I. H.b.
1. (db. an dud)
Doug d'ober ar fall.
Dont a ra an drougiezh a-raok an oad. N'eus tamm drougiezh enni. Hep drougiezh e oant.
HS. fallagriezh, fallentez.
2. Kaz.
Kaout, delc'her drougiezh ouzh ub.
HS. droug, beg, kasoni.
3. Dizunvaniezh.
Bevañ e drougiezh gant, ouzh ub.
HS. droug, droukrañs.
ES. peoc'h, unvaniezh.
II. B. (db. an dud)
Doug d'ober ar fall.
N'eus drougiezh ebet enni.
&
Trl.
Un drougiezh ki klañv : splann, anat d'an holl.
‘Us d’an nor-dal e tu an aber eo merket ar frazenn-mañ e kembraeg : - « Mard out mignon, deus da ziskuizhañ er c’hastell, ha kae kuit gant grad vat. Mard out enebour, deus memes tra, ha pa ‘z i kuit, stlap da zrougiezh ».
‘Us d’an nordal e tu an Aber eo merket ar frazenn-mañ e kembraeg : - « Mar dout [sic] mignon, deus da ziskuiza er c’hastell, ha kae kuit gant grad vat. Mar dout [sic] enebour, deus memes tra, ha pa ‘z i kuit, stlap da zrougiez ».
1944
Référence :
EURW.1
p.118
Ned on person 'met a anv / Hag amañ, hep mar, me ' vano / Divarrek d'ober vad da zen : / Beli sakr ma belegiezh / A zisprizer gant drougiezh.
Ne don person 'met a ano / Hag amañ, hep mar, me ' vano / Divarrek d'ober vad da zen : / Beli sakr ma belegiez / A zisprizer gant drougiez.
1960
Référence :
PETO
p56
Da heul seurt krizder[,] buan 'ya / En hegar kalz a Chouanted, / Hag o drougiezh dezho 'ra / Lazhañ, d'o zro, inosanted.
Da heul seurt krizder buan 'ya / En hegar kalz a Chouanted, / Hag o drougiez dezo ' ra / Laza, d'o zro, inosanted.