skrid pe dre gomz

1732
Référence : GReg pg apologie

an dud vras o vezañ dre natur ambisius a gemer an ambision evit ur vertuz

1732
Référence : GReg pg ambition

dre zindan

1732
Référence : GReg pg (par) dessous

dalc'het ur re dre 'r gouzoug

1732
Référence : GReg pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge, pp.)

dre gasoni ouzh

1732
Référence : GReg pg haine (En haine de.)

Doue dre e vadelezh, ra aotreo deomp ar c'hras da vennout ha da c'hallout &c.

1732
Référence : GReg pg grace (Dieu nous fasse la grace de vouloir, & de pouvoir &c.)

pec'hed dre akustumañs

1732
Référence : GReg pg habituel (Peché habituel.)

lunedoù pere a zeu da griski ar pezh a seller drezo

1732
Référence : GReg pg grossir (Lunettes qui grossissent les objets.)

dre gaer pe dre hakr

1732
Référence : GReg pg force (De gré, ou de force.)

dre bep karantez a Zoue

1732
Référence : GReg pg amour, (par) charité (divine), (au nom de) Dieu

dre c'hras Doue

1732
Référence : GReg pg grace (Par la grace de Dieu.)

dre gaer pe dre hakr

1732
Référence : GReg pg gré (Bon gré, malgré.)

Dre largentez en deus e roet din.

1732
Référence : GReg pg gratis (Il me l'a donné gratis, ou gratuitement.)

diveziet eo bet dre urzh ar varnerien

1850
Référence : GON.II pg divésia

an ti-se a zo deuet dezhañ dre alouberezh

1850
Référence : GON.II pg aloubérez

ar c'harr n'hallo ket tremen dre ar vaoz

1850
Référence : GON.II pg baoz

deuet eo eno dre an hent a-dreuz

1850
Référence : GON.II pg a-dreûz

dre abeg

1850
Référence : GON.II pg abek (à cause que, parce que).

Dre bamerezh e ra kement-se, war e lârer

1850
Référence : GON.II pg bamérec'h (D'après ce que l'on dit, il fait tout cela par enchantement).

E wele a zo astuzet dre e leziregezh.

1850
Référence : GON.II pg astuzi (Son lit est rempli de vermine par sa négligence).

troit a-gleiz dre ar vanell

1850
Référence : GON.II pg banel

n'eus ket a zarempred dre amañ

1850
Référence : GON.II pg darempred

dre zarvoud eo int bet gloazet

1850
Référence : GON.II pg darvoud

Un hanv kaer en deus dellezet dre e vadoberioù.

1850
Référence : GON.II pg dellézout (Il a acquis de la gloire par ses bonnes actions.)

n'eo ket tremenet c'hoazh an deogerien dre amañ

1850
Référence : GON.II pg déoger

dre eno eo e teraouin

1850
Référence : GON.II pg déraoui

dre zievezhded em eus e c'hraet

1850
Référence : GON.II pg diévézded

dre zindan ar gwez

1850
Référence : GON.II pg dindan, didan, indan (Par-dessous les arbres).

dre ziouiziegezh eo en deus lâret kement-se

1850
Référence : GON.II pg diwiziégez

gwechall e vadezed dre zourerezh

1850
Référence : GON.II.HV pg dourérez

kemerit ar bouteg dre an dourgenn

1850
Référence : GON.II pg dourgen

dre

1850
Référence : GON.II pg dré

dre amañ

1850
Référence : GON.II pg dré

dre aze

1850
Référence : GON.II pg dré

dre ahont

1850
Référence : GON.II pg dré

dre an abeg da

1850
Référence : GON.II pg dré

dre vor ha dre zouar

1850
Référence : GON.II pg dré

dre ma

1850
Référence : GON.II pg dré

na zuit ket ho nesañ dre ho komzoù

1850
Référence : GON.II pg dua

an endalc'h dre gorf

1850
Référence : GON.II.HV pg eñdalc'h

dre eno omp tremenet

1850
Référence : GON.II pg énô

diskiñ dre an eñvor

1850
Référence : GON.II pg éñvor, évor

dre amañ e tremeno an eured

1850
Référence : GON.II pg eûred, eûreûd

dre fazi eo em eus e lavaret

1850
Référence : GON.II pg fazi

Dre ar feiz e kreder ur wirionez pehini ned eo ket anat.

1850
Référence : GON.II pg feiz (La foi est un consentement à une vérité qui n'est pas évidente.)

dre vag

1850
Référence : GON.II p.7, intro. "en bateau"

dre greiz

1850
Référence : GON.II p.7 introduction ; "par le milieu"

dre zervezh

1850
Référence : GON.II p.7 introduction ; "par journée"

dre c’haou

1850
Référence : GON.II p.7, introduction ; "par mensonge"

dre wir

1850
Référence : GON.II p.7, introduction ; "par droit"

dre vezh

1850
Référence : GON.II p.7, introduction, "par honte"

dre bizhoni

1850
Référence : GON.II p.7, introduction, "par avarice"

dre dammoù

1850
Référence : GON.II p.7, introduction, "par morceaux"

dre ma

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Conjonctions composées, "parce que".

dre

1850
Référence : GON.II p.56, Table des Prépositions simples, "par".

Sellout a ra dre doull an nor.

1850
Référence : GON.II p.97, livre second, "Il regarde par le trou de la porte".

Ar c'hleñved-se a zo deuet dezhañ dre zarvoud.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, « Cette maladie lui est venue par accident ».

Berroc'h eo an hent dre vor eget dre zouar.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, « Le chemin est plus court par mer que par terre ».

It dre aze ; me a yelo dre amañ.

1850
Référence : GON.II p.91, livre second, (Allez par là ; j'irai par ici).

Pegement a roer deoc'h dre zevezh ?

1850
Référence : GON.II p.91, livre second, « Combien vous donne-t-on par journée ? »

Unan bennak [a]m eus gwelet o tont dre amañ.

1850
Référence : GON.II p.82, livre second, « J’ai vu quelqu’un qui venait par ici ».

It dre ar gourhent.

