Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) 1. Tu a-raok ar penn. Gwalc'hiñ e zremm. Sellet ouzh e zremm er melezour. Un dremm gaer a blac'h. & Trl. Mont rak e zremm : mont eeun dirazañ. HS. bizaj, fas. 2. Ent strizh Al lodenn zo tro-dro d'an daoulagad. 3. Dre ast. Neuz, tro-spered a vez diskouezet gant dremm ub. Diskouez un dremm laouen. Un dremm seder ha hegarat. & (en e furm lies) Bezañ dremmoù skuizh d'ub. Bezañ dremmoù rust, kuñv, brav d'ub. Ober dremmoù laouen ouzh ub. 4. Daoulagad. Poan en deus en e zremm. & Trl. Kaout un dremm verr : bezañ berrwel. II. Dre heveleb. (db. an eurieroù) 1. Kelc'h, rannet en eurioù ha munutoù, ma tro ar bizied. Teuler ur sell ouzh dremm an eurier. 2. Rouez Gorre. War dremm an douar. 3. (db. al lavnennoù) Tu lemm. Ur c'hleze a ziv zremm. Dremm ur vouc'hal. [1924] Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezhi da droc’hañ ur vlevenn war zour ha da dennañ gwad d’an avel [...]. HS. barvenn, malvenn, neudenn.

Skouerioù istorel : 
89
Kuzhat roll ar skouerioù

dremm

1499
Daveenn : LVBCA p66 ('visage')

En eil poent e joenter hag e komzer serten / A ur fin infinit, kredit, na doutit ken : / Penaos diouzh plom ha skouer, / E varnher [varnfer] pec'herien / Dre'n fin-mañ kredet [kredit] lemm, ho tremm a renk [rank] tremen

1575
Daveenn : M. p36

dremm ar gontell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fil (du cousteau)

e dremm an holl dud

1659
Daveenn : LDJM.1 pg publiquement

a-us d'ho tremm

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (au) dessus (de vostre veuë)

dremm

1659
Daveenn : LDJM.1 pg face

dremm pikouzek

1732
Daveenn : GReg pg (des yeux) chassieux

an dremm eus a ur sant a zo gantañ

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, air

dremm

1732
Daveenn : GReg pg air

Ker ferv eo an dremm anezhañ.

1732
Daveenn : GReg pg hagard (Il a l’air si hagard.)

Ken hezr eo an dremm anezhañ.

1732
Daveenn : GReg pg hagard (Il a l’air si hagard.)

dremm ar gontell

1732
Daveenn : GReg pg fil (tranchant d'un couteau, &c.)

fichañ e zremm war [udb.]

1732
Daveenn : GReg pg ficher (Ficher, fixer sa vuë sur &c.)

dremm flamm

1732
Daveenn : GReg pg face (rouge)

dremm, bizaj, lirin

1732
Daveenn : GReg pg face (sereine & joïeuse)

rust eo an dremm anezhañ

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, air

un dremm en deveus, a'n dousañ

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, air

dremm rouez, gae

1732
Daveenn : GReg pg face (sereine & joïeuse)

dremm ruz

1732
Daveenn : GReg pg (visage couvert de) bouton(s), face (rouge)

dremmoù ruz

1732
Daveenn : GReg pg (visage couvert de) bouton(s)

dremm, dremmoù

1732
Daveenn : GReg pg face (visage)

dremm

1850
Daveenn : GON.II pg dremm (-azen)

flamm eo he dremm

1850
Daveenn : GON.II pg flamm

dremm

1850
Daveenn : GON.II pg diren, dremm, mîn

un dremm laouen en deus

1850
Daveenn : GON.II pg dremm

teñval eo an dremm anezhañ

1850
Daveenn : GON.II pg dremm

a zremm-wel

1850
Daveenn : GON.II pg dremm

Gant ar blev ruz eo peurvuiañ brizhennus an dremm.

1850
Daveenn : GON.II pg brizennuz (Avec les cheveux rouges, on a ordinairement le visage lentilleux).

un dremm verr em eus

1850
Daveenn : GON.II pg dremm

un den a wall zremm em eus kavet war an hent

1850
Daveenn : GON.II pg dremm

dallet eo dremm va falz

1850
Daveenn : GON.II pg dremm

Ha da vont kuit Alan a loc'h, / Pa wel war un daol gaer eno / Ur pezh mousklenn, mar boe biskoazh, / Dremm un den kaer, amzer voa bet.

1867
Daveenn : MGK p140

E-pad m’edon o kontañ, e welen dremm Jañ-Mari o laouenaat muioc’h-mui dre ma’z aen, hag e lagad lemm o virviñ en e benn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.84

Antronoz vintin, pa’z eas Klaodina da gas dezhañ e damm boued, her c’havas atav war e zaoulin, e zaoulagad ruz-glaou hag e zremm dilavet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.48-49

Krediñ a c’hellit ne raen ket un hent aes ; meur a wech e oa bet ribiñset va (dremm) bizaj ha va daouarn din, gant an drez hag ar spern, o vont dreist ar c’hleuzioù.

