e-c'hiz da
e-giz
Tanet eo e wad e-giz gant pebr ruz ha pebr glas.
Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh kloz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink.
Ha hir e oa, ha diforlinket un disterañ, e-giz ar plant-se o deve kresket en amc’houlou.
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
Anv e oa e lenne en eneoù al leaned e-giz en ul levr digor.
Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].
Un nebeud plant Arachis a vez hadet peurvuiañ e pep ke[ê]riadenn er Gabon, n'eo ket evit tennañ eoul diouto, met evit debriñ e-giz frouezh rostet.
Kelc'hiadoù tud, didrouz pe pas, kerzhadegoù diouzh an noz gant etivi, sevel leurenn un torfed e-giz ma vez gwelet er Stadoù-Unanet bevennet gant ur seizenn-surentez...
Mots précédents
Mots suivants
e-giz-all