1850
Référence : GON.II p.63, "Allez par le petit chemin".

Dre an nerzh eus ul loc'h e lakafed ar menezioù da gerzhout.

1850
Référence : GON.II p.60

Darn a zo deuet dre amañ, ar re all a zo aet dre ahont.

1850
Référence : GON.II p.77

Dre vor e teujont, hag e tistrojont dre zouar.

1850
Référence : GON.II p.79

ned int ket gouest da ober an disterañ lizher, an aesañ bilhed, ne ouzont ket memes dre pe benn o c'homañs, ha dre-se dic'hallout d'o esplikañ da re all

1865
Référence : MBF.to p. V.

Gant an amzer, unan anezho, hag eñ e anv Pilpai, gant aon ned azent da goll, a lakeas hiniennoù dre skrid[.]

1867
Référence : MGK Rakskrid V-VI

Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod rag-enep o sevel. Rankout voe d'al labous klask bod ouzh ur wezenn, he-unan er vro-se, outi dibaot delienn. Ar goulm hanter strobet, pa voe aet an arnev, un derzhienn riv ganti, a c'hournij ac'hane. Sec'hañ a ra, dre ma c'hell, ar glebor zo outi.

1867
Référence : MGK p19

Dre varvailhoù alies / E teu da galz a dud mui a skiant, a furnezh, / Evit klevet prezeg, evit lenn levrioù kaer.

1867
Référence : MGK p4

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : / "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, / Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, / An naon, ar yeot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, / Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, / E peurjon er prad-se ledander va zeod.

1867
Référence : MGK p25-26

Breizhiz, gwir vreudeur kalonek, / Mougomp an drouk dre ober mat, / En em skignomp holl e pep prad / Da gutuilh bleuñv a'r re gaerañ, / D'ober ul labour ar gwellañ, / D'ober da Vreiz kant kurunenn, / Ha pa ve fuc'h er c'hozh kelien !

1867
Référence : MGK p115

Ur wennili en he zroioù, a oa deuet da vezañ desket. Neb a vale dre ar broioù, ne dle ankounac'haat an traoù en deus gwelet.

1867
Référence : MGK p13

Setu un den, ur bleiz lazhet o-daou amañ : / Unan, dre c'hoantaat kaout re, / Ha dre vezañ pizh, egile.

1867
Référence : MGK p99

Ar fur war-c'hed atav, ha graet gantañ e bak, / Atav zo krog er stur, / Dre m'en deus a-bell zo en em gelennet mat, / Eo ret dezhañ mervel abred pe ziwezhat.

1867
Référence : MGK p100

Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, / E rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon ; / Rak, evel ma ouzoc'h, dre ned eus razoc'h aon, / Ne c'hellit kaout kofad, na begad evit netra / : A daolioù skilf, pep tamm a rankit diframmañ[.]

1867
Référence : MGK p8

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"

1867
Référence : MGK Rakskrid XIII

Ar bobl, war gement-mañ, a zihunas raktal, a gasas dioutañ [sic] ar barrad amzer fall, dre glevet ur marvailh

1867
Référence : MGK p4

« Ne anavez zoken peul-karr dioc'h kilhoroù, / E-kreiz e barkeier, n'eus nemet beskelloù, / Dre ma rank tud a skiant ober 'vel a lavar / Un diod ne oar netra nemet koll din va douar. »

1867
Référence : MGK p93

Embann a ra, dre 'r vro, d'ar re oa diatant / E vije graet lizher anezhi [ar goumanant] 'n deiz-mañ-deiz.

1867
Référence : MGK p86-87

Da neb en deus ezhomm, roomp an aluzen ; / Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ; / Pe ma n'hor beus netra, laoskomp da vihanañ / E gi gant ar c'haezh dall n'en deus dorn d'e renañ, / E flac'h gant an den kozh da vale dre ar vro, / Da vont, harpet warni, dre al lec'h ma karo !

1867
Référence : MGK p120

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll !"

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

Etre hanternoz hag un eur, an Aotrou de la Marche, goude bezañ lakaet dilhad all, a deuas, dre guzh ha dre a-dreñv kêr, da vaner an Aotrou de Poulpiquet-Koatlez, a yoa o chom er Gernevez.

1877
Référence : EKG.I. p.16

Dre un nor eus ar jardin ez ejont kuit, hag, a-biou Pempoull, a-ribl ar mor, e kemerjont o hent evit tizhout al lestr a yoa ouc’h o gortoz.

1877
Référence : EKG.I. p.23

Ar prenestoù, an dorioù a serred dre ma o c’hleved o tont.

1877
Référence : EKG.I. p.32

Evel-se, n'eo ket hep souezh mard oa karet dre ar vro menec’h Sant-A[l]bin.

1877
Référence : EKG.I. p.34

Evel ma’z oa anavezet ha brudet-mat dre ar vro, e kavas, e parrez Porspoder, daou zen a galon evit esa her c’has da Vro-Saoz, en u[l] lakaat o buhez hag o danvez e riskl evitañ, rak ma vijent paket, n’o doa nemet ar marv da c’hortoz ; o madoù a vije aet gant ar republik, pe, evel [e] lavared neuze, gant an "nasion", hag o gwragez hag o bugale o divije ranket mont da glask o boued dre an hentoù.

1877
Référence : EKG.I. p.211-212

P’edont o vont kuit a-biou Kroaz-Maen, ur paour-kaezh kozh, ne rae nemet klask an aluzen, a zigoras e zor, o klevet trouz, evit gouzout piv a yoa o vont dre an hent.

1877
Référence : EKG.I. p.289

Ouc’hpenn-se, kalz tud diwar ar maez, dre c’hoant da welet traoù nevez ha da c’houzout penaos e rae ar republik he [g]ouelioù, a zilezas ivez o farrez hag a yeas e kêr.

1877
Référence : EKG.I. p.177

Dre amañ eo c’hoazh sot a-walc’h an dud evit krediñ eus un Doue hag a gas traoù ar bed-mañ en-dro hervez e faltazi.

1877
Référence : EKG.I. p.159

O klevet an traoù-se, Gwilherm, ozhac’h Kermabrouz, a lavaras : — Dre amañ marteze ez eus aet unan eus an dud fall o deus graet kement a zroug dre ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.150

Ha Loull ar Bouc’h a savas diwar e gador hag en em lakeas da vale dre e gambr en ur ober ormidoù dre ma’z ae.

1877
Référence : EKG.I. p.144

A-barzh nemeur goude e weljot o tont ar martolod kozh, e vouc’hal war e skoaz ; gant e zorn dehou e oa krog en he zroad, ha gant e zorn kleiz e talc’he, dre ruilhenn e golier, e gi Turk a harzhe, a yude hag a lamme dre ma sante, e-feson, un dra bennak er c’halatrez.

1877
Référence : EKG.I. p.138

Ni hor-pemp hag ar sakrist a ya da ober ar furch dre an ti.

1877
Référence : EKG.I. p.121

An avel, en ur zont en ti dre an nor digoret gant ar chouanted, a serras ar prenestr ma oa aet Loull ar Bouc’h drezañ er porzh.

1877
Référence : EKG.I. p.121

Bremañ, abaoe ma’z eo aet ar veleien hag an noblañs kuit, ez eus nebeut a dud desket dre ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.93

Koulskoude an diotachoù-se a zo bet prezeget dre hor bro, ha dalc’het ker start dezho gant ar Republik, ma’z eus meur a veleg hag a zo bet er prizon hag a zo marv dre ar "c'hilhotin", abalamour ne falveze ket dezho sentiñ ouc’h traoù ken diskiant.

1877
Référence : EKG.I. p.6-7

Mes goude Benac’h ne anavezemp ken nemet an hent-bras. Ret [e] oa ivez ’ta bale drezañ.

1877
Référence : EKG.I. p.63

— Boñjour deoc’h, Aotrou, eme an den yaouank, oc’h hejañ e zilhad gleb. Brav eo kaout un tamm disglav dre an amzer a ra.

1877
Référence : EKG.I. p.56

A-wechoù, evelato, e-pad an nevez-amzer hag an hañv, e teue e-pad an noz da ober ur bale dre ar parkeier, evit kemeret an aer vat hag en em dizinouiñ, pa ne veze ket galvet da vont da welet tud klañv, rak neuze na tan na kurun n’o dije miret outañ da vont en hent.

1877
Référence : EKG.I. p.49-50

Hag en divije gouezet n’en divije biken kredet e vijent bet ken disakret ; n’en divije ket kredet e vije deuet tud, dre zroug ouc’h Doue, da ober ker gwazh d’e servijerien.

1877
Référence : EKG.I. p.43

Torret [e] oa e zivc’har ; ar gwad a yoa aridennet war e lerc’h dre ma oa aet ; c’hoant en doa bet da vont er-maez eus an ti.

1877
Référence : EKG.I. p.40-41

Hennezh n’en doa ket daou liard war e hanv ; c’hoant kaout arc’hant en doa avat, n’eus forzh dre be c’hiz.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Ni a evo da yec’hed an hini a zo bremañ tost da zouar Bro-Saoz, en u[l] lavaret da Ester n'eo ket dre zroug outi eo hon eus, en noz tremenet, lavaret kement a draoù diwar he fenn.

1877
Référence : EKG.I. p.230

Mat, petra a fell deoc’h ? N’on evit kontañ nemet ar pezh a zo gwir, ha, dre ma’z aent, ar soudarded ne raent nemet evañ, dibriñ ha laerezh.

1877
Référence : EKG.I. p.255

A-ziagent el lavaren bemdez e chapel menec’h Sante-Kroaz, mes abaoe m’eo kaset ar venec’h kuit gant an dispac’herien, el lavaran, en ur vont hag en ur zont dre an heñchoù, hep bezañ gwelet gant den.

1877
Référence : EKG.I. p.69

Abalamour da se e voe aes a-walc’h deomp-holl tec’het diouzh Kergidu en ur vont a-dreuz dre ar parkeier, hag oc’h en em guzhet a-hed ar c’hleuzioù.

1877
Référence : EKG.I. p.288-289

Arabat eo deoc’h kemeret souezh o welet ac’hanon o sellet ker pizh-se ouc’h an traoù : c’hoant am boa da c’houzout piv a yoa bet dre eno.

1878
Référence : EKG.II p.42

— Mat, kaer zo, me n’on ket evit o c’hlemm. Ma vijent-i deuet en hor bro-ni da ober ar pezh a reomp-ni dre amañ, petra az piche graet ?

1878
Référence : EKG.II p.128

Savet e oan daouzek pe drizek delezenn pa liviris ouzhin va-unan : — Yann Pennorz, un dra sot ec’h eus graet : lezet ec’h eus an alc’houezioù e dor an tour, ha, ma teu unan bennak en iliz, n’en devezo nemet reiñ un taol alc’houez hag emaout paket er sac’h. Dre be hent ez i kuit ?

1878
Référence : EKG.II p.124

En dro-mañ avat ne chomis ket d’en em skuizhañ ; gwelet a ris e oa ret din ur skeulig vihan pe ur c’hravazh da nebeutañ evit gellout mont en iliz dre ar prenestr.

1878
Référence : EKG.II p.118

Plegañ a ris da sellet dre zindan an or : edon dirak an ti ; n’oa ket a c’houloù e prenestr starn-an-daol ; mes an dra-se n’oa ket iskis, rak diwezhat e oa dija.

1878
Référence : EKG.II p.39

Mat, pa glevas n’he doa ket gellet ar Rouanez dont a-benn eus he zaol, e tistroas e Frañs, dre garantez oc’h he mestrez, er riskl da goll he buhez. Ouc’hpenn risklañ he buhez, siwazh ! he doa graet, rak paket e voe.

1878
Référence : EKG.II p.74

Hemañ, er penn diwezhañ eus a emgann Kergidu, a yoa bet dispartiet dioc’h e genseurted hag en doa ranket, evit dont da Lanzeon, ober an dro dre a-biou Ploueskad.

1878
Référence : EKG.II p.58-59

Piv a yoa dre eno ? Pedennoù brav a lavare, mes ha n’oa ket dre drubarderezh e pede Doue ?

1878
Référence : EKG.II p.48

Dre ma’z i e selaoui, ha, keit ha ma ne glevi netra dre an heñchoù nag a-dreuz an douaroù, e c’helli bale dinec’h.

1878
Référence : EKG.II p.114

E pelec’h edo an alc’houez ? N’oan ket evit mont d’her c’hlask dre an tiez, anat e oa, rak an tiez a yoa leun a soudarded.

1878
Référence : EKG.II p.117

Edon a-c’haoliad war ar voger o vont da ober ul lamm en diabarzh, pa soñjis e oan ginaouek o lezer va skeul er-maez, rak, ouc’hpenn ma rankjen he c’haout evit dont adarre kuit, e tiskouezje c’hoazh d’an neb a deuje da sellet, e oa aet unan bennak dre eno.

1878
Référence : EKG.II p.118-119

Ret eo din en anzav, ar furnez a gomz drezout.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Paouez, ma mab, da gât anken. / Gret vo dit herve[z] da c’houlenn. / Dre nerzh ma gras, da dad karet / Hep dale pell a vo cheñchet.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Dre han' Doue !

1909
Référence : BROU p250 (Aux environ de Pont-l'Abbé ils disent souvent : Dr'han Doue ! Par le nom de Dieu !)

dre be hent ?

1909
Référence : BROU p. 406 (Par où ?)

parlant dre de, dre c'hwi

1909
Référence : BROU p. 230 (tutoyer, voussoyer)

pe dre skrid, pe dre gomz, pe dre oberoù all

1909
Référence : REZI p. 12

dre laer

1909
Référence : BROU p. 390 (en se cachant)

Goude-se, e vanent en o sav a-hed an hent ma tlee an digemeridi a c’hortozed tremen drezañ, e-keit ha ma ’z ae ar pep all eus ar bobl, en o fenn ar renerien hag an henaourien anezho, betek ul lec’h a raed anezhañ Gortozva « lec’h ar gortoz ».

1923
Référence : SKET p.60

Er vro-se, dindan un oabl entanet, e vev an dud en noazh-dibourc’h, hag e vesk, e-kreiz koadoù uhel-uhel, miled ramzel, heñvel ouzh an euzhadennoù a zigouezh ganeomp gwelout a-wechoù dre hon hunvreoù.

1923
Référence : SKET p.14

Dont a ra staen enez-Vreizh betek ar C’hres dre hantererezh listri Tartesed ar Spagn, re Rodiz, ha, da c’houde, re ar Fenikianed.

1923
Référence : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Dre greiz an deñvalijenn a-ziavaez sed ar garm-emgann o skiltrañ ! C’hwibanadeg mein ha daredoù a-dreuz d’ar c’helc’hiad-kirri ! Brevadeg klouedennoù ! Rogadeg lêrennoù ! Garmadeg brezelourien !

1923
Référence : SKET p.140

Eus ar baotred hag ar plac’hed yaouank-se ur c’halz o doa divroet dre garantez d’ar Ouenn, dre lealded d’al Lezenn, dre n’houlent ket digemerout ermaezidi en o bro, dre ma felle dezho derc’hel glan ha digemmesk ar gwad o devoa bet digant o zadoù.

1923
Référence : SKET p.139

Deut ez oa ganto o ounnered moumoun, o c’herniel livet e glas, o devoa-i savet hag a vane dalc’hmat en o c’hichen ouzh o heuliañ dre ma ’z aent.

1923
Référence : SKET p.133

Nemetos a reas lazhañ dre ar c’hleze holl gêriz gwitibunan ; diskaret e voe ar voger, pulluc’het an tiez gant kement a oa enno, beuzet pe vouget an holl loened.

1923
Référence : SKET p.129

Dre greiz nozvezh al lazhadeg, ul leñvadeg a boan, a gasoni, hag a vallozh a savas a-ziwar an holl ranndir etre an Albis hag ar Visuria hag a bignas d’an neñv.

1923
Référence : SKET p.128

Enaouiñ tan dre rimiañ daou brenn an eil ouzh egile

1923
Référence : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Produire du feu par le frottement de deux morceaux de bois".

Dre an hunvre-se en em welas o kerzhout war-lerc’h ar marc’h kalloc’h Rânakos e-pad seizh nozvezh ha seizh devezh, ma verzhe al loar hag an heol o sevel dalc’hmat d’e zorn dehou hag o vont da guzh d’e zorn kleiz.

1923
Référence : SKET p.119

Betek el lec’h-se e rankent bezañ noz-deiz bepred war evezh, rak, dre en em silañ a enezenn da enezenn war o bagoù pilprennek, e-kuzh an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broen en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skeiñ outo o daredoù.

1923
Référence : SKET p.119

Taolet e voe d’an aod dre al lanv ar c’horfoù marv hag, en o zouez, korfoù muturniet an tri fennrener, tri mab Morigenos.

1923
Référence : SKET p.117

Ne vefe ket dre C’halia a-bezh trawalc’h a vugenoù nag a livioù, din d’o lakaat dre skrid.

1923
Référence : SKET p.140-141

P’en devez mab-den anaoudegezh en daou hent : reizh ha direizh, dezhañ eo kerzhout anezhañ e-unan, dizaon ha kadarn, en hent reizh, ha n’eo ket d’an doueed e voutañ dre e gein.

1923
Référence : SKET p.112

Hir ha diaes e voe dre n’oa ket ar c’hiz ec’h evje ar gwerc’hezed sakr gant tud estren pe dirazo.

1923
Référence : SKET p.103

Nemet, dre zic’hortoz e c’hwitjont gant o mennad.

1923
Référence : SKET p.102

Gant m’o deus gouezet dre o nerzh-kalon hag o c’hadarnded diwall glanded ar Ouenn, dre m’o deus miret gwell eget ar re all o gizioù mat, dre m’o deus graet diouzh al Lezenn roet gwechall gant an doue, hon Tad, da Ariomanos, eo e tellezas bagadoù an dud-se bezañ anvet gant an danevellourien meuriadoù gwirion a ouenn Vanos (3).

1923
Référence : SKET p.92

Dre hunvre ha dre gourweled o deus en em ziskouezet din ; o mouezh am eus klevet ouzh va c’halonekaat ha tevel war va morc’hed : [...].

1923
Référence : SKET p.81

Testeniet eo c’hoazh santelezh an nav rummad-tud kentañ a ouenn Vanos gant an nerzh marzhus a oa enno hag ar burzhudoù a hellent seveniñ dre c’halloud an nerzh-se.

1923
Référence : SKET p.75

Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-se klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouzh koumoul goañv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz.

1923
Référence : SKET p.74

Pa zeue, goude, da blegañ e ziwaskell skuizh o stekiñ e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traezh an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-mañ d’ar mor, hag a ranke adwiskañ ur pennadig c’hoazh d’en em ziskouez dirak ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn strizh ma teu drezi an eneoù da gompezennoù gwenvidik Aballo (2).

1923
Référence : SKET p.70

Ur vouezh pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojoù ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemet an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouzh e c’hervel dre e anv.

1923
Référence : SKET p.70

Ha setu neuze o skiltrañ ar fleütadeg, garmadeg al leñverezed o sevel hag ahel ar c’hirri o wigourat : ambroug-kañv roue ar Garianed, o voustrañ ur wech ouzhpenn an douar genidik, eo a zibun dre ar maezioù didud.

1923
Référence : SKET p.14

Dre doullañ begenn ur c’horn uros e reas anezhañ an drompilh hirgorn, henañ doare trompilh a zo.

1923
Référence : SKET p.54

Dre ren ho puhez diouzh ar sturiennoù-mañ e vevot, hag e savot dreist d’ar pobloù all.

1923
Référence : SKET p.50

Ra nesaio da bep kavell, war an douar-Bras hag en enezennoù, er sav-heol evel er c’huzh-heol, en hanternoz hag er c’hreisteiz, dre Geltia a-hed !

1923
Référence : SKET p.45

N’eus ket nemeur da arvariñ e c’hallfe an holl draoù-se kouezhañ, un deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegiñ amañ, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent dezhañ da goun eñvorioù ker e oad tener.

1923
Référence : SKET p.40

Eus an holl ouiziegezh-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da dezhañ o c’hammveuliñ hag o c’has da fall.

1923
Référence : SKET p.39

Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.

1923
Référence : SKET p.38

Hag e voe mibien Mulo paot-ha-paot ha disheñvel pep-unan diouzh ar re all dre ar vent, an neuz hag ar yezh.

1923
Référence : SKET p.30

Etre Nemobitus hag Aedobitus en em gave Vindobitus (1) « ar bed gwenn, kaer pe wenvidik » a zigemer luc’h ha gwrez Aedobitus hag a oa distanet ennañ al luc’h hag ar wrez-se dre amezegiezh Nemobitus.

1923
Référence : SKET p.28

Dre-se eo e ris va menoz da lakaat dre skrid kement am eus gwelet dre ma valeen bro, kement all diwar-benn o istor, o emgannoù, anvioù o renerien, taolioù-kaer o brezelourien, ha derou-kentañ hor gouenn.

1923
Référence : SKET p.22

C’hoazh e tigouezh ez afe hini pe hini ez trumm diwar ar bed-mañ, en ur gas kuit gantañ kement en doa desket drezañ e-unan, ha kement a oa bet desket dezhañ gant e c’hourdadoù.

1923
Référence : SKET p.20

[...] oc'h ober hent dre vro an Aravisked (Araviski) hag ar Vastarned (Bastarni), ez on aet gant ar red anezhañ betek mor ar Sav-heol e-lec'h e tinaou e zourioù.

1923
Référence : SKET p.20

Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata dre an dervennegoù anezhi uhel ha don, ha Vindomagos dre he c’hreñvlec’hioù gwenn gant ar vrezelourien heñvel ouzh doueed oc’h ober ged war ar mogerioù.

1924
Référence : SKET.II p.75

An neventi-mañ en em skignas dre ar bourk : al laer a zo bet er presbital !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Hag ur youc’hadenn ! ur youc’hadenn ken euzhus, ken spontus, ken a seblantas d’ar Manac’h e strake e holl izili, e frailhe an douar dre e greiz…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Kant mil elienenn a strinkas en e zaoulagad ; dre e spont e lammas dindan an daol.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

Ar werennad kentañ a domme dezhe o c’halon, a sklaerae mammenn o lagad ; siwazh ! an eilvet a lakae an tan da ruilhañ a-dreuz dre o gwazhied, en o empenn an alter da verviñ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Distreiñ diwar e hent a reas da dremen dre he c’hichen.

1924
Référence : SKET.II p.36

Hag e finvezo ar bed. Ar Marv, drezañ e-unan, n’eus netra a euzhik ennañ.

1924
Référence : SKET.II p.41

Dre nijal a-zioc’h ar vag e reas dezhi an torkad evned, evit he goudoriñ, evel un andorenn pe ur stel-gwarez.

1924
Référence : SKET.II p.52

Petra ac’h eus-te gwelet dre ar bed ? Pe gentel en deus ar bed kanet dit ?

1924
Référence : SKET.II p.61

Diskennet em eus e-touez an dud-se, eme Vindosetlos, dre ma ’z int eeun ha dizrouk. Ken gwazed, ken maouezed, ken paotred, ken plac’hed yaouank, holl ez int mat, habask ha degemerus (1).

1924
Référence : SKET.II p.67-68

Heiz, kerc’h ha mell a c’hounezont dre nebeud.

1924
Référence : SKET.II p.68-69

En ampoent ma wilioudas Izabel, dre ar bourk e rede ar brud penaos lestr Kola Fañch ar Guez a oa bet kollet, korf ha madoù hag all.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

Hogen, hep gouzout d’e gerent eo e voe kemeret ar bugel gant Kênos neizheur. Dre laer ez eas en o zi, didrouz-kaer, hep rannañ ger ouzh hini, hep dihuniñ den.

1924
Référence : SKET.II p.12

dre belech eo mont ?

1924
Référence : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Par où faut-il aller ?"

En em ziskuizh eus ul labour dre ul labour all, eus ur studi dre ur studi all, eus un emgann dre un emgann all.

1924
Référence : SKET.II p.29

Ur plac’h a drebase dre an ti : an amiegez. Unan all koshoc’h, azezet en penn ar c’havell, sioul, sioul a ouele, ur chapeled en he dorn, soublet he fenn ganti.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Ha Marc’harid, stouet d’an douar, a lavare dre he daeroù : — Va mabig eo, Janedig, va mabig eo !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

Hemañ, dre garantez evit e vreur, hag ivez evit ar bugel, a c’hoarie gantañ, a save anezhañ en aer, a lakae anezhañ war varc’h war e skoaz, hag ar paotr evurus a c’hoarzhe. Bilzig ! Bilzig !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), ("a lakae anean" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Ar Gwennili koulskoude a ranke mont war an araog, dre war-c’horre pe dre zindan.

1925
Référence : BILZ2 p.108

Dre ma teue an noz, an amzer a washae. Tourmantiñ a ra. Ar Vran a zalc’h penn. Ar Vran dindan he zri riz a sav war ar wagenn evel ul lapous. Met an noz a deu, a deu buan.

1925
Référence : BILZ2 p.171

Setu karreg Beg-ar-Fri, setu ar steredenn : emaint an eil dre eben.

1925
Référence : BILZ2 p.109

Krugellou miled-stlej ha miled askellek, pevarzorneged [sic] ha pevarzroadeged, o kammkorvigammañ [sic], o plavañ d'an douar, oc'h ardaouiñ, oc'h ebatiñ hag o c'hourlammat, o pigosañ hag o torc'hweniañ, o raganellañ, o koleniñ hag o tilaouañ en ur ober moriskloù ha sismakoù, dre ma trailhe laou ar re fentusañ anezho.

1929
Référence : SVBV p.19

barn dre dredeog

1931
Référence : VALL pg arbitrage

da belec'h ez eer dre an hent-mañ?

1931
Référence : VALL pg aller (où va ce chemin ?)

dallet dre wall

1931
Référence : VALL pg aveugle

dallet dre zarvoud

1931
Référence : VALL pg aveugle

deut dre an hent mat

1931
Référence : VALL pg acquérir (bien acquis)

diskiñ dre an eñvor

1931
Référence : VALL pg apprendre (par coeur)

dre, gant, war, diwar-bouez

1931
Référence : VALL pg à2 (passage, par, moyen)

livadur dre zour

1931
Référence : VALL pg aquarelle

dre al laezh

1931
Référence : VALL pg au

dre an abeg ma

1931
Référence : VALL pg attentu que, autant

m'en tou dre an neñv

1931
Référence : VALL pg attester

dre an abeg na

1931
Référence : VALL pg attentu que

dre dan

1931
Référence : VALL pg à2 (à vapeur)

touiñ dre

1931
Référence : VALL pg attester

dre dro gaer

1931
Référence : VALL pg audace

dre gaer

1931
Référence : VALL pg (à l')amiable

dre guzulig

1931
Référence : VALL pg acroamatique (enseignement ; Philos.)

dre lien

1931
Référence : VALL pg à2 (à voile)

dre labourat ez eo deut gouiziek

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

dre laezh

1931
Référence : VALL pg au

dre ma

1931
Référence : VALL Rakskrid p XVI, autant

dre ma

1931
Référence : VALL pg attendu que

dre na

1931
Référence : VALL pg attendu que

dre verr

1931
Référence : VALL pg abreviativement

dre vloaz

1931
Référence : VALL pg annuel

dre vrav pe dre c'hlav

1931
Référence : VALL pg (qu'il fasse) beau (ou mauvais).

dre youc'h an holl

1931
Référence : VALL pg (nommer par) acclamation

dre zarvoud

1931
Référence : VALL pg accidentel

dre se e weler e…

1931
Référence : VALL pg apparaître

dre beg e fri

1931
Référence : VALL pg (par le) bout (du nez)

dre benn e fri

1931
Référence : VALL pg (par le) bout (du nez)

dre zegouezh

1931
Référence : VALL pg accidentel

erezus dre natur

1931
Référence : VALL pg antipathique

brasaerez dre sklêrijenn

1931
Référence : VALL pg (appareil d')agrandissement (à éclairage)

brasaerez dre an heol

1931
Référence : VALL pg (appareil d')agrandissement (automatique, sans éclairage artificiel)

penn dre benn

1931
Référence : VALL pg (d'un) bout (à l'autre)

dre Roazhon

1931
Référence : VALL pg à2 (il est passé à Rennes)

klotenn dre gensonennoù

1931
Référence : VALL pg allitération

gervel dre hanv

1931
Référence : VALL pg (faire l')appel (nominal)

dre unanoù

1931
Référence : VALL pg a

Ret e vo eta d'al lenner soñjal atav en ur lenn ar pajennadoù da heul, ec'h anavezomp fall-meurbet ar c'haniennoù-mor; soñjal ivez ez eus sur meur a ganienn all a zo peurzianav, a vije o neuz talvoudus evit dirouestlañ ar gudenn; soñjal erfin ne vo atav nemet goulakadurioù gwirheñveloc'h-gwirheñvel ar pezh a lavarimp diwar o fenn, nemet ha tro a gavfemp, diwezhatoc'h, d'o gwelout ha da ergerzhout drezo.

1943
Référence : TNKN p63

Dre ma veze astaolet war ar c'hartennoù an donderioù kavet, e teued da welout traoniennoù o troidellañ e lec'hioù a zo, pell-tre diouzh an aod.

1943
Référence : TNKN p28

An neb a ya re vuhan e deod en dro [en-dro], a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.

1944
Référence : ATST p.9

En em veskañ a rejont gant argoadiz, hag a-benn kant vloaz, e oant breizhekaet, nann hepken dre briadelezh ha dre wad, met ivez dre o anvioù, a zeuas da vezañ 'n ur dremen dre c'henoù kouerien Vreizh-Izel : JOFRENO ha goude-se JAFRENOÙ, ROPERZH ha goude-se ROPARZH ; GWINEMANN ha goude-se GWINEMANT.