1878
Daveenn : EKG.II p.22

Seul ma koazhe ar wrez-kent ha ma ’z ae an douar war goshaat, e krize hag e roufenne an dremm anezhañ gant ar riv hag an oad.

1923
Daveenn : SKET p.28

En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre kreñvvogerioù tan dezho ouzhpenn mil "rasta" uhelder, dek mil "leuga" led, kant mil "leuga" hed, dindan koabrennoù tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo heñvel ouzh houarn ruziet gwenn-kann hag atav kren-digren, emañ ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoazh ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer anv ebet dezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.27

Er glasvezennoù digenvez e krozas al lammdourioù hag e stagas dre-holl an doureier-red gant o labour rimiañ ha toullañ ar c’haletañ rec’hier, ruilhañ traezh, pri ha bili, kleuzañ traoniennoù, adstummañ dremm an douar.

1923
Daveenn : SKET p.29

N’oa gwezenn, bodenn, geotenn, kivnienn ebet o tiwanañ war zremm dorosellek an douar, kailhenn ebet o ruilhañ war e c’horre pe o c’hourvez en e gondonioù, na ouvezje Manos ha Bena an anv hag ar perzhioù anezho.

1923
Daveenn : SKET p.39

Hervez kanenn Vopiskos e oa he blev gell-ruz, he daoulagad glas-louet ha birvidik en he fenn, he dremm hirgelc’hiek, ha gwenn-kann liv he c’hroc’hen.

1923
Daveenn : SKET p.41

Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.

1923
Daveenn : SKET p.43

Aner e vije bet dit klask e gouenn Vanos, er mare ma komzan, dremmoù krizet a roufennoù, genaouioù kamm ha dizent, choukoù o krommañ dindan bouez an hirhoal, izili treuzet gant ar remm hag ar glizi, korfoù disneuziet gant labour tenn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.69-70

Un den mentek ez oa, e choug ledan, hag eñ paket en ur vantell vras, en e benn un hirvlev louet, en e zremm liv gant ar marv daoulagad glas o steredenniñ.

1923
Daveenn : SKET p.103

A-greiz-holl e c’hlazas he dremm dezhi, hag e trellas he selloù evel rak ur weledigezh euzhik.

1923
Daveenn : SKET p.105

Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.

1923
Daveenn : SKET p.117

Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouzh dremm-den ken ma n’houljent flemmañ ur c’har dezho pe ur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiat, akuit en emgannoù, ampart el labourioù-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !

1923
Daveenn : SKET p.121

"dremm" gg.

1923
Daveenn : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Regard ; visage, face".

dremm an douar [...] ; barr an douar

1923
Daveenn : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » ; « "La face de la terre" (poét. pour "barr an douar", "la surface de la terre") »

Gwenn gant brizhennoù e-leizh ar c’hroc’hen anezho ; heñvel o blev ouzh aour melen-gwenn ; kuñv ha dic’hoarzh o dremm, n’eo tamm dic’hrad da arvestiñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.67

Diankañ a reas un nozvezh diouzh ar c’hroc’hen-bleiz blevek m’edo kousket ennañ e-tal skoaz ha dremm e vamm.

1924
Daveenn : SKET.II p.7

He dremm kaer, habask, a stokas ouzh e zremmig-eñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.9

Kaerat tra gwelout Velia en he gourvez, he dremm livrin e-kreiz he blev alaouret diskoulm, o sevel a-us dezhi he mabig !

1924
Daveenn : SKET.II p.14

Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezhi da droc’hañ ur vlevenn war zour ha da dennañ gwad d’an avel, e kouezhas neuze hanterglopennoù, hanterbennoù, brec’hioù ha garoù distaget ha korfoù faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.

1924
Daveenn : SKET.II p.55

Kroc’henet-melen ez int, peurzu o blev, bihan o daoulagad, talfasok o dremm.

1924
Daveenn : SKET.II p.63

damdost d'an tour e welan ar garnel gozh gant he daouzek abostol o dremm dic'hoarzh ha hirvarvek ; ha stok ouzh ar chapel-mañ, ec'h arvestan ouzh ur wareg-enor gant e [sic] deir bolz gwariet-flour.

1929
Daveenn : SVBV p.17

dremm

1931
Daveenn : VALL pg air (apparence)

dremm askornek

1931
Daveenn : VALL pg (visage) anguleux

dremm ar verb

1931
Daveenn : VALL pg aspect

reiñ un dremm d'e oberoù

1931
Daveenn : VALL pg (donner une bonne) apparence (à ses actions)

dremm sklosennek

1931
Daveenn : VALL pg (visage) anguleux

un dremm gaer a baotr

1931
Daveenn : VALL pg beau

perak dremmoù ken doanius-se deoc'h ?

1931
Daveenn : VALL pg (pourquoi avez-vous l')air (si triste)

liv ar marv war e zremm

1931
Daveenn : VALL pg blème

un dremm gaer a blac'h

1931
Daveenn : VALL pg beau

Bez' ez eo hennezh unan eus neuzioù-diazez dremm an Douar.

1943
Daveenn : TNKN p86

Koant a-walc'h e oa he dremm, divjod yac'h ha ruz, daoulagad glas, ur c'hoef Kernevadez a c'holoe he blev kistin, hogen he c'horfenn a oa uzet ar voulouz warni, he brozh a oa unan fall hag he zreid noazh ne oant ket gwall naet en he botoù-prenn leun a deil.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

Un dremm blijus en doa an aotrou Loubet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.201

Un hoalerezh korfel hepken ; karout a raen ar paotr-se evel em bije karet un dra graet brav, un daolenn livet kaer, un arvest denel turgnet disi, un dremm goant a skede sklerijenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Treut e oa e zremm ha roufennet, me en kave heñvel ouzh unan eus ar sent koad a welen en-dro d'an aoter en iliz Karnoed, nemet e-lec'h dougen ur sae ruz, pe unan c'hlas, e oa unan du gantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p30-31

War seulioù ar superior e teuas kerkent ur beleg all, un den gros hag uhel, un dremm ruz dezhañ, ur gouzoug tarv, ur c'hof hag a venne strakal e soutanenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Pebezh levenez war dremmoù an holl !

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

- Ar garantez a wisk un dremm nevez d'an dra garet, un hoal... Ha netra ne dalv mui nemet an dra garet...

1949
Daveenn : SIZH p.57

Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Spurmantañ a reas dindan traoñ ar vantilhenn, a c'holoe dremm e amezegez, un darn eus he c'herc'henn gwenn.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Daveenn : SIZH p.38

Un duardez anezhi, gwenn un dudi, he dremm kigennet-flour a-dreuz rouedig mailhennoù he mantilh.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Ruz-roz a oa gant an tizh he dremm rouz [rous] dizolo.

1949
Daveenn : SIZH p.66

Skinañ a rae gant ur gened disi. Ar muzelloù, ruz-livet, a oa un hoal, daoust d'o mousklenn. An daoulagad du ha gleb, a zeve en o donder un tan a daole sklerijenn ha gwrez war an dremm paret warnañ.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ar wech kentañ e oa d'ar breur Arturo gwelout he dremm dizolo, un dremm unliv damrouz [damrous] : merc'hed e vro a veze ruz o divoc'h, e-giz avaloù azv.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ma vefe gwir o flemmad lemm, / Ne rafen ket bouzellenn voan / Ha ken kastiz ne ve ma dremm / Gant pezh am bez da lein ha koan.

1960
Daveenn : PETO p28

En an' Doue, ma zorfejoù, / Distaol din, ha ma fec'hejoù, / Din, ar c'hablus, an divalav, / A zellezfe kaout da halv / Ouzh e zremm ken lor ha ginet / Enni skeud un askre krinet.

1960
Daveenn : PETO p82

N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Disheñvel e vezo Gouel ar Brezhoneg ar bloaz-mañ eus reoù ar bloavezhioù tremenet. Un dremm nevez en devezo, par da hini an emsav evit yezh ha sevenadur Breizh ha ne baouez ket da vont war-raok.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Neuziet divalav eo ar bras anezho, ha disneusoc'h int c'hoazh da welout dre ma livont o dremm ha ma lemmont o dent.

1985
Daveenn : DGBD p73

Ar furm-se ne oa dezhi dremm ebet c'hoazh he dije roet tu d'he anaout ; e hunvreoù Utterson zoken ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad.

2012
Daveenn : DJHMH p23

Abalamour ma ne reomp ket fazi ebet ez eo marteze an enebourien hag a zo vont da faziañ, hag evel-se diskouez o dremm gwir a-wel d'an holl.

2015
Daveenn : DISENT p82

Gant he roufennoù war he dremm e hañval bezañ ouzhpenn tri-ugent vloaz.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Moarvat eo kuzhet o dremm dindan o zokarn gant un erien : skeudenn vodern un nerzh n'eo ket mui nerzh an dud...

2015
Daveenn : DISENT p94

Gouloù cheñch-dicheñch ar skrammoù a sklêrijenne an dremmoù aketus, a dride gwech an amzer aon pe gant fulor ar c'hoarierien.

2023
Daveenn : DREAM p. 102

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial