dremm
Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.
"dremm" gg.
En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre kreñvvogerioù tan dezho ouzhpenn mil "rasta" uhelder, dek mil "leuga" led, kant mil "leuga" hed, dindan koabrennoù tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo heñvel ouzh houarn ruziet gwenn-kann hag atav kren-digren, emañ ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoazh ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer anv ebet dezhañ.
dremm an douar [...] ; barr an douar
Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.
dremm
dremm sklosennek
dremm ar verb
Bez' ez eo hennezh unan eus neuzioù-diazez dremm an Douar.
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
Spurmantañ a reas dindan traoñ ar vantilhenn, a c'holoe dremm e amezegez, un darn eus he c'herc'henn gwenn.
Un duardez anezhi, gwenn un dudi, he dremm kigennet-flour a-dreuz rouedig mailhennoù he mantilh.
Ruz-roz a oa gant an tizh he dremm rouz [rous] dizolo.
Skinañ a rae gant ur gened disi. Ar muzelloù, ruz-livet, a oa un hoal, daoust d'o mousklenn. An daoulagad du ha gleb, a zeve en o donder un tan a daole sklerijenn ha gwrez war an dremm paret warnañ.
Ar wech kentañ e oa d'ar breur Arturo gwelout he dremm dizolo, un dremm unliv damrouz [damrous] : merc'hed e vro a veze ruz o divoc'h, e-giz avaloù azv.
- Ar garantez a wisk un dremm nevez d'an dra garet, un hoal... Ha netra ne dalv mui nemet an dra garet...
Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.
N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !
Disheñvel e vezo Gouel ar Brezhoneg ar bloaz-mañ eus reoù ar bloavezhioù tremenet. Un dremm nevez en devezo, par da hini an emsav evit yezh ha sevenadur Breizh ha ne baouez ket da vont war-raok.
Neuziet divalav eo ar bras anezho, ha disneusoc'h int c'hoazh da welout dre ma livont o dremm ha ma lemmont o dent.
Ar furm-se ne oa dezhi dremm ebet c'hoazh he dije roet tu d'he anaout ; e hunvreoù Utterson zoken ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad.
Gant he roufennoù war he dremm e hañval bezañ ouzhpenn tri-ugent vloaz.
Abalamour ma ne reomp ket fazi ebet ez eo marteze an enebourien hag a zo vont da faziañ, hag evel-se diskouez o dremm gwir a-wel d'an holl.
Moarvat eo kuzhet o dremm dindan o zokarn gant un erien : skeudenn vodern un nerzh n'eo ket mui nerzh an dud...
Daoust ma ne oa ket tev, bouk ha dispis e oa linennoù e zremm koulz hag e zaouarn.
Gouloù cheñch-dicheñch ar skrammoù a sklêrijenne an dremmoù aketus, a dride gwech an amzer aon pe gant fulor ar c'hoarierien.
Mots précédents
Mots suivants
dremmadur