I. H.g.
1. Stad darempredoù zo etre an dud en em glev mat, zo a-du an eil gant egile evit kenlabourat.
En o zouez e oa emglev abalamour ma'z oa karantez. Un den a spered, un den a emglev.
HS. unvaniezh.
ES. diemglev, disrann, dizunvaniezh.
2. Trl.
Ober emglev gant ub. : en em lakaat a-du gant ub.
Emglev o deus graet evit ober un hent.
II. G.
1. Diviz graet gant lies den, gant lies strollad tud, e-sell da reizhañ o darempredoù, da genlabourat.
Skoulmañ, tremen un emglev gant ub. : ober un emglev gantañ.
&
An emglev-se zo bet torret.
2. Dre ast.
Rummad tud pe vroioù en em glev evit bastañ da ezhommoù boutin pe evit seveniñ mennadoù boutin.
Un emglev labourerien-douar.
3. Ent strizh
Skrid a dalvez da spisaat an diviz-se, graet etre div Stad prl.
Sinet o deus un emglev. Dizale e vo torret an emglev-se.
&
an Emglev Kalonek : emglev sinet etre Bro-C'hall hag ar Rouantelezh Unanet e 1904.
[1954] A-hed ur sizhun e veze bemdez kaset ur rummad martoloded da goaniañ war ul lestr estren bennak, amerikan, rusiat, italian, alaman, danek, japanat ha me oar, en ur ger e pep lec’h nemet davet ar Saozon, daoust d’an Emglev Kalonek.
HS. feur.
Evit derc'hel kuzul, ken lies ha ma vezo ezhomm, war bep tra ma da skoazelliñ ar vro hag ar sepred barzhek ; evit an emglev, war bezh a sell ouzh lidoù ar Gorsedd digor ; evit barn ar c'hederien, hag ur Barzh bennak mar'z eus ezhomm ; evit dibab ha goulenniñ ar Varzhed nevez.
Evit derc'hel kuzul, ken lies ha ma vezo ezom, war bep tra mad da skoazelli ar vro hag ar sepred barzek ; evit an emgleo, war bez a zell ouz lidou ar Gorsedd digor ; evit barn ar c'hederien, hag eur Barz bennag mar 'z eus ezom ; evit dibab ha goulenni ar Varzed neve.
1909
Référence :
REZI
p. 10
Digemer a reomp evel kanaouennoù broadel: Bro gozh ma Zadoù ha Sav, Breizh-Izel, kensakret gant emglev an holl strolladoù bretoned; dizanaout ha disteurel a reomp La Marseillaise.
Digemer a reomp evel kanaouennou broadel: Bro goz ma Zadou ha Sao, Breiz-Izel, kensakret gant emgleo an holl strolladou bretoned; dizanaout ha disteurel a reomp La Marseillaise.
An aotrou Edmond Fournier d’Albe, ar Gouezel a oa deut da grouidigezh Kevredigezh Vreizh warlene, a oa o klask digas un nebeud Bretoned da « Eisteddvod » Kerdiz, da viz Gouere 1899, evit diazezañ un Emglev Holl-Geltiek.
An Aotrou Edmond Fournier d’Albe, ar Gouezel a oa deut da grouidigez Kevredigez Vreiz warlene, a oa o klask digas eun nebeut Bretoned da « Eisteddvod » Kaerdiz, da viz Gouere 1899, evit diazeza eun Emgleo Holl-Geltiek.
1944
Référence :
EURW.1
p.104
Ur sizhunvezh a garantez hag a emglev etre tud entanet gant an hevelep kredenn…
Eur sizunvez a garantez hag a emgleo etre tud entanet gant an hevelep kredenn…
1944
Référence :
EURW.1
p.205
A-hed ur sizhun e veze bemdez kaset ur rummad martoloded da goaniañ war ul lestr estren bennak, amerikan, rusiat, italian, alaman, danek, japanat ha me oar, en ur ger e pep lec’h nemet davet ar Saozon, daoust d’an Emglev Kalonek.
A-hed ur sizhun e veze bemdeiz kaset ur rummad martoloded da goaniañ war ul lestr estren bennak, amerikan, rusiat, italian, alaman, danek, japanat ha me oar, en ur ger e pep lec’h nemet davet ar Saozon, daoust d’an Emglev Kalonek.
1954
Référence :
VAZA
p.103
Rak er maread-se, e oa techet kanfarded ar gouarnamant, radikaled an darn vuiañ anezho, da brezeg an emglev hollvedel hag ar peoc’h peurbadus.
1954
Référence :
VAZA
p.121
Met anaoudegezh a reas an ofiser gant "roueed" keriadennoù mpongwe an tu all ha, d'an 18 a viz meurzh 1842, e voe graet emglev etrezañ hag ar roue Louis Dowe, o reiñ da Vro-C'hall, an dachenn zouar a oa etre keriadenn ar roue Glass er su, hag hini ar roue Quabens en norzh.