I.
1. Marc'h yaouank.
Un ebeul bloaz. Bez' e vez ebeulien o fringal er parkeier.
[1878] E-kichen an Naoned, ur wech all, n’eus ket tri miz abaoe, ur c’hamarad all ha me, divouedet gant an naon, hon deus debret un ebeul bloaz, poazhet ganeomp kroc’hen hag all, evel ejen Roazhon.
2. Dre ast.
Par yaouank nep loen eus ar c'herentiad Equus.
Un azenez hag he ebeul.
HS. eal.
II.
Dre skeud. (db. an dud)
1. Ger a reer gantañ evit ober anv eus ar baotred hervez o ferzhioù mat pe o ferzhioù fall, hervez an ton a lakaer.
Hemañ zo un ebeul anezhañ ! : ur paotr dibar, fentus. Poent eo mont da gerc'hat an archerien war-dro an ebeul-se : ar paotr fall-se.
2. Trl.
Ober e ebeul : ober troioù-kamm.
Aet eo d'ober e ebeul, evel bepred.
Référence :
GON.II
pg ébeul, eûbeûl, heûbeûl (Poulain, jeune cheval).
E-kichen an Naoned, ur wech all, n’eus ket tri miz abaoe, ur c’hamarad all ha me, divouedet gant an naon, hon deus debret un ebeul bloaz, poazhet ganeomp kroc’hen hag all, evel ejen Roazhon.
E-kichen an Naoned, eur veach-all, n’euz ket tri miz abaoue, eur c’hamarad-all ha me, divoueded gand an naoun, hon deuz debret eun ebeul bloaz, poazet ganeomp kroc’hen hag all, evel ejenn Roazon.
1878
Référence :
EKG.II
p.281-282
eubeul
éubeul
1909
Référence :
BROU
p. 232
eubeul kazek
eubeul-kazek
1909
Référence :
BROU
p. 232 (eubeulèz n'est guère employé, on dit eubeul-kazek : jument)
Gant pep bagad ez ae, en ounnered, kojened, ebeulien hag ein, al lodenn a zigouezhe dezhi a-ziwar pennoù nevez-vet eus chatal Manos.
Gant pep bagad ez ae, en ounnered, kojened, ebeulien hag ein, al lodenn a zigoueze d'ezi a-ziwar pennou nevez-vet eus chatal Manos.
1923
Référence :
SKET
p.87
Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueoù, o ebeulien, moch-gouez da duriat[a] o zrevadoù, arzhed da dagañ o c’hon, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed.
Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueou, o ebeulien, moch-gouez da duriata o zrevadou, arzed da daga o c’houn, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed.
1923
Référence :
SKET
p.119
A-gevret gant an ein hag ar menned-gavr, gant an ebeulien hag al leueoù e taoulamme e geot ar peurvanoù.
A-gevret gand an ein hag ar menned-gavr, gand an ebeulien hag al leueou e taoulamme e geot ar peurvanou.
1924
Référence :
SKET.II
p.18
Hag eñ o vont da stagañ gant e redadenn bemdeziek, pa wel o tiflukañ eus ar c’hoummoù un ebeul e reun aour ha skedus evel an deiz.
Hag hen o vont da staga gand e redadenn bemdeziek, pa wel o tifluka eus ar c’hoummou eun ebeul e reun aour ha skedus evel an deiz.
1924
Référence :
SKET.II
p.21
Diskouezet e voen gant Vallée, lorc'h ennañ gant e « ebeul », d'an Aotrounez Ar Braz hag Ar Govig, a oa daou vañsoner pennañ an ti e oad o vont da sevel.
Diskouezet e voen gant Vallée, lorc'h ennañ gant e « ebeul », d'an Aotrounez ar Bras hag ar Goffig, a oa daou vañsoner penna an ti e oad o vont da sevel.