1944
Référence : EURW.1 p8

Evit an douaroù bailheet e paeent ul leve dister a 6 gwenneg dre zevezh-arat.

1944
Référence : EURW.1 p9

Galleg-holl e [sic, a] veze disket d'ar « pennhêr » ; met etrezo, ma zad ha ma mamm a gaozee brezhoneg, hag ar glianted, brezhoneg nemetken, dre un abeg sklaer : ne oa ket unan dre bep dek a oa barrek da c'hallegañ, nemet ha mezv e vije.

1944
Référence : EURW.1 p18

Bemdez e oan ur Breton bihan o tizoleiñ Breizh e-touez ar re a dremene dre vurev ma zad.

1944
Référence : EURW.1 p19

E zaoulagad lemm, e fri kamm, a lakae anezhañ heñvel a-walc'h ouzh ur gaouenn ; gant ur vouezh trenk e lavaras d'am mamm dre belec'h mont d'an dortouer da aozañ ma gwele.

1944
Référence : EURW.1 p31

Ar re nevez a gemeras skouer hag en ur frotañ o daoulagad pikouzet e klaskjont dre dastorn pep hini e zilhad.

1944
Référence : EURW.1 p33

Anaout a raemp dre belec'h digouezout war hent Keraez.

1944
Référence : EURW.1 p36

Dre ma kerzhemp, evelato, soñjezonoù teñval a save d'hor penn.

1944
Référence : EURW.1 p36

Hag e krogis da sevel, dre guzh, e-pad studioù hir an abardaez, rimadelloù ha kontadennoù brezhonek, a lennen e-barzh ar porzh, hag e-pad ar baleadegoù, d'am c'hendiskibien.

1944
Référence : EURW.1 p42

Ar « bacho » kentañ, koulskoude, hini ar Reizhoureg -rhétorique-, evel ma levered neuze, en doa digaset ouzh e heul un tammig diduamant, en ur gas an arnodennidi, digemeret evit an arnodenn dre skrid, da dremen an arnodenn dre gomz da Roazhon.

1944
Référence : EURW.1 p111

Ur brogarour a oa d'e vod ; ne oa netra da rebech dezhañ nemet ne ouie ket brezhoneg. Ne oa ket dre e faot.

1944
Référence : EURW.1 p70

Montroulez a oa ur gêr na veve an dud enni nemet evit ar politikerezh ha dre ar politikerezh.

1944
Référence : EURW.1 p84

War vuannaat ec’h [a] al lestr-dre-dan dre ma tostaat d’an donvor.

1944
Référence : EURW.1 p.110

An hini gozh gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae ur c’houblad c’hoarzhus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinoù, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Pourmen a rae ganti dre Vreizh, hag he diskouez evel un teñzor.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Mouezhioù rok a gemenne : « Dre amañ ! Ar soudarded yaouank d’hor c’haout ! En em renkit pevar ha pevar, ha buan ! Hallo ! Un tamm hast, bandenn « bleuien ! » Ni ho tesko da stlejal ho potoù… »

1944
Référence : EURW.1 p.191

Ar re-mañ a veze tremenet ar c’hafe dre enno er « maneuvroù ».

1944
Référence : EURW.1 p.194

Goude pemp eur e vezemp dieub, da vont da vale dre Wengamp.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Dre ar skorn hag an erc’h war an douar, e vezemp dalc’het a-ratozh kaer ‘hed ar mintinvezh da c’hoari gant ar fuzul war ar Park-Meurz.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.

1944
Référence : EURW.1 p.199

Tennet e voe poltredoù eus ar strolladoù, ha gwerzhet kartennoù-post anezho dre vilieroù er rejimant hag e kêr.

1944
Référence : EURW.1 p.204

Ouzh sklerijenn al loar, e veze gwelet barzhed o pourmen dre ar straedoù, hag o tisplegañ gwerzennoù a vouezh uhel, an eil d’egile.

1944
Référence : EURW.1 p.208

A-boan ma oa degouezhet Lukaz en ti, ma teuas ivez en diabarzh daou baotr eus Lotei, Job ha Lom dre a [sic, "o"] anv badeziant.

1944
Référence : ATST p.13

Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.

1944
Référence : ATST p.21

Ha Job a skoe war washaat ha, dre ma skoe, e lavare : — « Ya pe nann, krediñ a rit bremañ eo Chann ? »

1944
Référence : ATST p.21

Serret e oa ganti he daoulagad ; klemm a rae dre he c’housk.

1944
Référence : ATST p.32

Ha lavarout a rae : O moereb ! herroc’h-herrañ dre ma dostae Job ouzh ar penn all d’an ti.

1944
Référence : ATST p.32

Bremaik, eme Job d’e vamm, ha Lom d’e c’hoarezed, on tremenet dre Garreg-al-Louarn.

1944
Référence : ATST

An diaoul kentañ. — « Ha pa golle un dra bennak dre doulloù ar godelloù, e veze sarmon er gêr, betek hanternoz, e-pad teir sizhun. »

1944
Référence : ATST p.58

Koulskoude. Herri a oa ker pizh ! pa eve ur banne odivi, e veze atav dre ezhomm, ha, morse, dre avi.

1944
Référence : ATST p.58

Al logod, avat, dre ma oa treut an traoù en ti a oa tec’het war-du ul lec’h all.

1944
Référence : ATST p.63

Ha dre ma trapent an toaz, en ti-forn, e kontent ar c’heloù an eil d’eben.

1944
Référence : ATST p.86

E-lec’h mont da Giouidig, kemerout a reas hent Penn-ar-Pont, da vont da gavout Job ; hag e lavare, dre ma kerzhe a-hed ar stêr : — « Un afer fall ! un afer fall ! fall ! fall ! »

1944
Référence : ATST p.97

Dre e bec’hed e oa bet kastizet.

1944
Référence : ATST p.133

Digor e oa an nor, du-se, war ar C’hornog, ha drezi e tiskenne betek an daroù koroll didrouz ur bann heol [bann-heol] melenik, - koroll an efl ha moged klouar ezañs ar gousperoù, - a lakae teñvaloc’h ec’honded an nev sakr.

1949
Référence : SIZH p.37

- Pa 'z eus meneg avaloù, breur Arzhur, e lavarin deoc'h n'am [sic, ne'm] eus ket debret Aval Skiant ar Mad hag an Droug, ha n'ouzon ket pe soñj a zo aet dre ho penn, o reiñ dimp hoc'h abadennig termaji.

1949
Référence : SIZH p.62

- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.

1949
Référence : SIZH p.43

Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].

1949
Référence : SIZH p.40

Dre wall Eva eo e voe kollet ar Baradoz, rak reiñ a reas bod d’an Naer.

1949
Référence : SIZH p.40

Roc’hal a ra lod ; unan bennak a valbouz dre e gousk ; ar breur Domingo, moarvat, turmudus evel m’eo ar sioc’han anezhañ.

1949
Référence : SIZH p.39

Ober a reas ar bederez ur pikol sin ar groaz a voe echu ganti dre ur pok d’he biz-meud, hervez giz Spagnoliz (…).

1949
Référence : SIZH pp.37-38

Skediñ a reas he dent en ur vousc’hoarzh ouzh al lean, dre ma stoue he malvennoù war lufr teñval he daoulagad.

1949
Référence : SIZH p.37

Gouzout a ran oc'h deut dirazomp gant ar menoz izelaat ho spered dre sachañ goap warnoc'h ; mes ur gentel a zo da dennañ diouzh hoc'h anzav.

1949
Référence : SIZH p.60

Dic'hwezhañ a reas Palmira, dre ma sanke he chapeledig en he sac'h.

1949
Référence : SIZH p.58

Me, Helgouarc'h, a zo va flanedenn, dre c'halvedigezh ha dre zibab, bezañ ur manac'h hag ur beleg, hervez youl Doue.

1949
Référence : SIZH p.56

Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.

1949
Référence : SIZH p.54-55

- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?

1949
Référence : SIZH p.53

Ar breur Arturo a oa skrijet gantañ e sorc'henn-noz divalav : ne zeu an diaoul, nemet dre deñvalijenn, da heskinañ an eneoù gwerc'h.

1949
Référence : SIZH p.53

- Evel-se emañ kont gant ar garantez. Deut e oan, dre zegouezh, da lavarout ur bater da Werc'hez venniget ar Rozera. Ho kwelet am eus...

1949
Référence : SIZH p.49

Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.

1949
Référence : SIZH p.48

Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz.

1949
Référence : SIZH p.47

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Référence : SIZH p.47

Ma oa eno dre e youl gaer e oa, dre m'oa e c'halvedigezh bezañ beleg e servij Doue, p'en dije kaset da vat e holl studioù.

1949
Référence : SIZH p.46-47

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Référence : SIZH p.43

Diwezhat e oa ivez ar breur Arturo d'e goan, dre m'en doa re hir-gortozet [hirc'hortozet ].

1949
Référence : SIZH p.66

Ne nac'ho ket Palmira : ur vaouezig, sempl dre natur, ne c'hell nemet sentiñ.

1949
Référence : SIZH p.64

Moarvat n'eo ket dre gasoni / E ra din-me seurt viloni.

1960
Référence : PETO p31

Da gentañ eo digompren a-walc'h ar c'homzoù, met dre ma tosta ar ganerien, mentet ingal trouz ar c'hammejoù, e ya ar c'han war fraeshañ.

1960
Référence : PETO p44

Rak daou [gristen], morvat, Jezuz, truez ! / A gollo drezon o buhez.

1960
Référence : PETO p40

Rak ur wech ma oa bet echu gant ar brezel ec'h adkavis an den en devoa va heñchet war-zu Gabon, ha drezañ eo ec'h adkavis labour en Afrika, n'eo ket er vro e oan bet enni a-raok, met en Aod an Olifant.

1985
Référence : DGBD p6

Dre gichen an eil Nkok-mañ eo e tremen ivez an hent-bras.

1985
Référence : DGBD p131

Re bolzioù an nev vras peurgetket a oa manet tost pevar-ugent dre gant diouto dindan gwisponadoù livaj nevesoc'h.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 21

Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 22

Dav eo lakaat ar c'hoarzherien a-du ganeoc'h, en ur ziskouez dre an eskemmoù a zo gant hoc'h enebourien pegen lu eo o doare d'en em zerc'hel, pegen faos eo ar pezh a lâront, pegen uhel eo ar c'haoc'h en o revr abalamour d'o galloud, hag all, hag all.

2015
Référence : DISENT p79

Ar C'hresianez skouer, a soñj dezhi, peogwir he deus ur mab e Londrez, emañ-hi e Bro-C'hres dre zichañs.

2015
Référence : EHPEA p26

Lakaet em eus anezhi da douiñ dre he bugale-vihan ne lavarje netra dezhi.

2015
Référence : EHPEA p103

Ya, met n'it ket dre straed Marni rak ne ouzoc'h ket petra 'gavoc'h eus ar Skol Lieskalvezel betek burevioù KUAF. Ali e ven deoc'h da vont dre straed Evelpidon.

2015
Référence : EHPEA p18

Deoc'h-c'hwi da sevel ha da vrudañ dre ar mediaoù ul lid e-lec'h ma vo roet un trofe d'ar re o deus tapet ar maout -evel ma vez roet ar "Y'a bon awards" d'ar ouennelourien, pe ar "Big Brother awards" evit ar re az a a-enep frankiz ar mediaoù-.

2015
Référence : DISENT p56

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

2015
Référence : DISENT p77

Goude-se e klasker bezañ azezet an tostañ posupl an eil ouzh egile : divgroazell ouzh divgroazell, an divhar o stardañ an den a zo dirazoc'h hag o klask lakaat anezhe da dremen dre zindan e zivhar dezhañ.

2015
Référence : DISENT p96

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux